Niver ar beuzadegoù

Aozer : Anne Rolland-Boulestrau / Du 2016

« Euredoù republikan » Diell : J.Aubert – Beuzadegoù Naoned e 1793 [1024x768] «  Euredoù republikan ». Beuzadegoù Naoned gant Joseph Aubert, 1882. Dastumadeg Mirdi Arz hag Istor Cholet. Foto Mathilde Richard. N° 996.003.1

Tabut zo c’hoazh war niver ar beuzadegoù rak gant meur a aozadur republikan distag , eus komision an armeoù betek lez-varrn an Dispac’h, e veze kondaonet « briganted ar Vañde » d’ar marv. Kenlabourat a ranke an arme hag ar justis ober e Naoned, tra ma oa Carrier o pilañ emsavadeg ar Vañdeiz.
Ouzhpenn-se, ha pa c’hell an istorourien kemer harp ouzh renabloù resis ar barnadennoù - 3 458 den bet kondaonet d’ar marv en holl – ne ouzont dare pet a veuzadegoù a oa bet – eus 7 da 11 hervez an testoù – na kennebeut all pet a dud a oa bet beuzet - etre 1 800 ha 4 800 den bet kaset d’ar marv kuit a rentañ-kont ofisiel ebet.

Techet e oa ivez lod eus kompiri Carrier, bet lakaet e kaoz goude Thermidor, da deurel ar vec’h war e gein ouzhpenn e gont, kement ha klask en em zisammañ o-unan eus o c’hiriegezh. Da lâras ar re-se e vije bet beuzet 9 000 a dud.

Da goulz prosez Carrier e savas ur vrud eus ar re euzhusañ war ar mod ma oa bet kaset an dud d’ar marv.  « Euredoù republikan » an hini veze graet eus ar c’hoari kriz-se ma veze ereet prizonidi an eil ouzh egile - gwazed kozh alies  – beleien didou en o zouez – asambles gant merc’hed yaouank lakaet en noazh – kement hag izelaat ar brizonidi c’hoazh kent teurel anezhe d’an dour. Kaset e voe keloù d’ar Goñvañsion diwar an ebatoù diroll aozet gant Carrier hag e lakepoded ma vije gwallet ha merzheriet prizoniadezed gante enno.
Diskouez a ra splann Alain Gérard e oa Carrier un den badaouet gant al labour hag un dispac’hour dibleg ha kriz anezhañ. Da skrivas Robert Palmer « Bezañ kriz a oa, d’e veno, ar mod simplañ da ziluziañ ur gudenn vras ».
Diskouez a ra kement-mañ e vije bet Carrier un den hollc’halloudus en ur gêr a vije bet a-du, diseblant pe gwasket gant an aon. Da lâret eo un den ordinal a oa en em daolet er feulster evit diazezañ e c’halloud a van da van, kuit a evezh nag a skoilh ebet digant an derez uhelañ, betek deroù ar bloavezh 1794.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Anne Rolland-Boulestrau, « Niver ar beuzadegoù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/11/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/niver-ar-beuzadegou