Pouez arouezennoù ar yec’hed
N’eo ket kement-se e vefe diaes tizhout al lec’hioù remediañ, met ar c’hoñdisionoù bevañ eo (poanius al labour, diyac’h an annezioù, digempouez ar boued, skort ar yec’hedegezh) hag a c’hell displegañ kleñvedoù ha marvelezh penn-kentañ an Trede Republik. Ma’z eo bet kelc’hiet war tachennoù resis kaouadoù kleñvedoù evel ar c’holera a chomas tro-dro d’an Oriant tro ar bloaz 1892 (231 den marvet), memestra ez eo ar c’hleñvedoù-red a gas kalz a dud d’an Anaon : ar vrec’h a lazh 1 770 den er Mor-Bihan e 1889, daoust d’ar vrec’hidigezh. An derzhienn domm hag ar paz-moug a ra reuz ingal er c’hêrioù (tro 900 den marvet e kêr an Naoned tro ar bloavezhioù 1880).
Yec'hedouriezh ar babigoù a zo aet war-raok dreist-holl, pa varve unan diwar 6 a-raok e vloaz kentañ e 1900, met unan diwar 40 e 1960. Met ur gwander a chome c’hoazh : ar «gwalennoù sokial». E Breizh eo e varver ar muiañ gant an drouk-skevent, pe an dorzhellegezh, er bloavezhioù 1930, ha dre ar vezventi er bloavezhioù 1960. Hag hiriv an deiz c’hoazh e kaver meur a gleñved a c’hellfed tremen he-bioù dezho a-raok an oad a 65 bloaz (krign-bev, kleñvedoù benvegad red ar gwad) dre ma’z int liammet gant an doareoù-bevañs (boazioù adiktivel, yec’hed war an dachenn-labour, an endro...).
Pell en deus padet an diouer a ginnigoù
Daoust ma kaved peder gwech muioc’h a vedisined en ur ober dek vloaz ha tri-ugent, e 1965 ne gaved ket c’hoazh kement outo e Breizh (8,4 evit pep 10 000 den) pa veze 11,7 e bro-C’hall. Ouzhpenn da-se e vezent kavet er c’hêrioù pennañ dreist-holl. Ar Mor-Bihan zo unan eus an departamantoù lec’h ma kaver an nebeutañ a vedisined e 1954, ha c’hoazh gant 40% outo e Gwened pe en Oriant. Niverusoc’h e vint oc’h en em staliañ er vro a-drugarez da rannvroeladur ar stummadurioù (gant skolioù-meur medisinerezh Roazhon ha Naoned, hag hini Brest goude-se). Tamm-ha-tamm e vezont kavet ingaloc’h dre ar vro, hag er bloaz 2000 emañ 97 % eus ar Vretoned o chom dindan 5km eus ti ur medisin hollek.
Start e oa ar jeu evit ar savadurioù yec’hed goude 1945, pa grede aliesoc’h d’an dud bezañ ospitalaet : 70% eus maouezed Aodoù-an-Arvor a zeue d’an ospital pe d’ar glinikenn da wilioudiñ e 1960, abalamour ne oa ket diouzh ar reoladoù ken. Ret e oa bet modernaat anezho (al leurennoù teknikel), ha gwellaat an degemer. Ezhomm oa eus ur skoazell arc’hant digant ar Stad ; e vad a raio Breizh er bloavezhioù 1960 ha 1970 dreist-holl, gant ar raktres mezegel hag ospitalioù.
Adpaket an dale gant Breizh tamm-ha-tamm, hag e 2012 e oa kevatal niver tud a-vicher war yec’hed ar sikourioù kentañ diouzh keidenn ar Frañs, obererezh an ospitalioù dindan ar geidenn, hag ar feur aveiñ an tiez mezegiezh-ha sokial en tu all d’ar geidenn. Met kudennoù nevez a sav neuze : ne vez ket erlec'hiet ar vedisined hollek en tachennoù ha n’int ket ken dedennus, hag e kaver nebeutoc’h-nebeutañ eus spesialisted zo. Hag ouzhpenn da-se ne ya ket war-raok ingal war pep tachenn, ha dizingalded etre ar rummadoù sokial a gaver ivez. Ha disheñvelderioù a weler etre takadoù ar vro, etre ar C’hornôg hag ar Reter, etre an Arvor hag an Argoad, kement hag an disheñvelder etre Breizh ha bro-Frañs.
Ar yec’hed, afer ar rannvro
E-pad pell eo chomet obererezhioù ar yec’hed ha skoazellerezh e-touez barregezhioù ar c’humuniezhioù lec’hel, an tiez-kêr (ospitalioù ospisoù, burevioù madobererezh), hag an departamantoù (tiez ar re sot, bugale ar skoazell bublik). Ret-mat veze tapout an dilennidi e-barzh ar jeu neuze. A-bouez bras e voe perzh ar c’huzul jeneral etre an daou vrezel evit ma teufe Penn-ar-Bed da vezañ un departamant-skouer evit pezh a sell ouzh ar stourm ouzh an dorzhellegezh.
An dra-se ne blije ket kement-se d’ar yec’hedourien a felle dezho, ha ken abred hag XIXvet kantved, e vefe reolennadurioù kreñvoc’h a-berzh ar galloud kreiz. Ma teu ar reolennadur-se tamm-ha-tamm, e vo ret gortoz ar bloavezhioù 1970 evit ma teufe ar yec’hed da vout afer ar Stad. Dasparzhet eo bet ar barregezhioù da vare an digreizennañ : ar yec’hed d’ar Stad, ar sokial d’ar strollegezhioù lec’hel. E-keit-se ez eo kadarnaet reiñ d’ar rannvro ar galloud divizout ha luskañ (adaozadur melestradurezh an aferioù sokial e 1977), ur perzh a zo bet kadarnaet abaoe pa oa bet savet ajañsoù rannvroel ar yec’hed (2010). Met evit gellout kaout krog war arouezennoù ar yec’hed ha digreskiñ an dizingalded e diabarzh ar rannvroioù ez eus bet ranket lakaat a-unan an ezhommoù war an dachenn gant ar politikerezh broadel : un dae ouzhpenn evit pennadurezhioù demokratiezh ar yec’hed (kuzuliadegoù an tiriadoù ha rannvroel) hag ar strollegezhioù lec’hel (kêrioù ganto un Ofis Ker ar Sportoù, servijoù buheziñ tiriadel ar yec’hed skoazellet gant ar Rannvro).