Julia ar Gallo, kantennourez a Vro-Wened

Aozer : Roger Hérisset / Gwengolo 2020

Kantennourez, evel he mamm Marie-Louise, eo Julia ar Gallo, bet ganet e 1921 hag o chom e Kamorzh (Morbihan). Manioù bras ront a vez savet e Bro Wened, o plezhañ danvez dastumet er c’hoadeier. Ingalet e vez ar postoù ken hir ha m’eo dleet. Dambleget e vezont ha tailhet e vez ur beg lemm dezhe d’o fichañ en un nozelenn graet gant un tamm geot tortiset hag a vez lakaet e penn-krec’h ar « moul », da lâret eo ar gobari m’eo stag ar postoù outañ keit ha ma vezer o plezhañ ar pezh. Neuze e vez plezhet ar gloued gant ar c’hantenner o silañ ar gwialennoù unan hag unan etre ar postoù, en o raok hag en o dreñv a bep eil. Koad kistin eo ar postoù, pe koad all, kelenn paneveken. Plezhet e vez ar foñs gant gwial evor rusk-ha-tout hag ar bordoù gant gwial evor dirusket. A bep seurt anvioù zo d’ar pezhioù-se : sklisenn e brezhoneg, sclisse pe clisse e reter bro-Wened. Golo a vez klevet ivez digant lod.

Bout m’emañ atalier Julia e-kreiz ar c’hoad e rank mont da bell evit kaout danvez. « Bale a raen a-hed 4 pe 5 km gant ma c’henitervezed betek gar Baod ha dont a raemp war hor c’hiz, bep a fagodenn war hor pennoù. Poan-benn am bezemp alies. Ur fagodenn, soñjit ‘ta ! Kement ha 7 pe 8 kilo pouez e oa pep unan. ». « Huern »  (ur wern) a vez graet gant Julia eus ul lanneg c’hleb. Eno e paota an evor.

Pa oa-hi yaouank e yae Julia bep eil devezh gant he c’hoar, he c’henitervezed pe he moereb da evora rak aezetoc’h eo plezhañ ar gwial pa vezont glas c’hoazh. Goude-kreisteiz ez aent da foetañ ar maezioù rak plezhañ a veze graet d’ar mintin. En hañv, gant aon rak an naered e kavent gwell serriñ evor ar c’hleuzioù war vord an hentoù. « Er goañv ne vezer ket lakaet diaes gant ar raden. Glepoc’h e vez avat ha sankañ don er vouilhenn a vez graet a-wechoù. Evit an naered, bepred, n’eus ket doc’hte d’ar c’houlz-se eus ar blez ».

Julia ar Gallo, kantennourez e Kamorzh (Morbihan). © Roger Hérisset. Pep gwir miret-strizh. 2006

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Roger Hérisset, « Julia ar Gallo, kantennourez a Vro-Wened », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/julia-ar-gallo-kantennourez-a-vro-wened

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité