Gabriel Thierry
O chom e Roazhon emañ ar c’hazetenner Gabriel Thierry. E miz here 2017 e oa bet embannet gant Les Éditions du coin de la rue, al levr Bier Breizh, bet savet gantañ ha skeudennaouet gant Benjamin Keltz. Ur vedalenn arem a oa bet roet d’al levr-se e rumm bier ar priz Gourmand Awards. Daou levr all zo bet savet gantañ diwar ar bier : War hent ar bier en Norzh-Pas-de-Calais ha Hent ar bier en Elzas.