C’hoarioù a zigouez hag a garantez

Aozer : Daniel Giraudon / Ebrel 2021
Pa vez klewet ar re gozh o komz eus amzer o bugaleaj war ar maez, e seblant ar merc’hed yaouank bezañ bet trubuilhet gant amzer da zont o c’harantezioù. Gwir eo c’hoazh an deiz a herie mac’hat met gant sikour an natur an hini oa e veze roet dezhe ar respontoù d’o goulennoù.

Ha neuze e soñjer diouzhtu eus ar re a zizeliaoue bokedoù Marc’harid en ur zibunañ ar rismadell da heul dre ma veze distaget an petalennoù hini ha hini :

Boked Marc’harid / glas he zroad,

ruz en-dro / klask pelec’h emañ ma c’harantezioù :

Te blij din, un tamm, kalz, entan, sot-nay, tamm ebet.

Gant ar betalenn ziwezhañ veze distaget e veze gouvezet pegen bras pe get oa ar garantez. Gant merc’hedigoù all, e veze graet memestra met e veze laket o biz gante war veg pikoù un delienn gargal unan war lerc’h eben en ur lâret evel-hen : Plac’h, gwreg, intañvez, seurez... Ha da echuiñ, ur roll all a c’herioù a ziskoueze e ouient pegen disheñvel e c’halle bezañ plas an dud er gevredigezh : Rouanez, prinsezig, paisantez, matezh, laerezh

C’hwezhañ war toupenn ar piz-toutou hag ober ur mennad (foto Daniel Giraudon)

Ewit chom war ar memes tachenn, hini an amouroustedigoù, e veze impliet ivez ar bokedou pis-toutou en had ewit kaout diouganoù. Ar plac’h vihan a c’halle kas kuit an had eus toupenn louzaouenn en ur c’hwezhañ en un taol warni c’halle goulenn ur mennad. Ma c’hwite, e veze roet gant niver ar blumachenn a chome niver an deizioù a veze ret dezhi gortoz ewit kaout he mennad. Ewit ar merc’hedigoù oc’h hunvreal da gaout ur pried, e oa niver ar bloawezhioù a vefe ret dezhe gortoz araok an dimeziñ pe c’hoazh niver ar c’halanted o defent en amzer da zont. Kan ar gougoug e-kerzh an nevez-hañv ivez a roe ur respont d’an hevelep goulenn. Kement galvadenn al lapous, kement a vloavezhioù da c’hortoz.

Lakaat un hadenn aval da strinkañ, goude bezañ bet gwasket etre ar biz meud hag ar biz yod a roe anv ar barrouz a vefe kavet enni kentañ amourouz. E Breizh-Izel e veze kanet ar rismadell-se da heul :

Hadenn aval, lavar din

E peseurt bro e timezin

Pe en Ploubêr, pe en Tregrom

Pe er gêr e ti ma momm ?

Ur stumm dezhe o-unan o deze ar baotredigoù d’ober o zarempredoù peurgetket en ur heskinañ ar paotreziged. Sikouret vezent adarre gant an natur ewit tizhout o fal.

Pennig-bleuñv paourentez (foto Daniel Giraudon)

Un argadenn a-bell a veze da gentañ en ur skeiñ liammennoù spegerez pe choazh boulloù paourentez war gein ar merc’hedigoù. Chom a rae ar plantennoù-se peg ouzh an dilhad pe luziet ouzh bleo hir an dukardeziged pe ar meleganeziged. Pegañ a rae ken start ar sort askolenn-skraber-se ken e oa an tanfoeltr evit en em disober deusoute.

Dont a rae ar baotred da vezañ hardisoc’h c’hoazh en ur silañ en o c’herc’henn ur seurt penn heiz, a save war grec’h e-unan betek ar gazel dre ma veze fiñvet ar brec’h. Se zo kaoz veze graet skrap d’al laez deusoutañ. Ober a rae ar baotred ar c’hoari-se daoust dezhe bezañ bet lakaet war evezh gant o zud a lâre e c’helle ar blantenn-se mont betek ar galon.Frouezh ar roz-amgroaz blev-debronek enne (foto Daniel Giraudon)

Lakaet da c’houzañv muioc’h c’hoazh e veze ar merc’hed gant ar baotred pa sile ar re- seoù blev roz-amgroaz en o c’herc’henn. Met, evit pezh a sell ouzh traoù a sort-se ha da laras ar gaoz, « n’eus rozenn ebet hep he fikoù » ha « War lerc’h ar roz e teu an amgroaz, ivez. »

Soñj meump c’hoazh eus farsadennoù a seurt-se evel lakat ar merc’hed da grediñ e oamp o vont d’ober ur baner evite. Dibabet veze div gorzenn yeot un doupenn vrav a c’hreun war ar beg, evel da skouer ur yeotenn a vez graet onkl anezhi. Laket e stumm ur groaz etre dent ur paour kaezh plac’h e veze sachet goude deus an daou du etrezek an diavaez diwar-goust an hini vihan tapet evel-se leizh he c’heno a had.

Erfin gant ar c’hoari « serr da zaoulagad ha digor da veg », ne veze ket ar merc’hed ken youlek. Ret veze kavout an tu da reiñ c’hoant dezhe d’en ober en ur zibuniñ ar rismadell-se :

Serret ho taoulagad ha digorit ho peg
A welfet Touboulig bihan c’haloupat e wreg.
Fermez les yeux et ouvrez la bouche
Vous verrez le petit Touboulig courir après sa femme.

Piv oa an Touboulig-se ? Kit da welet ? Chom a rae memestra da c’houzout peseurt efed he deze ar farsadenn ziwezañ-se war kalon ar merc’hedigoù ?

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Daniel Giraudon, « C’hoarioù a zigouez hag a garantez », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/04/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/c-hoariou-a-zigouez-hag-a-garantez

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité