Daoust hag emañ kalkuloed Breizh war o zalaroù ?

Aozer : Gael Briand / C’hwevrer 2021
Evned dibar eo ar c’halkuloed, a vez graet boc’haniged dioute ivez, pa n’o c’haver neblec’h hend-all war dachenn europat ar Stad c’hall nemet e Breizh, er Jentilez war aodoù Bro-Dreger. Arouez kêr Perroz-Gireg int deuet da vezañ, a weler war he c’hirri boutin zoken. Nec’hus eo avat gwelout pegen buan ez eont war goazhañ hiviziken.

Fraterculae arcticae eo o anvioù latin, da lâret eo «  breudeur bihan an Arktik », izili an alkidaed, koulz hag an Irvi Beg plat (Alcae tordae) hag an Irvi Beg hir (Uriae aalge). Bezañ zo dioute evned bihan rond 30 cm dezho ha 60 cm eus beg unan o divaskell da veg eben. Aezet eo o anavezout a-drugarez d’o figos livet-kaer ha d’o zreid palm (ha pa gavont gwelloc’h ober gant o divaskell evit neuial). Kredet e vije gwelout ur gabell zu war o c’hein ne vije dizoloet ganti nemet o abrantoù, o divjod hag o c’hof, gwenn-kann anezhe. Abalamour da gement-mañ moarvat e vez graet « macareux moines » dioute e galleg.

Prantadoù kriz zo bet d’ar c’halkuloed, bet war-nes mont da get meur a wech. Etre 10 ha 15 000 dioute a oa bet renablet e 1900 eus ar Jentilez da Enez Houad. Chaseet e oant bet en XIXvet kantved gant tud ar vro a zebre koulz o c’hig hag o vioù, ha gant bigrierien binvidik deuet eus broioù all. E miz even 1911 e skrive an Ao. Loiseau : « C’hwennet eo bet trevadenn kalkuloed Enez Rouzig, re bar da leur ur voserez anezhi. Lapousedigoù marv hag uioù brein dilezet zo bet tennet ganeomp diouzh o garidennoù. N’eus bet kavet nemet tri evn bev ganeomp : ur vamm en gor hag ur par e-tal ul lapousig oadet a eizh pe dek devezh. Kontet zo bet deomp gant hon martoloded e oa deuet daou pe dri den eus Pariz eizhteiz araokomp, bet dilestret gante war an enezenn ur c’hasedad 60 kg a dennoù. Ne oant aet kuit eus an enezenn nemet pa oa bet tennet an holl anezho war ar paour-kaezh evned-se, dres pa deuent da vagañ o lapousigoù war o neizh. Degaset e oa bet gante o c’horfoù marv (un tri c’hant bennak, hervez kont) e Perroz ha taolet e oant bet eno war an aod. N’eus bet kaset gant an aotrouien-se, chaseourien galonek loc’h bras enno (!) nemet unan pe zaou anezhe. Hervez kont e teu ar jostromed-se bep bloaz da lazhañ kalkuloed a vil vern tra ken nemet evit o flijadur vil (…) ». Un danevell-chaseal savet gant bigrierien a-seurt gant ar re-se a gaver er gelaouenn La chasse illustré deus ar 7 a viz mae 1881.

Estroc’h evit e Breizh e veze chaseet kalkuloed avat. E Bro ar Skorn hag en Inizi Feroe paneveken, e lec’h e vezent debret gant an annezidi. Abalamour d’ar prantad chase-se avat, evit plijadur un nebeud pinvideien, e oa bet krouet Kevre Gwareziñ an Evned (LPO) e 1912 ha savet ur warezva brevez evit an evned gant ar gevredigezh-se. A-drugarez d’ar stourm bet kaset gant an evnoniourien e oa bet lakaet Gwarezva ar Jentilez da warezvra vroadel an natur e 1976.

Kalkuloed bet luc’hskeudennet e miz gouere 2004 gant Johann an Drev (nojhan) war Enez ar Skorn diwar grec’h tornaodoù al Látrabjarg (Wikimedia)

En deizioù a-vremañ e talc’h ar c’halkuloed da vont war roueshaat, dezho da vezañ gwarezet ez-ofisiel koulskoude. En hañv 2016 n’eus bet renablet - gant kreizenn wareziñ an LPO en Enez-Veur (war gomun Pleuveur-Bodoù) - nemet 130 koublad anezhe war Enez Rouzig, an enezenn nemeti a vez annezet gante, pa oa 8 000 anezhe er bloavezhioù 1950. Al lanvioù du a oa bet saotret aodoù Breizh gante zo kaoz a gement-mañ ha, gwashoc’h c’hoazh hiviziken, an hin o vont war dommaat. Bep ma kresk an temperadur ec’h a ar pesked kuit da lec’h all ken e rank an evned nijal pelloc’h-pellañ da glask o boued, en tu all d’o nerzhioù alies. Ha pa c’hell kalkuloed mont da 25 vloaz e talc’hont da goazhañ eta pa ne vez dozvet nemet ur vi ar bloaz gante eus fin miz ebrel da viz mae.

Gant ar razhed a gaver puilh war an inizi ha gant ar gouelaned a vez o paotaat a-drugarez d’an toulloù-lastez digor d’ar seizh avel e vezont taget ouzhpenn-se, seul aezeoc’h d’ar breizherien-se kloukañ al lapousigoù pa vez ar re deuet o c’hlizika m’emañ o neizioù war an douar.

Ha, gwazh a-se c’hoazh, en em goll alies ar re vihan pa zinijont evit ar wech kentañ, sachet gant gouleier an aod pa rankjent nijal war-zu an donvor da zeskiñ boueta. Ken gwir all eo an dra-mañ e Bro ar Skorn e lec’h e kustum ar vugale, hiviziken, da vont diouzh an noz da glask ar c’halkuloed bihan bet kollet o hent gante en arvar o buhez, d’o serriñ e kasedoù kartoñs kent o leuskel da vont an deiz war-lerc’h.

 

Bet troet diwar ar galleg gant : J-D Robin

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité