Sant Erwan o terc’hel penn gant e c’hoarzh ouzh paotred roue Bro-C’hall

Aozer : Vincent Launay / Meurzh 2021

En testenioù daspugnet da geñver an enklask evit lakaat Erwan a Landreger da sant e 1330 e vez depeignet hemañ o sevel a-enep ofisourien ar roue. Erruet e oa e Landreger, e 1297 moarvat, tailhanterien ar roue evit serriñ eno unan eus e dailhoù, hini an « hanterkantvedenn ». Un ofisour en doa tapet krog e-barzh brid ul loen-kezeg d’an eskob evit kas al loen-se gantañ, met Erwan Helouri a zalc’has penn outañ ha sachañ a reas brid al loen war e du. Graet e voe « hailhon » anezhañ gant Guillaume Tournemine, a oa teñzorer iliz-veur Landreger met ivez – ha dreist-holl – e karg eus dastum tailhoù an hanterkantvedenn en eskopti. Ne zeuas a respont outañ gant Erwan Helouri nemet ur mell c’hoarzhadenn. Ne oa ket forzh piv ar c’hunujenner koulskoude : e diegezh a oa unan eus ar re c’halloudusañ e nord an dugelezh, douaroù dindan dalc’h e dud e Treger hag e Pentevr, bet tapet ganto dre c’hras o c’hosteziñ gant beli an dug. Breur e oa – a zo gwashoc’h – da Geoffroy Tournemine, eskob Treger. A-enep hennezh eo e save ofisial Landreger eta, mennet ma oa da vezañ gwarant eus frankiz e Iliz. Heñvel-mik ar patrom-se ouzh ar « modell Becket » deskrivet gant André Vauchez. E-pad ouzhpenn ur c’hantved hanter goude ma voe kanonizet e 1173 Thomas Becket, ar beleg saoz drouklazhet en e iliz-veur, e veze lakaet hennezh ingal da zifennour frankiz an Iliz a-enep Stad ar roue, ken ma teuas da vezañ « ar pimpatrom hag an dave ret evit kement santelezh », hervez poz André Vauchez.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Vincent Launay, « Sant Erwan o terc’hel penn gant e c’hoarzh ouzh paotred roue Bro-C’hall », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 23/03/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/sant-erwan-o-terc-hel-penn-gant-e-c-hoarzh-ouzh-paotred-roue-bro-c-hall

Saint Yves - Enquête de canonisation. Ceux qui l’ont connu témoignent. Ceux qu’il a guéris racontent, éd. J.-P. Le Guillou, Saint-Brieuc, Imp. Teck Impressions, s. d.

Bourgès André-Yves, « Une variante du modèle Becket », s. d.

Cassard Jean-Christophe, Saint Yves de Tréguier. Un saint du XIIIe siècle, Paris, Beauchesne, 1993.

Vauchez André, La sainteté en Occident aux derniers siècles du Moyen Âge d’après les procès de canonisation et les documents hagiographiques, Rome, École Française de Rome, 1981, rééd. 2014, p. 197-203.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité