Krouidigezh an Ofis-Kreiz
D’ar 16 a viz Gwengolo 1911 e voe krouet e Landerne Ofis-Kreiz Kenoberoù al Labour-douar e Penn-ar-Bed gant un toullad renerien sindikajoù labour-douar. Noblañsoù diwar ar maez e oa ar pep brasañ anezhe, evel Augustin de Boisanger, prezidant kentañ an Ofis. E Landerne e voe staliet kentañ magazenn ar gevelouri. N’eo ket dre zegouezh avat e oa bet choazet ar gêr-se, e lec’h ma keje hentoù-houarn Kemper-Brest ha Brest-Montroulez, war vord an Elorn a veze kaset marchadourezh warni betek pleg-mor Brest. Aezetaet e oa, koulz gant ar stêr ha gant an hent-houarn gwerzh an trevadoù ha hini an temzoù a veze implijet stankoc’h-stankañ gant labourerien-douar Penn-ar-Bed. Kenstrollañ an holl oberennoù sindikal, kenwarez, kenlabour ha sokial, difluket stank en departamant er bloavezhioù kent diwar atiz ar gatolikelezh sokial, an hini oa pal meur an Ofis-kreiz.
Ar berzh kentañ war lañs ar c’hendalc’h diazez
D’an 22 ha d’an 23 a viz Here 1912 e voe bodet kentañ kendalc’h kefioù kenwarez ha sindikajoù labour-douar Penn-ar-Bed er savadur (An Ty Kenta) bet savet a-ratozh evit reiñ bod da holl oberennoù an Ofis-Kreiz. Ouzhpenn e gefridioù armerzhel ha sokial ez embanne splann an aozadur nevez e emouestl relijiel. Displeget e oa e youl da adsevel un urzh sokial kristen diazezet war ar c’hengred micherel gant e c’her-stur Restaurare Omnia in Christo (« Adesevel pep tra er C’hrist »), skritellet e sal vras an Ty Kenta. Gant skoazell ar veleien a c’halve, diwar o c’hadorioù-prezeg, al labourerien-douar da grouiñ sindikajoù ha kefioù kenwarez, e tapas an Ofis-Kreiz bodañ 39 sindikad 3 500 ezel dezhe, ha degadoù a gefioù kenwarez e fin ar bloavezhioù 30.
Startijenn goude ar brezel
Ur prantad diaes e voe ar Brezel Bras evit an Ofis-Kreiz dre ma kollas ennañ e brezidant kentañ, lazhet kerkent e miz Kerzu 1914. Buan ha brav ez adsavas avat, dindan renerezh Herve Budes a C’hebriant. Hag an Ofis-Kreiz ha stagañ gant e « 20 vloaz aour » neuze, harp ouzh peizanted eus an dibab hag a groue sindikajoù er pep brasañ eus komunioù an departamant. Sindikajoù kemmesk a oa anezhe, a gaved enno kement hini a oa stag ouzh al labour-douar, koulz ar berc’henned vras, ar verourien hag an devezhourien. Stag e oa ar patrom-se ouzh preder mirour renerien an Ofis-Kreiz hag abalamour da gement-mañ e veze kavet abeg ennañ gant ar sokialourien hag an demokratourien gristen, dre ma kreñvae c’hoazh beli ar vrientinelezh war al labourerien-douar.
Berzh a rae an Ofis avat, ken e teuas da vezañ ur skouer evit aozadur al labourerien-douar e Breizh hag e Bro-C’hall.
E 1930 en em astennas an Ofis e departamant Aodoù-an-Hanternoz, 463 sindikad ha 38 400 ezel anezhañ. Bep ma kreske obererezh ar gevelouri ivez, e veze savet muioc’h-mui a vagazennoù en daou zepartamant. O klask bastañ da ezhommoù al labourerien-douar, koulz evit a sell ouzh ar c’hreta, ar warez hag ar stummadur, e vroude an Ofis diorroadur armerzhel maezioù Breizh. Dafer-se e chome an Ofis-Kreiz ur benveg mirout an urzh sokial kozh, diazezet war galloud ar berc’henned vras. Emezelañ dibistig da Gouch Peizanted gouarnamant Vichy a reas eta. Da vare an Dieubidigezh eta e rankas e renerien rentañ kontoù diwar o ferzh kent. Ne viras ket an drubuilhoù-se ouzh an Ofis-Kreiz, hag eñ gwriziennet-don e Penn-ar-Bed, da zont da vezañ un oberour meur e Dispac’h bras al labour-douar e Breizh. En diskouez a ra splann nerzh e hêred en deiz a-hirie : koulz ar c’henstrollad Triskalia, Kef Kengred Breizh ha Groupama
Bet troet diwar ar galleg gant Jean-do Robin