Neustria a veze graet eus rouantelezh frank ar gwalarn, bevennet gant al Liger er su ha gant ar Schelde pe ar Samara er biz, da vare ar Verovegiz. Broioù Naoned ha Roazhon a oa perzh anezhi. Kemeret he doa Neustria lec’h rouantelezh galian-roman Syagrius bet sujet gant Klodowig e 486. Pa varvas e vab Kloter 1añ e 561 e voe rannet e rouantelezh (Regnum Francorum) etre e bevar mab. Gant Chilperig 1añ ez eas un tiriad a voe graet Neustria anezhañ. Aostrazia er biz, Bourgondia er gevred hag Akwitania er mervent a oa an teir rouantelezh vras all. Reuz a savas etre Neustria hag Aostrazia. Renet e voe Neustria gant meur a roue, Kloter II ha Thierry III en o zouez betek diwezh ar VIIvet kantved pa dapas penntierned Aostrazia dont da vezañ mistri warni.
Da vare ar Garolegiz ne oa ket Neustria ur rouantelezh anezhi ken. Hec’h anv avat a chomas ha pa ne dalveze ket pelloc’h evit an tiriad a oa etre ar Saena hag al Liger. En VIIIvet kantved, goude alouberezh Gwened gant Pepin Verr e 753, e voe savet marzoù Breizh e korng Neustria da dalañ ouzh arsailhoù ar Vretoned. Roland e oa brudetañ prefed marzoù - pe markiz – Breizh ha pa oant peurliesañ dindan veli tiegezh frank ar Widonided, konted Naoned anezhe.
E-kerzh eil hanterenn an IXvet kantved e voe gounezet ul lodenn vat eus korng Neustria gant ar Vretoned. Evit ar Skaniz en em staljont e norzh Neustria a zeuio da vezañ Normandi. Paket e gwask an durkez e rankas rouaned ar Franked sevel daou varz a Neustria, unan a-enep an Normaned hag egile a-enep ar Vretoned. Berengar, tad-kozh Yuzhael Berengar kont Roazhon, harp pennañ Alan Varvek er brezel evit adc’hounit Breizh, an hini oa bet penntiern diwezhañ marzoù Normandi. Gant ar Robertiz, hendadoù ar Gapesianiz e voe dalc’het marzoù Neustria a-enep Breizh.