Krouet eo bet Kevre evit gwarez al laboused (KGL) e miz Genver 1912 a-benn lakaat un harz da lazhadeg ar poc’han boutin pe perroked mor. Chaseal al lapoused-mor-se a oa deuet da vezañ ur gwir embregerezh touristel d’ar mare-se. A dalvoudegezh foran ez eo disklêriet ar C’hevre abaoe 1986 hag Alain Bougrain Dubourg a zo e brezidant a-vremañ. Gant tost da 400 den gopret ha 45000 ezel e Bro Frans ez eo ar gevredigezh-mañ ar vrasañ hini a labour evit an endro er vro.
E karg eus merañ ar gwarezvaoù ha freuzañ kenwerzh pluennoù al laboused e oa e penn-kentañ. Tamm-ha-tamm en deus ar C’hevre pourvezet ul labour micherelaet. Alioù skiantel ez eo gouest da reiñ hag e kinnig krouidigezh gwarezvaoù nevez. E lec’hienn Internet a zispleg ez eo KGL « dre berzh e rouedad dileurioù, unan deus ar mirvaoù broadel pouezusañ, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh an takadoù gleborek a zo meret gantañ abaoe pell. Merañ a ra muioc’h a 20 000 hektar a lec’hioù naturel lodennet war 130 lec’h disheñvel (...) ». A-drugarez d’ oberezh a-youl vat an dud prevez en deus savet KGL tost da 20 000 lec’h repuiñ evit al laboused.
Diwar skouer e gevredigezh-c’hoar Breizh Bev e c’hall KGL sevel klemm ha mont da gevrenn geodedel a-enep da dorradurioù al lezenn e-keñver gwarez an endro.
Daoust m’eo bet ganet e Breizh, e Rochefort (Charente-Maritime) emañ staliet e sez sokial. Ur savlec’h ornitologek meret gant ar C’hevre a zo memes tra en Enez-Veur (Pleuveur-Bodoù) e bro Dreger. Ar gwir a zo gant ar savlec’h da reiñ bod d’al laboused-gouez klañv pe gloazet evit ober war-o zro, pezh a c’hoarvez ingal, pa vez bigi o tic’hazañ war vor da skouer.