E-barzh rouantelezh Bro-C’hall e teu savidigezh ur Stad dindan ar roue da gemer an tu-kreñv tamm-ha-tamm war ar feodalc’helezh, hep na yafe honnezh da get evit-se. Ar re a oar studiañ ar Grennamzer emañ ar preder-mañ e-kreiz o c’hlaskerezh, ha sellet a reont outañ dre dri frism disheñvel, an eil o klokaat egile avat : hini ar gwir hag ar veli, hini ar fisk hag erfin hini an armeoù. Dre sellet ouzh priñselezh Breizh ez eus tro da gaout ur skwer « rannvroel » ma c’heller gwelet a-dost penaos e c’hoari an enframmañ, gant meur a c’hoarier er jeu : galloud ar roue, an dug, an noblañs hag an dud a iliz.
1199 : ur c’horn-tro e istor Breizh
War an treuzoù etre an XIIvet hag an XIIIvet kantved e tremen Breizh a zindan aotrouniezh an tiegezh Plantagenet dindan hini an tiegezh Capet. Ar bloavezh 1199 zo ur c’horn-tro diouzh ar re bennañ en tremen-se. Diwar goust daou zarvoud a-bouez ez eo bet cheñchet don red an istor. Marv an dug yaouank Arzhur eo an darvoud kentañ, drouklazhet ma ’z eo bet hemañ, diouzh lenn skridoù ar gronikourien, diwar dorn e eontr Yann Dizouar, roue Bro-Saoz. Disoc’h ar sikan etre Dol ha Tours eo an eil darvoud. Echu falvezout da eskob Dol ha d’an dug kaout un arc’heskopti e Dol, sujañ a reont eta diwar neuze da arc’heskopti Tours, ur gêr ma talc’h ar roue Capet ur gwir galloud.
Un daolenn warni Yann Dizouar o jiboesa. Cotton MS Claudius D II, feuilhenn 116. The British Library.
Dindan Pêr Iañ Brizhkloareg e tro an noblañs war-zu roue Bro-C’hall
Da-c’houde marv abred Loeiz VIII, emellet e aferioù ar rouantelezh, en em gav gwall zisputet an hêrezh war e lerc’h. Kement-mañ a vroud Pierre de Dreux – Pêr Iañ « Brizhkloareg » – da sevel a-enep ar roue yaouank Louis IX hag e vamm, Blanca Kastilha. Tostaat a ra ouzh roue Bro-Saoz. Distoupa a ra lod eus tudjentil e briñselezh. En ur vont gant hent an armoù e kas ul lodenn vat anezho war gaout sikour gant roue Bro-C’hall. Dre berzh an enklaskoù kaset da benn e 1235 e nord an dugelezh e ro hennezh digarez da noblañsoù Breizh da sevel o c’hlemmoù e-keñver an dug. Ral a wezh e vez gwelet ar roue Loeiz IX e Breizh, ha bewezh e penn e armeoù, padal e tro aristokrated Breizh o selloù war-zu ar reter tamm-ha-tamm, dre lakaat o bugale da eurediñ gant bugale eus tiegezhioù gall paneveken.
Adalek 1270, priñselezh Breizh war-zu an enframmañ melestradurel
Adalek m’emañ Fulup III war tron Bro-C’hall e 1270 e weler priñselezh Breizh war enframmañ muioc’h-mui e melestradurezh ar rouantelezh, seul vuioc’h c’hoazh dindan ren Fulup IV hag e vibien. Dirak justis ar roue eo e vez barnet diwar neuze aferioù Breizhiz pa ’z erruont betek ur prosez diwezhañ. War efedusaat ez a ar fisk dindan Stad roue Bro-C’hall e Breizh, gant tailhoù war-eeun o kreskiñ hag o liesaat e-pad ren ar rouaned kapesian diwezhañ. Santet e vez muioc’h-mui kontroll ar roue war moneiz an dugelezh. Evit a sell micher an armoù e weler Breizhiz oc’h enrolliñ stankoc’h-stankañ e armeoù ar roue. E-keñver an tiriadoù e weler ivez un hevelep enframmañ o tiorren. Lakaat da dalvezout aotrouniezh ar roue war ar mor hag an arvor a zo un dalc’h e-kreiz ar jeu evit ar galloud kapesian.
Fulup III, profet dezhañ al levr « Chroniques de Hainaut » gant Jean Wauquelin. Levraoueg Rouantelezh Belgia.