Annezidi kentañ Breizh (etre 500 000 ha 300 000 bloaz zo)
War aodoù kreisteiz an Arvor hag a-hed ar stêrioù bras dreist-holl e kaver roudoù an dud a veve da vare Henoadvezh ar maen.
War vord ar stêr Gwilen e kaver gwelead Sant-Maloù-Fili, en eil renk e-mesk al liñvadoù kozh. Diaes a-walc'h e chom da anavezout an ostilhoù war blakennigoù krag. Tro pemp pe c’hwec’h kant mil bloaz kozh e c'hellfent bezañ.
Daou rumm ostilhoù a gaver eno, reoù
maen daoudu
dreist-holl, met ivez ostilhoù un dremm lemm outo, anvet «choppers», pezh a ziskouez liesseurted mare Henoadvezh ar maen izel. An eil strollad, graet «Kolombanian» dioutañ, a gaver dreist-holl war aodoù Su an Arvorig. Tro 400 000 bloaz zo e kaved annez Sant Kolman e Karnag, staliet e goudor un trepas toullet gant krignerezh ar mor, war un draezhenn gozh, e penn-kentañ ur mare a argilerezh-mor. Dindan an uhelvor emañ an deiz a hiriv. Aroueziet eo an ostilhoù bet kavet eno a vez binviji-troc'h kempennet diwar vili hag ostilhoù skañvoc'h diwar skeltrennoù bihan hosket ha dantet munut o dremmoù.
Gwelead Menez Dregan e Ploeneg (Penn-ar-Bed), a vezer o furchal abaoe 1987, a zo ur vougev-vor gozh, kouezhet an doenn anezhi tamm-ha-tamm, ha leun-barr a ouelezennoù. Ar mod m'eo bet leuniet a c'hell testeniañ eus argemmoù an hin a-vareadoù, hag eus kemmoù bras eus live ar mor. Tro 465 000 bloaz eo annez kentañ an den. Bili kempennet a ya d'ober an ostilhoù : «chopper» dreist-holl, hag un nebeud maen «rak-daouduek»a-gevret gant skeltrennoù bet implijet pe «adaozet». Moarvat e oa tud Menez Dregan eus ar spesad Homo heidelbergensis. Anavezet eo dreist-holl Menez Dregan abalamour d' ar «frammoù» oaledoù a veze dalc'het a-ratre gant an dud, oaledoù e-touez ar re goshañ anavezet an deiz a-hiriv.
Ur gwelead mod acheulean da vat a zo bet studiet e kêriadenn Ville Mein e Plangonwal (Aodoù an Arvor). Diwar dolzennoù krag eoken eo savet an ostilhoù, an darn vras anezho maen daoudu e stumm hueg pe hirgelc'hiek.
Neandertalianed e Breizh (etre 300 000 ha 35 000 bloaz)
Eus mare krenn henoadvezh ar maen emañ an ostilhoù chomet ganto war o lerc'h. Estreget ar gweleadoù bras diwar-c'horre, liammet gant danvezennoù resis, dreist-holl kragoù eus mare an eoken, e kaver darn vras dafar henoadvezh krenn ar maen a-hed aodoù hanternoz Breizh. Ha kement-mañ abalamour d'ar c'hailhastr ha da reier ouzhpenn 'zo, abalamour ma kaver meur a c'houdor e troad an tornaodoù, goudorioù digor abaoe deroù an argilerezh-mor, hag abalamour ma veze, dreist-holl er pleg-mor Norman-Breizhat takadoù ec'hon diveuzet e penn-kentañ ar marevezhioù yen, pa vezent goloet gant glasvez ar stepennoù, debrerien-geot bras o peuriñ warno.
E gwelead Piegu (Pleneg-Nantraezh, Aodoù-an-Arvor) eo bet diskoachet un aridennad gwiskadoù stratigrafek luziet, met ivez daou pe dri frantad annezadur e mare henoadvezh ar maen.
En Il-ha-Gwilen e kaver lec'hienn Grainfollet e Sant-Suliav, ur goudor e troad un tornaod evel ma vez kement war Aodoù-an-Arvor. Tro 170 000 bloaz zo e veze annezet, e-pad ur mare ma veze kerreizh an hin. Aze e kaver ostilhoù kailhastr dreist-holl, ostilhoù disheñvelaet, gant o bordoù kengerc'hus adkempennet alies a-walc'h. Nepell eus Grainfollet, ar gweleadig bet furchet er Gastines (Sant-Per-Poualed) e c'hell bout kenstaget ouzh an hevelep pobladur. Lakaet eo bet anat un doare annezadur eno.
Gwelead arouezius Menez-Dol (Il-ha-Gwilen), tro 110 000 bloaz zo, a zo e goudor ur mell roc'h greunit. Al loened a veze debret da neuze Menez-Dol a oa dreist-holl debrerien-geot bras a gaved stank er pradennoù ec'hon, da lâret eo mammouted, kezeg, frikorneged, loened-korn bras, kirvi bras, demmed, yourc'hed, moc'h-gouez, kirvi-erc'h, kragvouc'hed, arzhed, pantered, lern, bleizi. Relegoù ar bronneged bras, evel re ar grignerien bihan, a ziskouez e veze un hin doare artek, hag un dremmwel digor, evel stepennoù gant lodennoù toundra, taiga pe koadoù boreel.
Gwelead Goareva (Aodoù-an-Arvor) a zo ur goudor e troad un tornaod, e speurenn o vezañ unan eus ar mogerennoù greunit en ur chadenn dolerit, hag ur balirig, hag un tu-diskouez war-zu ar mervent. A-live gant resed krenn al lanv emañ gwiskad‑dindan ar goudor. Tro 70 000 bloaz kozh e vefe, hervez an deiziatañ geologel. Mein-kailhastr eo hanter an ostilhoù, dolerit an hanter all, rakloueroù liesseurt savet a-feson, met nebeut eus outo, hag hoskoù ha dentigoù dentigoù outo.
Ur strollad bet studiet mat, a vez graet «Strollad Koad ar Roc'h» eus outo a-wechoù, a vod lec'hiennoù a veze dindan an amzer, ec'hon a-walc'h (war veur a zevezh-arat, betek meur a gant devezh-arat). Tro ar c'hrec'hioù e vezont holl, alies-kaer lec'h ma kaver danvezioù krai stank a-walc'h (krag eoken). Darn vras ar gweleadoù bet kavet a zo reoù Koad ar Roc'h hag ar C'hloz Ruz (Aodoù-an-Arvor), ha Ker-vouster (Penn-ar-Bed) Posupl a-walc'h e vefe diwezhat a-walc'h an annezioù-se, tro 40 000 bloaz zo, da lavaret eo tro ar c'hemm etre Henoadvezh ar maen krenn/Henoadvezh ar maen uhel.
Ar perzh splannañ eus al labouradegoù-se a chom an ostilhoù daou-duek (maen daoudu, ostilhoù adkempennet war daou du leun-barr, ostilhoù war ur sol daou-duek), Pezhioù benet war skeltrennoù int, o gorreennoù keinek peurvuiañ, stumm vioù, kalon pe tric'hornioù. Gwelet a reer enno ul lodenn pe lodennoù «dornell» ha lodennoù «dremm».
Mare an Homo sapiens en Henoadvezh uhel ar maen (etre 35 000 ha 10 000 bloaz)
N'eo ket gwall anavezet mare Henoadvezh uhel ar maen e Breizh, moarvat dre m'eo lec'hiet war deun mor-Breizh hag e oa kresket live mor Breizh goude marevezh ar skornegi bras.
Aroueziet eo gwelead Beg-ar-C’hastell e Kerlouan (Penn-ar-Bed) dre m'eo bet didroc'het mein a-lavnennigoù. Kar eo da zoare an Aorignakian, haGravesian a gaver eno ivez. Gant furchadeg lec'hienn Plasenn-al-Lomm war Enez-Vriad eo bet diskoachet un annez ec'hon a-walc'h, dindan an amzer, gant roudoù frammoù, relegoù ur c'hamp war ur savenn a-us da hen-draoñienn an Drev. Kenframmadur bloc'hoù 'zo a c'hell bout komprenet evit bout skoroù peulioù, pezh a dalvez e vije bet foukennoù vi-gelc'hiek. Ur c'hamp rannvloaziek e vefe, gant e ostilhoù arbennikaet-tre. Da vare e annezadur, tro 25 000 bloaz zo, ne vefe ket bet al lec'hienn e-tal ar mor, met tost ouzh an Drev, a veze e draoñienn o vont war-zu deun Mor-Breizh dizouret d'ar c'houlz-se.
Ne c'heller ket stagañ gant istor Henoadvezh uhel ar maen e Breizh hep menegiñ mougevioù traoñienn an Erve e departamant ar Mezven, hag a voe bet e kalon ur steuñv enklaskoù hir. Eno e kaver dija roudoù ar sevenadur solutrean, pa veze ar mare krisañ eus ar skornvezh diwezhañ, tro 20 000 bloaz zo. Ur «goudor» eo bet an draoñienn-se, ha moarvat e penn treuzvroadegoù rannvloaziek o doa laosket roudoù kampoù chaseourien bet adkavet e hanternoz Breizh. Unan eus ar mougevioù-se (Mougev Mayenne-Sciences) a zo ivez unan eus ar mougevioù kinklet (tro 25 000 bloaz zo) a zo bet kavet er penn pellañ eus gwalarn Europa.
Henoadvezh ar maen uhel pellañ en em ziskouez er C'hornôg e mare dibenn ar skornvezh diwezhañ, ur mare a gaver ennañ luskelladoù hin prim a-walc'h a gas d'an Holoken, hor mare «etreskornvezhel». En deizioù-mañ emeur o reneveziñ ar bras eus ar ouiziegezhioù skiantel. E mougev Roc’h-Toull ez eus bet kavet elfennoù (begoù kein kromm) arouezius eus mare an hen-Azilian ; moarvat e c'heller lec'hiañ an annezadur se en etre‑pazenn an Alleröd, da lavaret eo tro 12 da 11 000 bloaz a-raok hon deizioù.