Petra zo kaoz e ra berzh bier Breizh ?

Aozer : Gabriel Thierry / Gwengolo 2020
Arvarus pe Dimezell a vez graet dioute. O paotañ emañ ar breserezhioù e Breizh evel m’en diskouez an daou seurt bier-se, nevez-breset e Penn-ar-Bed hag e departamant an Arvor e-doug ar bloavezh 2018. Ouzhpenn 110 dioute zo bremañ er pemp departamant, ken niverus ken emañ Breizh e-touez rannvroioù kentañ ar Stad c’hall vit a sell ouzh ar bresañ bier. Embregerezhioù bras eo lod eus ar breserezhioù-se a werzh bier e Bro-Frañs a-bezh ha pelloc’h c’hoazh. Reoù all avat n’eus dioute nemet unan eus produennoù ur menaj pe disoc’h ur sorc’henn aet da wir e foñs ul loch.

Rekipeoù Belgia, Alamagn, Breizh-Veur pe ar Stadoù-unanet an hini a vez aozet e mod Breizh gant ar breserezhioù-se. Chom a ra lod eus an everien feal d’ar merk-mañ-merk tra ma vez reoù all o klask nevezintioù ingal. Sko ouzh ar bier izelc’hoet (lager) eta e kaver bier gwinizh, ale, porter, stout pe India pale ale, ur seurt bier a c’hiz nevez deuet eus ar Stadoù-unanet, c’hwerv ha blaz ar frouezh ganti war un dro. Teñzorioù bihan zo en o zouez ivez, evel ar bier a vez laosket da zareviñ e-pad tri bloaz e fustoù koad-derv e-tal lenn ar Wernledan, hag a ranker mont da gaout war al lec’h.

Un hir a istor

N’eo ket gant o begoù a-dreuz ec’h a ar Vretoned d’an evajoù nevez-se eta. Rak digor frank eo o gourlañchennoù d’ar bier, ur voeson a farder diwar edeier goet, heizh dreist holl ; ha ken tomm all eo o c’halonoù da produennoù ar Vro. Plijout a ra dezhe tañva ar blazioù nevez-fardet gant an embregerezhioù-se, ken dishañval o skeudenn diouzh hini renkadur strizh ha trist estajerennoù hir-divent ar gourmarc’hadoù. Bier lies ha kemmesk o frond an hini a vez klask warne hiviziken ha n’eo ket kozh bier a litradoù ken, aet o fratik en tu all da vro ar bara un tamm mat zo bremañ.

Kartenn bost. Le Carton voyageur AA00055822

Ha pa vefe pres o krouiñ embregerezhioù bresañ bier en deizioù a-vremañ, n’eo ket ken nevez al lañs-se, e Breizh da gentañ-penn. E 1985 o doa kaset Christian Blanchard ha Jean-François Malgorn, daou baotr eus Penn-ar-Bed, o hunvre da wir : digeriñ ur stal bresañ bier e Montroulez : « Les Deux Rivières » hech anv, deuet da vezañ « Coreff » goude-se, un anv mil-vrudet hirie. En em dommet e oa an daou reder-se d’ar bier artizanel mat pa oant bet o redek ar marathon e Bro Gembre. Arouez Bier Breizh eo o breserezh hiviziken

Da heul an daou baotr-se, bet implijidi ur bank, e tiflukas kalz a vreserezhioù munut e Bro-C’hall hag e Breizh : Sainte-Colombe, Lancelot, Tri Martolod…A bep seurt tud a grogas er vicher nevez-se neuze : labourerien-douar, embregerien, sutudierien ha kelennerien, hêred un henvoaz a gozh anezhe, rak e 1624 e oa bet savet e Kemper kentañ breserezh Breizh. Pelloc’h c’hoazh avat e veze breset bier pe kourev, un evaj tennet diwar edeier goet, hañval awalc’h ouzh ar bier, plant c’hwerv ennañ e lec’h houpez. N’eo ket aezet avat d’an arkeologourien kavout roudoù eus ar breserezhioù kozh-se.

Un deiziadur bruderezh evit ar bier Graff e 1928. Mirdi Breizh 998.0009.1Adalek an dispac’h greantel e tapas ar bresañ bier e lañs da vat. Bep m’en em veske ar pobladoù ha m’ac’h ae an teknikoù war-raok e teue ar bier da vezañ stabiloc’h ha sklaeroc’h. E deroù an XIXvet kantved e voe roet un taol lañs da vreserezh Pondi gant Henri Duringer, ur Bavariad bet tabouliner en arme c’hall. E Roazhon e voe krouet e stal-eñ gant Jacques-Joseph Graff, ur marc’hadour gwin eus Strasburg bet kuitaet Elzas-Lotaringia gantañ pa oa bet lonket gant ar Brusianed e 1870. E deroù ar bloavezhioù 2000 e voe serret e stal, bet unan eus fleurennoù barr ar greanterezh e Roazhon, pell goude bezañ bet prenet gant ar breserezh bras « La Meuse » a zo deuet da vezañ BSN (Danone) abaoe.

Berzh dibaouez 

Ur gwir ekosistem an hini ac’h a da heul breserezhioù Breizh en deiz a hirie. Doujañ strizh d’ur rekipe an hini eo bresañ bier, ne vern e pelec’h e vezer, e Gwened koulz hag e Rijsel (Lille). Klask a ra meur a hini en em staliañ e Breizh avat, hag ober gant danvez mat ar vro a reont. Ur gevredigezh, De la terre à la Bière hec’h anv, zo bet savet zoken, gant ur strollad peizanted a c’hounez heiz a-ratozh d’ober bier.

Bruderezh evit Breserezh Sant-Brieg. Mirdi Breizh 982.0008.2363

Hiviziken e c’heller kas an heiz-se da valt e Breizh. Ouzhpenn ar stal vihan Malt Fabrique hag a rae dour-heiz hec’h-unan e oa bet digoret Yec’hed Malt en hañv 2017 e-kichen Gwened, hag ur valterezh all harp ouzh an tri braserezh brasañ e Breizh a vo digoret a-benn 2019. Un dramm a vank c’hoazh avat evit ma c’hallor bresañ bier a Vreizh da vat : houpez an hini eo. N’eo ket ar raktresoù a vank p’emañ an houpezeg Le Champ du Houblon, e Liger-Atlantel, gant hec’h eil eostad. Houpezeier all zo bet krouet d’he heul, er-maez eus bro gozh an houpez e norzh Bro-c’hall hag en Elzas, ha div dioute zo war-nes bezañ staliet e Breizh. Pres zo gant ar vreserien tennañ o mad dioute… ha sec’hed bras gant ar Vretoned.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gabriel Thierry, « Petra zo kaoz e ra berzh bier Breizh ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/petra-zo-kaoz-e-ra-berzh-bier-breizh

Levrlennadurezh

  • Thierry Gabriel, La bière bretonne, histoire, renaissance et nouvelle vague, Rennes, Les éditions du coin de la rue, 2017.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité