Carrier e Naoned da vare ar spont bras

Aozer : Anne Rolland-Boulestrau / Du 2016
Daoust da araokadennoù prim ha dic’hortoz emsavadeg ar Vañde abaoe he derou e miz Meurzh 1793 e voe stanket en hañvezh war-lerc’h. Prizonidi niverus a voe kaset da vac’hoù Naoned. E miz Gwengolo 1793 e teuas Carrier e Naoned da gelaoua evit ar Goñvañsion diwar ar brezel diabarzh. Mont a reas pell en tu all d’e gefridi hag aozañ a reas ar Spont bras e Naoned. Abaoe miz Meurzh 1793 e oa nec’het kuzul-kêr Naoned gant araokadennoù ar Vañdeiz. E fin miz Even 1793 e tegouezhas ar pezh a oa da vezañ : erru an emsavidi e toull-dor kêr ha war-nes aloubiñ anezhi. Gloazet-marv e voe o fenn-bras Jacques Cathelineau war blasenn Viarmes. Kerkent e krogas Naonediz da zisparfoeltrañ ar Vañdeiz ha da zifenn o c’hêr. Ne voent ket meulet evit afer-se, pell a-se memes, pa voent lakaet da federalisted, da lâret eo mignoned d’ar Jiroñdined ha da gêr Lyon a c’houlenne ma vije kempouezet galloudoù Pariz ha re ar proviñsoù.

Abaoe miz Meurzh 1793 e oa nec’het kuzul-kêr Naoned gant araokadennoù ar Vañdeiz. E fin miz Even 1793 e tegouezhas ar pezh a oa da vezañ : erru an emsavidi e toull-dor kêr ha war-nes aloubiñ anezhi. Gloazet-marv e voe o fenn-bras Jacques Cathelineau war blasenn Viarmes. Kerkent e krogas Naonediz da zisparfoeltrañ ar Vañdeiz ha da zifenn o c’hêr. Ne voent ket meulet evit afer-se, pell a-se memes, pa voent lakaet da federalisted, da lâret eo mignoned d’ar Jiroñdined ha da gêr Lyon a c’houlenne ma vije kempouezet galloudoù Pariz ha re ar proviñsoù.

Carrier, kannad ar bobl e Naoned

O welet kement-se e c’houlennas izili eus Komite ar « Salud publik » ma vije kaset da Naoned un dileuriad eus ar bobl, da lâret eo ur c’hannad er Goñvañsion, evit e gelaouiñ diwar ar brezel diabarzh ha kadarnaat galloud ar Republik e broioù ar c’hornôg.

Anv Carrier an hini a voe kinniget neuze gant Hérault de Séchelles. Brudet e oa paotr ar Goñvañsion abaoe m’en doa kinniget diouennañ ar Vañdeiz o poezoniñ ar puñsoù. Kontañ gant ar Gorderien a c’helle Carrier ober ivez rak ezel e oa eus ar c’hleub-se, ha kement all gant lod eus ar « Re dilavreg » hag eus an hebertisted. E fin miz Gwengolo 1793 e tegouezhas Carrier e Naoned, daou gefridi dezhañ : c’hwennat ar galloudoù lec’hel ha barnañ ar brizonidi bet harzet er Vañde. Kreñvaat porzh Naoned a ranke ober, un nor strategiel anezhañ pa gleved stankoc’h-stankañ brud un irienn e gor gant ar Saozon hag ar Vañdeiz. Leun-kouch e oa bac’hoù Naoned ouzhpenn-se, betek lakaat surentez ha yec’hed an Naonediz en arvar (kaoz a vosenn a veze stankoc’h-stankañ e kêr hag er maezioù tro-war-dro). Dilezet e oa ar brizonidi en dienez vras : diouer a voued, a zour hag a soagn. Muioc’h-mui a oa anezhe bep ma veze trec’het arme Vañde, e norzh al Liger (Troiad Gwalarn) koulz hag er su.

Carrier ha justis an Dispac’h

J.B. Carrier bet ganet e Yolet dep. ar C’hantal e 1756. Kannad er Goñvañsion. Tamallet d’ar 5 a frimaire ha kondaonet d’ar marv d’ar 26  a frimaire : [stamp] / treset gant F . Bonneville diwar ar gwel anezhañ el lez-varn e miz du 1794. BNF


D’an 30 a viz Here e savas Carrier ul lez-varn dispac’hel hollc’halloudus : Kondaonet e veze d’ar marv kement hini a veze lakaet da « enebour an Dispac’h », koulz lâret ur Vañdead. Ne c’helled kas galv ebet a-enep ar varnidigezh a veze sevenet kerkent hag embannet. Ar veleien didou ar re gentañ a voe kaset d’ar marv er mod dibabet gant Carrier : beuzadegoù er c’hobiri, bagoù plat anezhe, nebeut a dalvoudegezh dezhe hag aezet o c’has d’an traoñ. Koulz prizonidi diforzh ha beleien a voe beuzet er mod-se e  fin ar bloavezh 1793 hag e deroù 1794. Ne goachas ket Carrier ar mod ma kase ar brizonidi d’ar marv ouzh derezioù uhelañ ar galloud, pa n’en doa douetañs ebet war reizhted e justis dispac’hel. Adalek miz Du 1793 e teuas e rentaoù-da vezañ muioc’h-mui goapaüs ha dismegañsus ouzh ar boan gouzañvet hag ouzh denelezh e enebourien. Skrivet en doa diwar beleien bet beuzet : « Aet int d’ar strad kerkent hag urzhiet oute » hag estlammañ c’hoazh : « Al Liger, dispac’helat a froud anezhi ! ». Marvailhat a rae diwar « burzhudoù al Liger bet lonket c’hoazh ganti 360 enebour an Dispac’h » hag ober « ar gibell vroadel » anezhi. Goût a ouie ervat koulz Komite ar Salud publik hag ar Goñvañsion petra a oa o c’hoarvezout e Naoned, met ne raent seurt ebet evit c’hoazh.

E miz C’hwevrer 1794 e rankas Carrier talañ ouzh tagadennoù Marc-Antoine Jullien, bet kaset eno gant ar Goñvañsion ivez, a ziskuilhas e dorfedoù da Robespierre ha da Gomite ar Salud publik. Rebechiñ a reas outañ aloubiñ ar galloudoù lec’hel ha re e geneiled, hag a-benn ar fin e  tamallas dezhañ bezañ ur mac’homer republikaned. Goulenn a reas Carrier dont d’e garg kannad en-dro neuze. Kuitaat a reas Naoned d’an 8 a viz C’hwevrer 1794 ha mont da baboriñ war e glud er Goñvañsion, stad ennañ gant al labour kaset gantañ « evit brasañ mad » an Naonediz.

 

Carrier ha dilerc’h Thermidor

Kemer a reas Carrier perzh e diskar Robespierre e Thermidor ar bloavezh II (28 a viz Gouere 1794). Ne ziwallas ket avat diouzh un darvoud kozh a voe diskoachet d’ar poent mat e fin ar bloavezh 1794, dres pa save muioc’h-mui a damalladennoù diwar ar gwalldaolioù bet gouzañvet gant dileuridi ar bobl er proviñsoù. (koulz er « C’hornôg » hag e traonienn ar Ron). Da vare e gefridi e Naoned en doa lakaet Carrier herzel 132 a varc’hadourien hag a uhelidi abalamour ma klemment ouzh ren ar Spont e kêr. O c’haset en doa da lez-varn an Dispac’h e Pariz, dre Angers e lec’h ma konte gant keneiled dezhañ, boas da vont dre nerzh eveltañ, evit o c’has diwar-wel eno, da vat ha da viken. N’eo ket evel-se e voe kont avat ha kaset e voe an Naonediz da vac’hoù Pariz. War-lerc’h Thermidor e skrivas ar re a oa bev c’hoazh (94 anezhe) rentaoù-kont tagus ouzh obererezh Carrier ha difretañ a rejont o c’houlenn prosez. Ha meur a Goñvañsionad da dreiñ a-enep Carrier a-benn neuze, re vrav dezhe kavout ur c’hakouz da lakaat ar vec’h warnañ kement ha kas d’an ankounac’h o zorfedoù-int da vare ar Spont bras. Harzet e voe Carrier d’an 23 a viz Du 1794 ha digoret e brosez kerkent. E korf teir sizhunvezh e oa kaset e afer da benn : lakaet e voe da enebour an Dispac’h ha dibennet war blasenn an Traezh e Pariz, d’ar 16 a viz Kerzu 1794.
Dres evel Robespierre, lakaet da hini nemetañ kablus eus ar Spont ha bet dibennet en hañv 1794 e sammas skeudenn Carrier holl dorfedoù ar Spont bras er proviñsoù.  Ne dalvezas ket e varv da zispakañ an tabutoù. Er c’hontrefed, o mougañ an hini e voe.

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

Levrlennadur

  • Gérard Alain, Par principe d’humanité… La Terreur et la Vendée, Paris, Fayard, 1998.
  • Gomez-Le Chevanton Corinne, Carrier et la Révolution française en 30 questions, La Crèche, Geste éditions, 2004.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù