Dastum eñvor ar c’han

Aozerez : BCD / Gouere 2026
Buhezegezh ar sonerezh hag ar c’han e Breizh a zo dleet, evit ar bras anezhi, d’an dastumerien ha dastumerezed a zo bet o kejañ gant sonerien ha sonerezed, kanerezed ha kanerien hengounel hag a gendalc’h d’en ober hiziv an deiz.

E 1959 ez eas Claudine Mazeas, ur plac’h yaouank entanet gant sevenadur ar vro, da Ganuhel (Aodoù-an-Arvor) da enrollañ ar ganerez Marie-Josèphe Bertrand, dreistordinal he c’hanaouennaoueg, hag a oa bet botaouerez-koad a-raok derc’hel un davarnig. An itron Bertrand a ganas dezhi gwerz « Skolvan », da skouer, un hir a zanevell ganet a gaver pennadoù ’zo anezhi tost ger-ha-ger en un dornskrid kembreat eus an XIIvet kantved. Claudine Mazeas a zo e-touez an dastumerezed hag an dastumerien c’hoantek-se a labour abaoe pell evit mirout ar memor dre gomz e Breizh. Adalek ar bloavezhioù 1810-1820, da-vat, e krog lenneien ’zo da glask gwerzioù kozh. En o zouez, ar folklorour Paul Sébillot a zastum kantadoù a ganaouennoù, e Breizh-Uhel dreist-holl. Perzh eo an argerzh-se eus ul lus kad europat ledanoc’h hag a bled gant saveteiñ memor ar bobl.

E bro Kemperle dibenn an XIXvet kantved, Kervarker a zastum kanaouennoù brezhonek hag a vod anezho en un dastumad deuet da vezañ un dave mil-bouezus : ar Barzaz Breiz. Diouzh e du emañ Fañch an Uhel o sevel enklaskoù e Bro-Dreger hag o vont e darempred gant un ditourerez dispar : Marc’harid Fulup, ur vaouez dezhi hec’h-unan evit a sell ouzh an hengoun dre gomz. Ne oar homañ na lenn na skrivañ ha koulskoude e anavez dre ’n eñvor tri c’hant pe pevar c’hant kanaouenn bennak ! Treuzskrivet e vez pozioù ar c’hanaouennoù war garnedigoù gant an darn vuiañ eus an dastumerien hag ar re a oar sonskrivañ a dreuzskriv ar sonerezh, par ma c’hellont, war sonskridoù.

Un ardivink marzhus

Gant donedigezh ar sonenroller, hendad an enroller a-vremañ, e voe kemmet an doare da zastum penn-da-benn. A-drugarez d’an ardivink-mañ e voe bet enrollet  Marc’harid Fulup, hag hi brudet kaer da neuze, e penn an XXvet kantved. Implijet e veze ivez gant ar mezeg Léon Azoulay a zastumas kanaouennoù ha testenioù e brezhoneg hag e gallaoueg da vare Diskouezadeg Hollvedel Paris e 1900 :

An enrolladennoù koshañ anavezet er yezhoù-se int. A-drugarez d’ur sonskriverez modernoc’h eo ivez e krogas div enklaskerez eus an MNATP , Claudie Marcel-Dubois ha Jeanine Auboyer, hag ar yezhoniour François Falc’hun, e-kerzh an hañv 1939, d’ober un enklask braz e Breizh-Izel. Savet e oa bet an enklask-se diwar 123 den bet aterset en un ugent bennak a vourc’hioù eus Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed. Drezañ eo bet dastumet seizh eurvezh sonerezh, 437 luc’hskeudenn, 23 munutenn a film-mut ha produet ez eus bet kantadoù a zielloù testenn.

Dastum war bep tachenn

Goude ar brezel, hag adalek ar bloavezhioù 1970 dreist-holl e voe roet lañs nevez d’an dastum. Broudet gant adnevezadur sevenadur Breizh ha skoazellet gant  ur benveg hezoug hag a c’heller fiziout ennañ : ar sonenroller. Kalz tud yaouank a grogas enno evit enrollañ tud o kanañ hengounel. Evel-se e oa bet kont gant Albert Poulain. Adalek ar bloavezhioù 1960 e krogas da zastum sonerezh stank-ha-stank, zastum sonerezh e bro Redon.

Dont a reas ar c’haner Erik Marchand, arzour aet da Anaon nevez ‘zo, da chom er C’hreiz-Breizh. En em staliañ a reas e ti ar c’haner Manu Kerjean hag e tastumas digantañ kanaouennoù da zañsal e-leizh. Ar gevredigezh Dastum, savet e 1972  he deus hiziv miliadoù a zielloù diwar-benn ar glad dre gomz (sonenrolladennoù, dornskridoù, luc’hskeudennoù), a ya da bigosat enno hiziv an deiz yaouankizoù sonerezh ar vro. 

Troet gant Tristan Loarer.

Autres ressources 
Pignat