Brezel Hêrezh Breizh (1341-1364)

Aozer : Laurence Moal / Ebrel 2022
D’an 30 a viz Ebrel 1341 e varvas an dug Yann III, dishêr hag hep bezañ bet roet anv unan bennak da susitour dezhañ. Daou zen a c’houlenne groñs bezañ lakaet war dron an dug : e nizez diouzh un tu, Janed Pentevr, a oa dimezet da Charlez Bleaz, niz roue Bro-C’hall ; ha diouzh un tu all e hanter-vreur Yann, kont Moñforzh. Tarzhañ a reas ar brezel diabarzh a badas 23 bloaz.

Un enkadenn dinastek

Lakaet o deus an daou zanvez dug o c’hred e barnadenn Fulup VI, roue Bro-C’hall, ha kaset e oa an afer dirak lez-varn ar Birien e parlamant Pariz e miz Eost. Daou breder lezennek a yae neuze an eil enep egile. An hini kentañ, kaset gant Janed Pentevr, diazezet war gustum Breizh, a zegemere ar fed dileuriañ ar maouezed hag o gwirioù. Embann a rae sklaer he doa he flas war dron an dugelezh dre m’he doa bet da hêrezh gwirioù he zad Gi Pentevr, breur yaoua Yann III. Evel-se e c’helle dont da vezañ dugez ha ren dre hanterouriezh he gwaz, Charlez Bleiz, a zeufe da vezañ  belier, pezh a oa bet c’hoarvezet da vare an dugezed Konstanzahag Alis.

Hêrezh Breizh. Duged Breizh, gant o bloavezhioù ren meneget aze e lizherennoù druz er c’hombodoù griz.

Yann Moñforzh, diouzh e du, a c’houlenne groñs kaout an tron evitañ dre ma oa an hêr par an tostañ en-vev, dre ma oa mab diwar eil eured Arzhur II gant Yolanda Dreux. Diazezet e oa e arguzennoù war gustum hollek rouantelezh ar Frañs. Lakaat a rae war-wel e oa statud Breizh o vezañ hini un dugelezh-parelezh abaoe 1297 koulz ha pennaenn ar souvereniezh gall e Breizh. Diazezet e oa Moñforzh ivez war ur mod diskleriañ al lezenn saliek, pezh en doa roet tro da Fulup VI da gas Edouarzh II kuit diouzh kurunenn ar roue, ha gant-se e oa bet tarzhet un enkadenn bolitikel ha boulc’het taolioù-brezel ar Brezel Kant Vloaz.

Gant Fulup VI e voe harpet Janed Pentevr, rak euredet e oa bet homañ gant Charlez Bleaz, mab yaouañ Gi Chatillon, kont Bleaz, ha Marc’harid Valois, c’hoar da Fulup VI. Ouzhpenn bezañ niz da roue bro-C’hall e oa perc’henn Charlez gant domani ar re Bleaz-Pentevr, pezh a zigore dezhañ dorioù ur rouedad uhelidi ledan o c’halloud.

Fulup VI  Valois ha Yann  Moñforzh. Gallica / Levraoueg broadel Bro-C’hall: Enlivadur Kronikennoù Bro-Saoz (munud), 76, f° 45 v°Nac’het en deus Yann Moñforzh da zegemer ur varnedigezh a oa hentet betek re gant abegoù politikel. Deuet e oa tre e kêr an Naoned evit klevet tud ar bobl o youal dezhañ. Gant un nebeud eus e heulierien e krogas da lakaat e grabanoù war an dugelezh. Galvez e oa bet da Bariz evit klevet barnadenn lez ar Birien o rebech outañ bezañ marc’hataet gant ar Saozon. Dirak kement a c’hourdrouz e kavas gwelloc’h kaout repu en Naoned, nebeut a-raok disoc’h ar varnedigezh moarvat. D’ar 7 a viz Gwengolo 1341 ec’h embanne diferad Conflans-Sainte-Honorine bezañ a-du gant Charlez Bleaz a c’hellas neuze leañ gwazoniezh sujet da gurunenn ar roue, e anv e wreg.

Ur brezel diabarzh hir

Alies e roer poltred ur vro daouhanteret : Breizh Uhel ha noblañsoù uhel eus tu Bleaz, pa oa an noblañs izel ha Breizh-Izel diouzh tu Moñforzh. Met an traoù ne oant ket ken splann a-se. Rannet e oa ar vourc’hizien. Meur a soudard a veze prest da dreiñ kein ha mont da soudard evit an hini a baee ar gwellañ. Evit ar bobl vunud, avat, ne oa met rivinoù da c’hortoz digant ar brezel : gwaskerezh, preizherezh, rañson, ha tailhoù ouzhpenn. Ur brezel a sezizoù hag enep-sezisoù e oa brezel an Hêrezh, gant tagadennoù hag argadennoù. Evit ma vefe kaset da benn un emgann a-bennek e ranked kaout asant an div arme da zont tal-ouzh-tal. Met peurliesañ e klasked tremen e-bioù da seurt diskoulm, hag a bep eil e kaved pennadoù treverz ha marc'hatadennoù, ha pennadoù emgannoù.

