Douarnenez 1924-1925 : Harzioù-labour meur er friturioù

Aozer : Jean-Michel Le Boulanger / Mezheven 2020
E 1924 hag e 1925 e c’hoarvezas an darvoudoù a vez graet « harzoù-labour meur » ar friturioù dioute, e Douarnenez dreist-holl, kentañ porzh sardineta Bro-Frañs, 21 fritur ennañ.

Pa veze ar sardin o ren…

Diorreet e oa bet ar friturioù en XIXvet kantved da heul ijinadenn dibar Nicolas Appert. Ur gwir dispac’h an hini a voe adal neuze e pep porzh ar Meurvor atlantel tost d’ar bankadoù pesked. Porzhioù-mor nevez, evel hini ar Gelveneg, a voe savet zoken diwar lañs ar friturioù-se.

En hañv e vez tapet sardin peurliesañ, pesked bresk anezhe. Kerkent ha ma vezent dilestret e rae ar merc’hed war o zro pa ranker o c’hempenn en-fresk. Pa veze koulz ar sardineta en e varr e laboure ar micherourezed noz-deiz, berr-tre ar prantadoù kousket gante. Hag ar merc’hed ha kanañ neuze, kement ha chom dihun-mat. 80 eurvezh war bemp devezh a veze labouret gant darn dioute evit gounid etre 64 ha 72 lur, goproù izelañ Bro-Frañs war a lavared. Paeet e veze an eurvezhioù labour diouzh an noz kement ha reoù an devezh, gwenneg ebet ouzhpenn !

Pemp real a vo !

D’ar 7 a viz here 1924 e voe dilennet Daniel ar Flañcheg, 43 bloaz dezhañ, sekretour ar strollad komunour e departamant Penn-ar-Bed da maer kêr Douarnenez. Ur c’homunour libertaer e oa hennezh, borgn, goapaer, lemm e deod hag ur c’haner dezhañ ur vouezh ken e findaone. Brudet e oa bet a-raok ar brezel evit bezañ embannet e skoazell da vandennad Bonnot. War e zorn dehou e lenned « Mort aux vaches » ha war e zorn kleiz « Entre quatre murs, j’emmerde la Sûreté ». Ha tatouet e oa bet e Sina e lec’h ma oa bet o ruzal anezhi e toulloù brein a bep seurt pe en toulloù-bac’h e lec’h m’en doa tremenet  un tamm mat eus e amzer, diaes goût… Perzh eus istor Douarnenez e teuas ar Flañcheg da vezañ bepred adal neuze, hag eñ brudet c’hoazh dre Benn-ar-Bed evit bezañ un tabuter ne oa den evit e veg bras.

Miz goude-se, d’an 21 a viz du 1924 e tarzhas an harz-labour er friturioù. Goulenn a rae ar merc’hed ma vije lakaet kresk war o goproù pa ne oant ket evit talañ ken, magañ o bugale, paeañ o feurm, bevañ paneveken ! Ha penaos ‘ta e c’hellje an nen bevañ gant goproù truezus a seurt-se ? « An dienez e oa. Ne dapemp ket ken. Kalz a vizer zo bet e Douarnenez. Ken paour e oa Douarnenez. An harz-labour, an dienez oa kaoz anezhañ… » da lâras micherourezed.

Hag ar merc’hed-se da sevel o fennoù ha da c’houlenn 1 lur gopr evit un eurvezh-labour hag 1,50 lur d’an darbarourien e lec’h 0,80 lur hag 1,30 lur. Dres d’an ampoent ez erruas Charles Tillon e Douarnenez, ur sindikalour 28 vloaz anezhañ, bet c’hoazh o kas kilhourzerezh martoloded ar Mor Du ha bet kaset da Viribi e su-Maroko d’e gastizañ. «  Heug a sav ennon p’emañ kement tra am eus bet lennet digant Zola o tont da soñj din. » a zisklêrias-eñ pa welas ar vizer a veze o ren e porzh Douarnenez.

Komite harz-labour 1924 – Dastumad Alan an Doare A gleiz da zehou war ar renk kentañ : Etienne Jekel, Anna Julien, ar C’hoseg - bet maer e-keit ma oa lamet e garg digant ar Flañcheg - Daniel ar Flañcheg, Alexia Poquet, Charré (Yaouankizoù komunour). War an eil renk : Charles Tillon, Simonin, Lucie Colliard, Boville, Gwreg ar Flañcheg, Faure-Brac. War an trede renk : Bordenneg, Renoult (L’Humanité), Garchery, an Itron Morvan, Gauthier, Jean Join, an Itron Julien.

Hag an holl da zifretañ neuze, komite an harz-labour, kuzul-kêr, sindikajoù ha kement zo tout evit ma c’hellje an diskrogadezed derc’hel penn betek an trec’h.

Spontus e oa an harz-labour pa oa an holl perzh anezhañ, ken e krene kêr gant heklev ar c’hanaouennoù, stok ar boteier-koad ouzh ar pavez, c’hoarzhadennoù ha youc’hadennoù ar yaouankiz diabafet, torret he chadennoù ganti a-benn ar fin. Hag ul lugan o tiflukañ eus ar braouac’h-se : « Pemp real a vo ! ». Diouzh an noz e tassone ar c’houvi gant disklêriadennoù pennoù-bras ar strolladoù hag ar sindikajoù ; ha dreist d’an holl reoù all, ur vouezh : hini ar Flañcheg, ar prezegennour entanet, marvailhoù ha skeudennoù sof-kont a-hed e gaoz, bet kavet gantañ a-benn ar fin an arvesterien a rae diouer dezhañ abaoe ugent vloaz pe dost.

Soviet Douarnenez

E miz kerzu e tapas an harz-labour ul lañs nevez. En em astenn a reas pelloc’h evit Douarnenez ken e teuas da vezañ un dalc’h war dachenn ar Stad c’hall hag ur sujed a interest evit ar c’hazetennoù. Dont a reas e Douarnenez kargidi ar Strollad Komunour ha dileuridi an Etrevroadelenn, ur Rusad, un Tchekad hag un Alaman… Evit ar strollad yaouank e oa deuet Douarnenez da vezañ un arouez, ha komite an harz-labour danvez ur soviet. Gant ar vicherourien e oa ar galloud e Douarnenez e-doug ar sizhunioù entanet-se.

Pedet e voe koulz an diskrogidi ha patroned ar friturioù gant Justin Godard, ministr al Labour e gouarnamant Kenstroll an Tu-kleiz, d’en em gavout da glask un emglev. Nac’hañ a reas ar batroned.

Kounnar vras a savas neuze war kaeoù porzh ar Rozmeur ha stenn-tre e teuas an traoù da vezañ. Un arouez vroadel e teuas Douarnenez da vezañ evit ar CGT-U hag an holl ha difretañ muioc’h c’hoazh : komunisted – Doriot, Vaillant-Couturier, ha Marcel Cachin, paotr Pempoull, en o zouez, sokialourien, Blum hag Auriol paneveken, radikaled…

D’an 20 a viz kerzu e tegouezhas Racamond, sekretour meur ar CGT-U e Douarnenez dres pa save disrann etre patroned ar friturioù. Kinniget e oa bet lakaat kresk war ar goproù gant an Itron Kero, perc’hennez un uzin nemetken tra ma talc’he he c’heneiled da nac’hañ. Toullet e oa an ode. D’an 22 e voe sinet ar c’hevrad Kero a lakae eurvezh-labour ar merc’hed d’ul lur ha hini an darbarourien da 1,5 lur. Degas a rae, ouzhpenn-se 50% a gresk war ar gopr goude hanternoz pe en tu all da 10 eurvezh labour diouzh renk. D’an 23 a viz kerzu e voe digoret dorojoù ar fritur Kero en-dro.

Muntr deiz kentañ ar bloaz

Deiz kentañ ar bloaz e oa ha glav a rae, glav-pil zoken. Kanañ hag evañ a raed en tavarnioù avat ha tabutal muioc’h c’hoazh. « Melened », « freuzerien harzoù-labour » a vije arruet e kêr, hervez kont. Da 6 eur noz e oa ar Flañcheg o kanañ a-bouez e benn en davarn «  l’Aurore », leun-kouch anezhi, pa voe goulennet war e lerc’h. « Ar velened » an hini oa ! Kerkent ha ma tostaas ar maer e strakas an tennoù ha taolet e voe d’an traoñ. Pennfolliñ a reas an holl ken puilh e rede gwad ar maer. Kaset e voe hennezh prim-ha-prim da ospital Kemper. Hag ar gounnar, bet moustret don enne gant an Douarneneziz abaoe sizhunvezhioù, da darzhañ a-greiz-holl neuze. Re zo re. Dirollet e oa an engroez ha spontus e voe an nozvezh, kement ha ken taer ken e voe kaset archerien all da harpañ o c’heneiled ; ken e rankas pennoù-bras ar sindikajoù, plaen ha seder, sevel un emgav bras war ar prim er c’houvi, kement ha desachañ ar vicherourien diouzh kenkizioù ar batroned.

D’ar 4 a viz genver e oa bet keloù mat diwar stad ar Flañcheg ha diwar daou batron friturioù, Béziers ha Jacq, bet e darempred gant « freuzerien harzoù-labour » e miz kerzu da c’houlenn digante ober un « taol-kaer ». Ha l’Humanité da embann a-us da c’hwec’h bann he fajenn gentañ : « Kentañ poullad gwad ar faskourien e Douarnenez ! »

Sal-kafe an « Hôtel de France » bet foeltret gant an engroez dre ma rede ar brud e vije bet lazhet pesketourien gant torfedourien o dije kavet bod ennañ. (s.o. La Dépêche, d’an 3 ha d’ar 4 a viz genver 1925). Cartolis

Deuet ar maout gant merc’hed ar friturioù

Pa oa aet re bell an traoù gante ne c’hellas ar Prefed nemet pouezañ war ar batroned ar muiañ ma c’halle, dezhe da blegañ a-benn ar fin, hag ar buanañ ar gwellañ zoken. C’hwezh fall a oa gant muntr ar maer, ha pa oa c’hwitet ; blaz ar groug zoken pa gleved e vije bet ar batroned o paeañ ar vuntrerien. C’hwezh, blaz ha prouennoù a-benn ar fin. Rak gwir e oa : 20 000 lur a oa bet roet d’ar re-se gant an Aotrouien Béziers ha Jacq da geñver ur gevrad war benn ar maer ! Kinnig a reas ar Prefed dougen klemm ouzh sindikad patroned ar friturioù ken splann ken e kavas ar re-se gwelloc’h broudañ unan eus o izili daerañ da reiñ e zilez. An deiz war-lerc’h ez asantas burev nevez sindikad ar batroned sinañ ar gevrad ha fin e voe gant an harz-labour. Sinet e voe ar gevrad kerkent. Deuet e oa gant micherourezed Douarnenez a-benn 46 devezh harz-labour.

Harz-labour micherourezed friturioù Douarnenez (Penn-ar-Bed), 1924 : Harpet e oa « harz-labour ar vizer » kaset gant merc’hed ar sardin, gant ar c’huzul-kêr komunour hag e vaer, ar Flañcheg (en tu kleiz war ar foto). Manifestadeg (ar « brosesion ») a veze bemdez e kêr. Manifestadeg an trec’h, e deroù miz genver 1925, eo homañ. Cedias- Mirdi sokial, luc’hskeudennaoueg

Kement elfenn ret d’ur vojenn a gaver e darvoudoù ar bloavezhioù 1924-1925 e Douarnenez ha pelloc’h e meur a borzh-mor betek 1927 : merc’hed ha gwragez an uzinioù, en dienez pe dost, o talañ ouzh patroned dibleg ; tarzh al levenez gant an engroez er straedoù, startijenn ar yaouankiz o terc’hel penn ouzh ur sindikad patroned mouchet-dall ; fromm, darvoudoù kriz, gwad ha daeroù, kement tra ne c’hall mojenn ebet dioueriñ anezhe.

Diwar harzoù-labour bras ar friturioù e ranker derc’hel soñj eus ar pep pouezusañ avat : merc’hed, micherourezed, Breizhadezed anezhe, savet uhel o mouezhioù ha torret-lip o chadennoù gante, o deus renet ar stourm-se e penn pellañ ar bed.  Trec’h an doujañs ouzh merc’h-den an hini eo da gentañ-penn, en tu all da forzh peseurt sav poent sokial.

 

troet diwar ar galleg gant : kuzul ar Brezhoneg

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Michel Le Boulanger, « Douarnenez 1924-1925 : Harzioù-labour meur er friturioù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 23/06/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/douarnenez-1924-1925-harziou-labour-meur-er-frituriou

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité