Ul lec’hienn annezet abaoe an Henamzer
War-dro 300 goude JK e voe savet ur c’hreñvlec’h eno hag a zalc’has penn ouzh an Normaned pelloc’h e deroù an Xvet kantved. Ar porzh avat, bet savet war ribl un aber bihan, ne veze ket kalz a fred ennañ a-raok ar XIVvet kantved pa dalvezas d’ar Saozon d’en em ziazezañ e Breizh. War o lerc’h avat e reas duged Breizh o forzh mor pennañ dioutañ, a-raok ma voe lakaet o c’hrabanoù warnañ gant rouaned Bro-C’hall.
Emañ mirdi broadel ar verdeadurezh e Brest o paouez embann ur vuhezekadenn deirmentek (3M) enlinenn diwar gastell Brest war-dro 1480, da vare an dugez Anna. Savet eo bet an animasion-se gant Thierry le Masson, ezel poellgor luc’hskeudenniñ ha kleweled ar rannvro, diwar studiadennoù Jean-Michel Simon, Alain Boulaire ha Jean-Yves Besselière, istorourien anezhe. Perzh eo ar video-se eus ur rummad pemp oberenn 3M hag a zispleg penaos e oa emdroet savadur ar porzh da goulzioù pennañ istor Brest, eus kastell kozh ar C’halianed romanekaet betek nevezintioù Vauban, dre gastell an duged hag annez an dugez Anna.
Orin : info-histoire.com
E-kreiz brezelioù ar rouaned
Kreñva et e voe koulz kastell ha kêr Vrest e fin ar XVIvet kantved. Er bloavezhioù 1630, da vare Richelieu, e voe staliet ur chanter sevel bigi war glannoù ar Benfell. Da vare Colbert avat, pa oa-eñ ministr ar verdeadurezh eus 1669 da 1683, e teuas Brest da vezañ arsanailh pennañ morlu ar rouantelezh, adkempennet he forzh ha modernaet he gwarez. Dalc’het e voe da zegas kresk dezhi c’hoazh er c’hantved war-lerc’h, o sevel ar vagazenn veur hag ar galeoù, hag o ledanaat an aber da gleuziañ poulloù-radoub ha lennoù-morañ ennañ. Eus Brest, adalek fin ar XVIIvet kantved betek an Dispac’h an hini e loc’has ar flodadoù brezel a-enep ar Saozon hag an Hollandiz, koulz hag ar pourvezioù a veze kaset war vag d’an emsavidi da goulz brezel Amerika (1778-1783). Eus Brest ivez e loc’has dilec’hadegoù skiantel Bougainville (1766), De la Pérouse ha Fleuriot de Langle (1785). Taolioù gwenn pe taolioù-reuz zoken a voe eus kalz eus ar moradegoù-se : (krogadoù Bézéviers [1690], les Cardinaux [1759] hag all...), ha pa veze un nebeud taolioù-kaer ivez (krogad la Surveillante e1779).
Troc’h an Dispac’h ha teknologiezhioù nevez
E deroù an Dispac’h e voe lakaet porzh Brest hag ar morlu war o genou abalamour da divroañ ur c’halz eus an ofisourien vor, dismantr Akademiezh roueel ar verdeadurezh ha disentegezh ar vartoloded. War wellaat ez eas an traoù tamm-ha-tamm goude-se pa voent adlakaet en o reizh gant Jeanbon Saint-André hag adlañset ar sevel-bigi gant Jacques-Noel Sané. Da goulz an Impalaeriezh kentañ avat en em gavas Brest dibres betek re daoust da oberiantiz ar prefed a vor Louis-Marie Caffarelli. Sac’het evel ma oa gant ar Saozon ne glaskas ket nemeur ar flodad kuitaat al lennvor ha mont a reas an arsanailh d’an traoñ.
Ha pa oa bet krouet ar Skol verdeiñ e 1830 ne dapas ket ar porzh hag an arsanailh ul lañs a-raok 1840, pa voe degemeret an teknikoù nevez (kouc’hoù metal, bigi kaset dre nerzh an aezhenn-dour) e atalieroù savet a-ratozh, evel reoù ar Gapusined. Da goulz an eil Impalaeriezh avat e kreskas ar porzh muioc’h evit biskoazh, dreist-holl abalamour d’ar stegn ma oa deuet an darempredoù da vezañ gant Bro-Saoz. E 1865 e voe savet skouadrenn ar Meurvor ha moret e veze batimantoù nevez e-leizh gant an arsanailh, bet nevesaet hag adframmet (poulloù-morañ nevez, brasaet atalieroù ar Gapusined, berzet glannoù ar Benfell ouzh an dud disoudard).
War dalbenn ar brezelioù war vor
Adalek 1889, dre ma oa deuet re enk an aber e voe savet ur chaoser da reiñ gwasked d’ur vorlenn ma voe toullet div lenn-radoub vras war he glannoù e Lanninon. E keit-se e voe gwarezet trowardroioù kêr Vrest gant mogerioù kreñv. A-drugarez d’ar chaoser-se e c’hellas kalz a vagadoù soudarded estren, tost da 800 000 Amerikan en o zouez, dilestrañ e Brest e-pad ar Brezel Bed Kentañ. Adalek ar bloavezhioù 1920 e voe moret listri nevez gant an arsanailh, morrederien, listri-spluj ha batimantoù an donvor goude-se, bep ma save trouz an armoù diouzh tu Alamagn.
D’an 19 a viz even 1940 ez antreas an Alamanted e Brest hag int d’ober anezhi unan eus o diazlec’hioù pennañ, bombezet stank gant ar Saozon kerkent ha miz eost. Pa voe dieubet Brest ne chome maen ebet en e sav er porzh-brezel ha heul seziz kêr ha taolioù tarvañ an alouberien.
Perzh ar morlu war goazhañ
Er bloavezhioù war-lerc’h e voe adsavet an tier hag an oberennoù bet distrujet pe gwall skoet ha dont a reas Lanninon da vezañ kalon tolead ar porzh. Ha pa voe savet pe peurachuet un nebeud batimantoù bras c’hoazh er bloavezhioù 1950, e koazhas tamm-ha-tamm kefridi brezel porzh Brest. Al lestr dougen kirri-nij Charles de Gaulle eo ar vatimant vras ziwezhañ a voe savet eno. Hiviziken ne ra an arsanailh nemet war-dro an adkempenn hag an dresañ listri. Gant fin ar brezel yen ha bep ma tilec’hie ar brezelioù war-zu su ar bed e veze lamet muioc’h-mui a listri digant porzh Brest ha p’emañ c’hoazh er vorlenn porzh diazez al listri-spluj nukleel tennañ misiloù. Disteraet eo a-galz plas ha perzh an arsanailh hag ar porzh brezel en ur gêr liesaet he fred hag he c’hefridioù.
Bet troet diwar ar galleg gant J-D Robin