Herve Budes a C’hebriant

Aozer : David Bensoussan / Genver 2021

Hervé Bude de Guébriant - Triskalia - Kêr LanderneHervé Bude de Guébriant - Triskalia - Kêr Landerne

E Kastell-Paol e oa bet ganet Herve a C’hebriant, mab kentañ Alain a C’hebriant, penn-bras brientinien Bro-Leon, maer ha kuzulier-meur Kastell-Paol, perc’henn war douaroù bras-meurbet. Souezhusat tra digant un den yaouank eus e renk, e tibabas hennezh mont d’ober studioù e Skol uhel ar c’hounidigezh-douar e Paris, e lec’h e tapas e ziplom e 1903. Awenet gant ar gatolikelezh sokial e krouas, e 1911, ar c’hentañ kef kenwarez ouzh ar gwallzarvoudoù e Bro-Frañs. Ha kemer a reas perzh e krouidigezh an Ofis-Kreiz. E brezidant e teuas da vezañ goude ar Brezel Bras ha strivañ a reas d’e frammañ gwelloc’h evit e gas war-raok. Evit en ober e vroudas krouidigezh sindikajoù war dachenn pep komun, harp ouzh pennoù bras al labour-douar a lec’h da lec’h, c’hoant gante diorren  al labour-douar e Breizh.

Buan awalc’h ne c’hellas ket bed al labour-douar ober heptañ ha dilennet e voe Herve a C’hebriant e 1927 da brezidant kentañ Kambr Labour-Douar Penn-ar-Bed. Ken bras e oa levezon an Ofis-Kreiz ha ken don emouestl e brezidant er gouchouriezh ken e voe goulennet digantañ gant gouarnamant Vichy sevel Kouch ar beizanted. Diaes en em gavas eveljust da goulz an Dieubidigezh met buan awalc’h e kemeras penn an Ofis-Kreiz ha Kambr al Labour-Douar en-dro. Dezhañ da vezañ dilezet ar bras eus e gargoù stag ouzh al labour-douar e diwezh ar bloavezhioù 1950, e chomas bras e levezon betek e varv e 1972.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : David Bensoussan , « Herve Budes a C’hebriant », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 12/01/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/herve-budes-a-c-hebriant

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité