Ganet eo Olivier Mordrelle e Paris e 1901, mab d’un ofisser eus arme ar c’holonioù ha d’ur vamm a orin eus Bro-Gorsika. Studiañ a ra war ar sevel-tiez pa c’h en em gav, da 18 vloaz, gant paotred ar Groupe régionaliste breton, en o zoues Morvan Marchal eo levesonet kalz gantañ, ha pa lenn Breiz Atao : dond a ra buan da vezañ unan eus skrivagnerien bennañ ar gelaouenn, dindan meur a ano-pluenn, Olier Mordrel en o zoues. E 1925 e sav, gant Roparz Hemon, ar gelaouenn lennegel Gwalarn.
Entanet gant an ideoù politik newez, e kred da gentañ e daremprejoù an oll vroioù keltieg ha da c’houde er federalism en Europ. Tomm e galon ouzh ideoù revolussionerien yaouank eus Paris a oa e-maes al lesennoù, ec’h en em gav gant Philippe Lamour hag ober a ra anaoudegezh gant ideoù ar re eus e amzer a zo e-maes ar reolennoù, araog bezañ sachet gant an nasism ha klask lakaad Breiz Atao da zigemer hemañ e 1933 dre ar program SAGA (Strollad ar Gelted adsavet). Ar gelaouenn Stur eo, savet e 1934, a sikour anezañ da vrudañ e Breizh ideoù pennañ ar « Konservative Revolution » ha re an nordism alaman, ha da lakaad da dalvezoud ur rassism breton. Martese ez a e ideoù politik war galetaad ewid sevel a-eneb an diaesamañchoù en deus en e labour – n’eo ket renet mad e stal ha brudet fall eo e ideoù –, daoust d’ur guchennad chanterioù e ra berzh ganto (Ti Kodak hag ar garaj Renault e Kemper, an ti karres e Landerne). Med un digarez eo iwe da dostaad ouzh Alamagn an nasied ema o c’hortos diganti un taol sikour ewid sevel ur Stad breton distag eus ar Frañs. Daremprejoù en deus Mordrel gant tud en tu all d’ar Rhin, ha pa grog ar bresel e kav repu e Berlin e-lec’h ma labour a-eneb ar Frañs, ar pezh a lak anezañ da vezañ kondaonet d’ar maro daoust dezañ nompas bezañ en e brosses.
E-pad an hañv 1940, e teu en dro da Vreizh ha klask a ra sevel en-dro ar PNB a-benn prouiñ d’an Alamagn e c’hell lakaad ur Vreizh distag da dalvezoud. Med an Almanted a deu d’o soñj e kemer Mordrel re a blass ha skarzhañ a reont hemañ diouzh renerezh ar PNB, ewid lakaad Raymond Delaporte en e blass, ha kass anezañ d’an Alamagn. Distro da Vreizh e 1941, e sav Stur en-dro. E-unan en Emsav, e labour ewid an SD hag ober a ra marc’had du gant re an SS. D’e soñj e vo saveteet Breizh hag ar Frañs a-drugarez d’an Europ newez lakaet da dalvezoud gant an Trede Reich.
E mis eost 1994 e kav repu en Alamagn ha kemer a ra perzh e-barzh komite Jacques Doriot, araog mont kuit war-zu an Itali ewid chom heb bezañ paket gant an Amerikaned. Paket gant ar Saoson e achap kuit hag en em gavoud a ra en-dro gant e familh e Rom, ma kav bod en ur c’houent. E 1948, a-drugarez da sikour ur bern tud a Ilis, ez a d’an Arjentin, hag eñ kondaonet d’ar maro daoust dezañ nompas bezañ en e brosses. Er vro-mañ, en ur gontinuiñ da skrivañ, d’ar Bretagne réelle dreist oll, e ra meur a labour : tresser, perc’henn eus ur stal souvenirioù hag un otel da c’houde.
E 1972 e teu en-dro da Vreizh, e-lec’h ma skriv e eñvorennoù. Klask a ra kaoud ur plass en-dro en Emsav nassionalist ha tostaad ouzh an Tu dehou Newez. Marwet eo e 1985.