Ken brudet eo danevell an emgann-se en deizioù a-vremañ ken e tivizas, un dek vloaz zo bennak, darn eus ar batroned c’halloudusañ e Breizh (Pinault, Glon, Bolloré, Guillemot, Roullier, Le Duff, Rocher, Verlingue) ober Kleub an Dregont eus o c’hoskorig-prederiañ.
Buan-tre e troas danevell an emgann-se d’ur gwir benveg propaganda. Tra ma klaske ar re Blantagenêts gwriziennañ o beli o tennañ o mad, gwashañ m’hallent, diouzh mojenn ar roue Arzhur, e rae kement all Janed a Benteür hag e skoazelloù - rouaned Bro-C’hall ha noblañsoù meur Breizh - o vrudañ an emgann-se a oa aet gant noblañsoù Breizh an tu kreñv ennañ, hag int o klask diazezañ o galloud en-dro.
Diskouez e c’hell brezelourien bezañ trec’h ha p’en em gannont e-giz marc’heien wirion, aze e oa pal Janed hag an noblañs. Kaset e voe ar gefridi-se gant an danevellour brudet Jehan Froissart (marvet e 1404) diwar goulenn e vestr Gi de Blois, un niz da Janed dre zimeziñ, ha hini e lennerien, marc’heien an holl anezhe.
Kar-ar-C’hallaoued evel ma oa-eñ, ne c’helle nemet klask diskouez ne oa ket ar varc’hegezh pennkaoz d’al louzennoù bet gouzañvet ganti - Kêr-ar-Roc’h, ar Restiloù, Maoron, an Alre evit ar Vretoned, Crécy ha Poitiers evit ar C’hallaoued - pa oa c’hoarvezet kement-se abalamour d’ar Saozon, brizhvarc’heien anezhe. Deroù ar vroadelouriezh eo bet brezel ar C’hant Vloaz e gwirionez : kasoni ar C’hallaoued hag ar Vretoned ouzh ar Saozon diouzh un tu ; ha diouzh an tu all, droug ar Saozon ouzh ar Gall ha disfiz ouzh ar Vretoned.
Ne vije ket aet propaganda ar re Benteür pelloc’h ma ne vije ket aet Pobl Breizh d’o heulh o sevel ur werz diwar danevell vojennel an emgann-se, ken heug e oa-hi erru gant preizhadennoù ar Saozon a-hed ar brezel-se. E fin an XIXvet kantved e voe dreistmeulet an emgann-se c’hoazh gant Arthur de la Borderie, denjentil hag istorour breizhat, ken bras e gasoni ouzh ar Saozon ken ne veze ket seizhdaletoc’h oc’h adlivañ an istor diouzh e santimant. Kement all a reas ar Skosad sir Arthur Conan Doyle d’e dro en e oberenn lennegel, o kanañ klod ar Skosiz… ha hini ar Saozon, un tamm mat nebeutoc’h.