Eus Arvorig da Amerika

Aozer : Roger Hérisset / Gwengolo 2020

Ul lodenn eus ar glad sevenadurel dizanvezel (GSD) eo arz ar c’hantenniñ. Mont da heul ur gumuniezh-tud a c’hell ober eta pa ya lod anezhi d’ur vro all. Barrek e oa warnañ lod eus ar Vretoned a zivroas er XVIIvet kantved, evel ur c’halz eus o c’henvroidi d’ar c’houlz-se. Daoust ha miret eo bet ar glad-se en tu all d’ar mor bras, aze emañ an dalc’h. Bet eo Joleen Gordon o klask goût hiroc’h war orin ar manioù krommellennoù kengreiz dezhe – ribbed baskets -  a gaver e Kanada, war aodoù ar mor bras, e Skos-Nevez ispisial. Gant kantennerien a orin europat, Akadianed dreist-holl e vez plezhet ar paneroù-se. En o zouez emañ ar familh Saulnier. En em gont a ra ar re-mañ Breizhiz a orin.

George Saulnier, kantenner e Hectanooga, Skos-Nevez, a oa un diskennad da Louis Saulnier a zilestras en Amerika e 1683. Marvet eo George e 2015 d’an oad a 95 vloaz. © Joleen Gordon.
Ganet e oa bet George Saulnier e 1920 ha desket en doa o sellout ouzh e dad hag ouzh e dad kozh. Un diskennad da Louis Saulnier a zilestras e Porzh-Roial e 1683 eo-eñ. Bet eo Joleen Gordon oc’h atersiñ diskennidi all eus an Akadianed harluet : reoù ar familh LeBlanc en Douar-Nevez, reoù ar familh Duguay en Nouveau-Brunswick. An holl anezhe a vez plezhet manioù damhañval gante. Abalamour d’o orin breizhat, a vez embannet gante-holl, hervez Joleen Gordon. Hañval-tre eo kantennerezh Akadia ouzh hini Breizh e gwirionez, koulz e vent, niver ha mod-fichañ ar c’hrommellennoù, p’eo dishañval-mik diouzh an doareoù a gaver e Poitou hag en Anjou, tiriadoù orin all an Akadianed. Bet e oa an holl diegezhioù-se o chom e porzh-Roial, Skos-Nevez e fin ar XVIIvet kantved, a-raok an Dilec’hiadeg Veur, amzer awalc’h dezhe da ziorren o mod-ober eno.

Er menezioù an Apalachiz e Kornôg norzh-Amerika e vez plezhet manioù o c’hromellennoù kengreiz ivez gant diskennidi an drevidi saoz. Lod eus krommellennoù ar paneroù-se a ya war-zu ar bordoù e lec’h kejañ en o foent-kreiz, evel m’emañ gant reoù giz-Breizh pe giz-Akadia. Hañval eo ment ar manioù Apalachat hag Akadian ; dishañval avat eo an niver a grommellennoù enno, ar mod d’o fichañ hag ar mod da aozañ an danvez. Er mod-se zo bet miret meur a zoare eus kantennerezh Breizh e norzh-Amerika abaoe ma oa degouezhet an arzh-mañ eno, pevar c’hantved zo.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Roger Hérisset, « Eus Arvorig da Amerika », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/eus-arvorig-da-amerika

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité