Jorj Robin, kizeller

Aozer : Hubert Chémereau / Gwengolo 2023

Naonedat eo Jorj Robin, bet ganet e 1904 hag an hini yaouankañ e-touez diazezourien ar Seiz Breur. E 1922 eo degemeret e skol an arzoù-kaer e Pariz. Fell a ra dezhañ mont da gizeller, ha cheñch a ra da vat e zoare da empentiñ e arz hag e stourm pa anavez Reun Kreston, Suzanne Candré ha Jeanne Malivel. Eus Finland da Gatalonia, emañ ar broadoù bihan oc'h emsevel d'ar mare-se.

E 1925 e kemer perzh Jorj Robin e Diskouezadeg etrebroadel an arzoù-kinklañ e Pariz e-touez ar Seiz Breur. Degas a ra e sell dezhañ e-unan war Vreizh, ha gwelet a reer ez eus danvez un arzour meur ennañ. E yezh neuziañ, bet stummet gant teknikoù ar c'hizeller, a ziskouez ur skeudennaouer eeun e zoare, ha don e vodernelezh. E youl da gas enklaskoù arzel, da arnodiñ, a adkaver pa genlabour gant ar feilhañserezh HB-Henriot. Lakaat a ra ar maouezed war-wel, gant daou briaj peurgetket : Bigoudenn azezet ha Paluderez. Kreñv eo an nerzh eztaolet ganto, ha dilontek-kaer int war un dro.

''An dougerezed bezhin''. Delwennig oberiet gant Jorj Robin e 1925. Mammenn : Mirdi breizhek an departamant. Niverenn renabl :1990.25.10.

Mantret eo gant marv trumm Jeanne Malivel d'an 2 a viz Gwengolo 1926. « Dizalc'hourez kentañ an arz broadel breton a vo hi da viken » a embann eñ e-pad kinnig diskouezadeg ar Seiz Breur e Sant-Nazer e 1927. Ur stourmer oberiant a zo eus Jorj Robin en e gêr c'henidik : aozañ a ra kentelioù brezhonek en e atalier ha sikour a ra da sevel kelc'h keltiek Naoned. Klask a ra brodañ ivez evit kas labour Jeanne Malivel war-raok, e vennad krouiñ ur c'hiz vreton er gwiskamantoù. Er bloavezh 1927 e teu ar sonaozer Paul Ladmirault da vezañ ezel eus ar Seiz Breur. Tost eo eñ da Jorj Robin, ha sur an daou anezho e rank Breizh dispenn an hent kemeret gant sonerien Europa ar C'hreiz : nevesaat ar sonerezh klasel o kemer harp ouzh hengoun ar sonerezh pobl. Fiziañ a ra Robin ennañ skrivañ ur pennad er gelaouenn Kornog diwar-benn ar Skol rusian rak kavout a ra dezhañ e rankfe ar sonerien kemer skouer diouti. E miz Gouere 1927 e teu Reun Kreston hag André Batillat da reiñ niverenn gentañ Kornog dezhañ. Labourat en doa kalz warni daoust ma oa e penn e nerzh.

Lizher gant Jorj Robin da c'hGaston Sébilleau, ezel eus ar Seiz Breur ivez, e miz Gouere 1928. Mammenn : Dastumadoù Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 2006.0007.67

E zaou vignon a chomo gantañ betek e dermen. Marv eo Jorj Robin gant an droug-skevent d'ar 14 a viz Eost 1928, d'an oad a 24 bloaz.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « Jorj Robin, kizeller », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/09/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/jorj-robin-kizeller

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù