Dañjerioù an natur (2)

Aozer : Daniel Giraudon / Genver 2021

War lerc’h ar bleuniadur e teu hogroù pistrius war un toullad plantennoù evel reoù an troad-leue, ar c’hour-irvinenn pe ar gwezvoud. Sachet veze ar reoù vihan lontek savet war ar maez ma oamp, gant liv ruz ar frouezh-se. Se zo kaoz adarre, kentoc’h evit lâret deomp nompas debriñ anezhe, pezh mijemp klasket ober hep mar ebet, e veze kontet deomp gant hon zud e veze ar frouezh-se boued-naered hag e veze ordin al loened drouk-se en o zro.

Ha neuze, ne dostaemp ket dioute seul vuioc’h ma vezemp kendrec’het nompas en ober gant an anvioù a veze roet dezhe gant an dud vras evel meump lâret, boued pe bara naered ha memestra gant ar burlu a veze debret sañset gant al loened-stlej-se ha graet anezhe fleur-naered. An evor, a veze graet koad naered anezhañ dre ma oa ivez he c’hroc’hen heñvel ouzh hini un naer.

Evit nompas bezañ ampoezonet e veze meneget anv ul loen ken euzhus all hag un naer, an toñseg an hini oa. Liammet veze gant ar champignoned ha se zo kaoz ne vezent ket debret gant an dud diwar ar maez. Anvet oant : skabell touseg, bonbon touseg pe c’hoazh boued toñseg. Ne vezent ket debret kennebeut e bro Saoz ha fentus eo pa soñjer e vez graet toasdstools anezhe eno, pezh a dalv kement ha skabell-toñseg ivez.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité