Gwir tudenn ur romant e oa Daniel ar Flañcheg, maer Douarnenez adalek 1924. Unan ne rae nemet diouzh e benn, divezh, ne vern ar mod, azeulet gant e re ha kas bras outañ gant an holl reoù all, prezegenner dibar, trec’h a-bell war gement hini e pep dilennadeg kêr, gouestlet ma oa, korf hag ene, d’ar vartoloded ha da micherourezed ar friturioù. Evitañ da vezañ mab ur sakrist, ur c’holist ne oa ket avat ! Borgn, tatouet penn-kil-ha-troad, bet choazet gantañ bezañ operataet kuit a gaout bugale, forzh taolioù kamm ha taolioù tort gantañ, divezh-kaer… hag un nebeud tud a oa bet en-dro dezhañ, aet en tu all da vro ar bara, den ne ouio james re vat dre beseurt burzhud…
Ur gontez e oa e vestrez ziwezhañ ; ur gontez dezhi un tog war he fenn, kement ha livañ e vojenn kaeroc’h c’hoazh. Evit un taol-kaer, unan kaer-meurbet, doujañs dezhañ, e voe e daol diwezhañ, d’an 20 a viz even 1940, pa oa degouezhet an Alamaned e Douarnenez ha pa nac’has, dre ziv wech, degas ar banniel gall d’an traoñ. Rouesat a emskiant, a youl hag a galon. Kaerat a zisujidigezh ; ken kaer avat ken e voe lamet e garg digantañ raktal hag e rankas tec’hout kuit eus Douarnenez da vevañ e tro Lannuon. Eno e voe trubardet gant ar gontez, e vestrez, a werzhas anezhañ d’an nazied dre ziv wech. Mervel a reas ar Flañcheg en un doare heuzus e Buchenwald. Sed aze pehini voe tonkad kriz ha digredapl un disujad gwirion.