Breizh : un dachenn evit ar Brezel Kant Vloaz

Adalek penn-kentañ ar brezel diabarzh e weled diavaezidi oc’h emellout er brezel: roue Frañs tro-kein Bleaz, roue Bro-Saoz a-dreñv da Voñforzh. Ha keit ma ne oa ket bet eus un emgann sklaer e zisoc’h e chome luget ar brezel, dreist-holl pa ranke pep tu ober gant un diouer a rener evit ur pennad mat a amzer. Paket e oa Yann Moñforzh en Naoned e dibenn ar bloaz 1341, ha toullbac’het e Pariz. E wreg Janed Flandrez eo a gemeras e blas. Divac’het e voe Yann Moñforzh war e c’her, met nebeut war-lerc’h e varvas en un doare amsklaer, d’ar 26 a viz Gwengolo 1345. War e lerc’h e chomas e vab Yann, bet desavet e lez roue Bro-Saoz dindan ur gward roueel strizh-meurbet. Charlez Bleaz, diouzh e du, a voe paket e-doug seziz ar Roc’h-Derrien, a-raok bezañ kaset da Vro-Saoz lec’h ma chomas bac’het e-pad nav bloaz.

Charlez Bleaz paket gant ar Saozon en emgann ar Roc’h-Derrien (1347). Enlivadur Kronikennoù Jean Froissart gant atalier Loyset Liédet. Gallica Levraoueg Broadel Bro-C’hall : ms fr. 2643, f° 180.Edouarzh III roue Bro-Saoz ne felle ket dezhañ lakaat un terme d’ur brezel hag a zegase dezhañ gounidoù diwar rañsonioù ar Vretoned, ha kargoù arc’hantus evit trugarekaat e gabitened. War hent an Akitania e oa Breizh, da lâret eo ul lec’h strategek evitañ da ziazez evit gellet dilestrañ e soudarded eus Bro-Saoz. Diouzh e du e felle da roue Bro-C’hall mirout e levezon war an dugelezh.

E miz Gouere 1362 ec’h embannas Edouarzh III e oa erru Yann Moñforzh dindan e oad, pezh a aotree anezhañ da lestrañ evit an dugelezh lec’h m’en doa da zifenn e lod, gant skoazell ar soudarded Saoz.

Holl-vezant e oa ar marc’hatadennoù e-doug Brezel an Hêrezh, ha ne oa ket e Breizh hepken. Ne oa ket bet a droc’h en darempredoù diplomatek e-doug ar Brezel Kant Vloaz, ha niverusoc’h e oa bet ar c’huzuliadegoù eget an emgannoù meur. Gwir eo e oa lakaet en arvar pezh a yae d’ober ar peoc’h dre vras, ha neuze e tivizas roue Bro-C’hall koulz hag hini Bro-Saoz da vont a-du gant staliañ ur bodad savet a-ratozh evit kempouezañ an dizemglev. Evel-se e oa bet kinniget un emglev gant an daou du : mont a rafe an dugelezh da Charlez Bleaz, war-bouez an tri eskopti e Su ar vro a yafe da Yann Moñforzh. Bout e chomas ar raktres. Torret en emglev etre ar Saozon hag ar C’hallaoued e 1362, bout e chomas ar bodad tolpet e Saint-Omer, ha gant dismantr hunvreoù ar peoc’h ec’h adkrogas ar brezel diabarzh. Divizet e oa bet gant an daou du da dalañ an eil ouzh egile en un emgann a-bennek war ar maez don, e lanneier Evrann, d’an 24 a viz Gouere1363, e Hanter-Hent etre Josilin ha Ploermael, e-tal an dervenn ma oa c’hoarvezet emgann an Tregont e 1351 dirazi. Met ne zeuas ket Charlez Bleaz. Adkroget e voe gant ar marc’hatadennoù evit diskoulmañ an tabut, war an diazez ma vefe daouhanteret an dugelezh e-doug ar goañv 1363-1364, e kêr Poitiers? met ar wech-mañ dindan evezh Edouarzh, priñs Kembre (lesanvet ar Priñs Du). Met dibosupl lakaat an daou geveler d’en em glevet.

Goude ma voe bet torret ar strivoù difachañ e Poitiers, e oa bet pep hini diouzh e du o prientiñ ar vrezeliadenn bennañ a vefe en hañv 1364. Deuet e oa an diskoulm gant emgann Alre d’an 29 a viz Gwengolo 1364  lec’h ma varvas Charlez Bleaz, en ur leuskel an trec’h gant Yann Moñforzh. Ha goude kevreier e voe sinet feuremglev Gwenrann d’an 12 a viz Ebrel 1365  a anaveze ar gwir da Yann Moñforzh da vezañ dug nemetañ e Breizh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurence Moal, « Brezel Hêrezh Breizh (1341-1364) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 25/04/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/brezel-herezh-breizh-1341-1364

LEVRLENNADUR : 

 

  • Graham-Goering Erika, Jones Michael et Yeurc’h Bertrand, avec la collaboration de Charon, Philippe, Aux origines de la guerre de Succession de Bretagne. Documents (1341-1342), Rennes, Presses universitaires de Rennes - Société d’histoire et d’archéologie de Bretagne, 2019.
  • Moal Laurence, Auray, 1364 : un combat pour la Bretagne, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2012.
  • Bove Boris, Le temps de la guerre de Cent Ans, Paris, Belin, 2009.
  • Cornette Joël, Histoire de la Bretagne et des Bretons, Paris, Seuil, 2008.
  • Cassard Jean-Christophe,  La Guerre de Succession de Bretagne, Spezet, Coop Breizh, 2006.
  • Gicquel Yvonig, Le Combat des trente, Spezet, Coop Breizh, 2004.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité