Diskouezet mat eo bet gant Corinne Gomez-le Chevanton pe emzalc’h e oa bet hini an Naonediz, 80 000 a dud d’ar c’houlz-se, da vare an Dispac’h. Dilavar e oa chomet ar pep brasañ anezhe, spontet ha diseblant war un dro ouzh planedenn griz emsavidi ar Vañde, e keit ma oa Carrier o kas e reuz eno. Bet e oa un nebeud anezhe o klemm gant gwel ar c’horfoù kaset gant an dour betek genou al Liger e Sant-Nazer, ha graet e oa bet e seurt na vije ket re a glemmoù goude-se. Reoù all, bet test eus ar beuzadegoù, a davas betek an deiz ma c’helljont komz nepaon, da goulz prosezioù bras fin 1794. Dic’houest e voent c’hoazh avat da sevel a-du gant ar c’houzañvidi, o tegas evel-se, hep goût dezhe, un testenni ouzhpenn war ar bras ma oa bet ar Spont er vro er goañvezh 1793-94.
E gwirionez e rae van kêr Naoned ouzh an darvoudoù. Abadennoù a veze ingal er c’hoariva. Ar boued ne vanke ket. Brav e oa ar vuhez e kêr daoust d’ar brezel a oa o kas e reuz tro-war-dro. Goude Thermidor ha prosez Carrier e reas an Naonediz o seizh gwellañ evit ma vije ankouaet o ferzh dibar e moustrerezh ar Vañde emsavet. Arru e oa koulz an adsevel hag an ankounac’h.
Kêr Naoned da vare ar Spont bras
Aozer : Anne Rolland-Boulestrau / Du 2016
MENEGIÑ AR PENNAD
Aozer : Anne Rolland-Boulestrau, « Kêr Naoned da vare ar Spont bras », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/11/2016.
Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ker-naoned-da-vare-ar-spont-bras
Aozer : Anne Rolland-Boulestrau
Maitre de conférence à Angers, UCO