Jean-Louis Rolland

Aozer : Fañch Postic / Genver 2017

E Trebrivan e oa bet ganet e 1904 Jean-Louis Rolland, mab d’ur miliner. Digant e amezeg, ar gwiader Iwan ar Floc’h, en doa desket e-tro 1919 ur c’hant kontadenn bennak, marvailhoù meur ar braz anezho, ha krog e voe da gontañ anezho e-unan goude marv hennezh e 1925. Ar pezh a reas betek 1937, pa ’z eas kuit eus Trebrivan evit mont da Vael-Karaez. Da c’houde ez eas da Gergrist-Moeloù da chom, a-raok mont da ospital ar re gozh e Karaez e 1977. A-benn neuze n’en deveze ket tro da gontañ ken, kent ma teuas d’e welet, evit e atersiñ hag enrollañ e vouezh, ur maread a dud bet sachet o evezh gant an teñzor marvailhoù a ouie kontañ : Jean-Claude Léon, Jeff Philippe, Albert Trévidic, Yann-Ber Duval, Mikael Madeg, Goulc’hen Kervella, Donatien Laurent, ha reoù all c’hoazh. Ha pep hini da vroudañ anezhañ da gaout soñj en-dro eus e gontadennoù. Adkavout a reas lod anezho, ha dre ma oa deuet meiz dezhañ eus o zalvoudegezh en em lakaas d’o c’houchañ dre skrid war kaieroù brezhonek ha gallek, ha d’o bizskrivañ zoken ! Souezhus penaos en doa reizhet e spered evit o eñvoriñ, ha prizius e desteni diwar-bouez arz dre gomz ar c’honter. Ideet e oa bet gantañ zoken un orin d’ar c’hontadennoù, hag iskis e oa penaos e tenne homañ da hini ar Mil nozvezh hag unan. Marvet eo e 1985, ha chomet ez eus war e lerc’h ul lod mat a istorioù enrollet dre gomz, dornskrivet pe bizskrivet, bet roet gantañ d’ar re a zeue d’e welet, hag ivez kontadennoù bet embannet war kelaouennoù liesseurt.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fañch Postic, « Jean-Louis Rolland », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/01/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/jean-louis-rolland

Levrlennadur

  • Revue Evid ar Brezhoneg, 1979, n°s 134-138.
  • TREVIDIC Albert, Hor Yezh  n° 156-157, 1984 et Brud Nevez n°83.
  • MADEG Mikael, Margodig an dour Yen, Emgleo-Breiz/Ar Helenner 1984, repris dans Komz II, Dastum, 1985 avec cassette audio.

Voir Donatien Laurent :

  • « Jean-Louilh ar Rollen (1904-1985) », ArMen n°1, p48-59 ;
  • « The memnonic process of a storyteller, Scandinavian Yearbook of Folklore, Uppsala, 1981, p111-115
  • « Un conteur de Haute-Cornouaille et son système de mémorisation des contes merveilleux », Le conte : tradition orale et identité culturelle, Lyon, 1986, p.267-274.
  • LABRIE Vivian, « Un siècle ou la suite du monde », Bretagnes. Du cœur aux lèvres, Rennes, PUR, p.389-399.
  • Le conte de « Zozébig et Merlin » fut raconté en français par Jean-Louis Rolland dans une série d’émissions de Michel Treguer sur France Culture, du 25 au 29 août 1980.
  • Enregistrements de Jean-Louis Rolland par Joël Monfort, Mikael Madeg, Goulc’hen Kervella, Albert Trévidic disponibles dans la base de données de Dastum. Les enregistrements de Donatien Laurent en cours de documentation (projet Région Bretagne, CRBC, Dastum) y seront également bientôt accessibles.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù