Ar c'hlemmganoù: gerioù, sonerezh, fromoù

Aozer : Roland Brou / Eost 2019
Petra eo ur c'hlemmgan? Gerioù eo, savet war notennoù ha kanet. Gant ar gerioù-se e vez kontet ar vuhez, war he zu mantrusañ alies, dre heuliadoù skeudennoù kreñv ha resis-tre. Abalamour d'o munudoù eo e vez kaset fromoù hollvedel hag a-vremañ gant ar c'hlemmganoù.

Ar c'hlemmganoù en hengoun dre gomz

N'eo ket aes termeniñ petra eo kanioù an hengoun dre gomz met div arouezenn anezho a c'heller menegiñ. Da gentañ: n'ouzer ket na peur na gant piv e oa bet kompozet pe skrivet ar c'hanioù. Treuzkaset e vezont dre gomz ha cheñch a reont, kemmet e vezont a vuzul ma vezont treuzkaset, betek ma vije kavet degadoù pe kantadoù a zoareoù evit ar memes kanaouenn.
Ur perzh sokial o deus ivez, setu e vo a-bouez bras pe brasoc'h:

  • al lusk (kanioù da zañsal, kanioù-bale, kanioù da labourat – war vor dreist-holl)
  • ar gerioù. Er rummad-mañ e kaver an holl ganaouennoù a gont un istor da gentañ. Daou zoare anezho a zo: eus un tu, kanaouennoù a vez graet kanaouennoù da selaou anezho da gustum, ha eus un tu all, klemmganoù.

Kement kaner, kement klasker en deus e zoare dezhañ da empennañ ha da dermeniñ ar c'hlemmganoù. Bezomp eeun: kanioù a gont un istor int. Mantrus, hir ha kentelius e vezont kazi-toud.

Daou zoare klemmgan

Kanaouennoù keleier

Ar c'hlemmganoù diwar-benn darvoudoù pe torfedoù, a c'heller ober «kanaouennoù keleier» anezho, a zanevell istorioù mantrus, degouezhioù arouezius ha skrijus, alies. Dre vras e vez meneget anvioù an dud hag al lec'hioù. An dud n'o deus ket dalc'het soñj anezho kalz ha setu n'int ket bet treuzkaset kalz dre gomz. Kredapl e oant staget betek re ouzh ar fed a zeskrivont, ha dudiet eo bet an dud ganto pa oa nevez-en em gavet nemetken. Ouzhpenn da ze eo dister, dre vras, kalite o c'homzoù. Dav ‘oa d’o froduer skrivañ buan, diouzhtu goude an afer, da implij e ganaouenn e-giz ur gazetenn pe ur journal skrij. Kanet veze ar c’hlemmgan er ruioù ha gwerzhet veze war blasennoù ar marc’hadoù, e-pad ar foarioù bras, e straedoù ar c’hêrioù bras, e stumm ur follenn-nij moullet ha skeudennaouet gant koad gravet.

E dielloù an departamantoù, ar c’hêrioù hag ar broioù e kaver follennoù-nij bet moullet en 19vet kantved dreist-holl, met arabat soñjal int bet savet d’ar mare-se evit ar wech kentañ. Diouzhtu goude ma oa bet krouet ar moullañ e oa bet skignet kanaouennoù e-giz-se. Er bloavezh 1587, pa varvas Mary Stuart, e skrive Pierre de l’Estoile: «Nijal a ra ar c’hlemmganoù, ar skritelloù, al lidoù hag an diskourioù diwar-benn an drouklazh e Pariz hag e pep lec’h» (meneget gant Joseph Le Floc’h).

Lod eus ar follennoù-nij ‘veze dalc’het soñj anezho memestra, rak efedoù en doa bet an darvoud kontet en enno war an dud e-pad pell amzer. Istor peñse ar Saint-Philibert, er-maez d’an Naoned, e 1931 a vez adkavet e meur a stumm e kanaouennoù dastumet nevez-zo. Lod all a vez kanet c’hoazh kantvedoù goude m’int bet kompozet, evel La prise de Rome pe Le jugement de Bodiffé).

Follenn-nij bet skignet en Naoned e-pad an devezhioù goude an darvoud spontus c’hoarvezet d’ar Saint-Philibert e 1931

Darvoud spontus « Peñse ar Sant-Philibert », Sam Max.

Dastumad Roland Brou.

Follenn-nij bet skignet en Naoned e-pad an devezhioù goude an darvoud spontus c’hoarvezet d’ar Saint-Philibert e 1931. Soñj en do an Naonediz e-pad pell eus ar gwallzarvoud. Niverus eo bet ar c’hanaouennoù bet savet diwar e benn ha kreñv an dizemglev war e lerc’h etre emsavioù an tu kleiz ha sindikadoù eus un tu, hag an tu dehoù ha katolik eus un tu all.

Skeudenn ar Saint-Philibert. Dastumad Roland Brou

Ar c’hlemmganoù meur

Pa vez dastumet kanioù en deiz a hiziv e vez klevet ivez klemmganoù koshoc’h a vez graet «klemmganoù meur» anezho a-wechoù. E-touez kanioù kaerañ an hengoun dre gomz emañ ar re-mañ.

Pezh ‘vez klevet diouzhtu pa selaouer outo, pa ganer anezho, ez eo pegen brav e vez ar c’homzoù hag ar muzik, pegen birvidig ar stummoù taolennet, pegen kreñv ar gerioù implijet. Kantadoù a ganerezed hag a ganerien, abalamour d’an dra-se, o deus divizet deskiñ, kanañ ha treuzkas komzoù ha sonerezhioù a chom hag a chomo a-vremañ. Adkavet ‘vez enno holl demoù pennañ kement kevredigezh a zo: ar garantez hag ar marv, pa ne vefe nemet ar re-mañ. Da vezañ resisoc’h hep diskouez an holl zoareoù posupl, menegomp lod eus ar re heverkañ:

  • Le roi Renaud a gont distro ur aotrounez eus ar brezel. Kuzhet ‘vez e varv d’e wreg a zo o paouez gwilioudiñ.
  • La Blanche Biche a ziskriv ur plac’h yaouank en em droe en un hellez e-pad an noz. Drouklazhet ha debret e vez gant he breur.
  • Les Anneaux de Marianson Ur gwazh jalous a lazh e vab a-raok stlejal e wreg, he blev skoulmet gant reun e varc’h, dre holl ruioù Pariz.
  • La Fille changée en cane lec’h en em dro ur plac’h yaouank en un houad evit nompas bezañ palforset.
  • Les Trois Jeunes Filles du Lion d’or a gont istor ur vamm a lazh he bugel hag a vez kondaonet d’ar marv.
  • La Porcheronne Gwallgas a ra ur vamm-gaer he merc’h-kaer ha kemer a ra he madoù diganti betek ma teufe en-dro he gwaz eus ar brezel.

O ferzh sokial: da gentañ, reoliañ ar gevredigezh

Klemmganoù torfedel moullet war follennoù-nij en XVIIIvet, XIXvet hag e penn kentañ an XXvet kantved a lak da c’houzout peseurt istorioù mantrus zo nevez-c’hoarvezet, e-giz journalioù skrij a-vremañ. O ferzh pennañ eo met arabat disoñjal e echuont holl memes mod: karezet e vez an torfeder, ha kondaonet d’ar marv.

Skrivañ a ra Joseph Le Floc’h «perzh pennañ ar c’hlemmganoù torfedel eo klozañ un afer lez-varn. Ar pezh ‘vez kontet enno, evit gwir, eo un hollad n’haller ket digevredañ hag a grog war an tu fall, gant an torfed, evit mont en-dro dre ret war an tu mat dre hent ar merzheriañ hag ar pinijañ».

Lod eus ar c’hlemmganoù meur a zo «kanaouennoù keleier» pa gontont marv ur roue, oberioù meur un arme. Met petra ‘oa perzh pennañ seurt kanoù a zanevell gwalleurioù soudarded pa teuont en-dro eus ar brezel, gwall reuzioù dizertourien, merc’hed yaouank kondaonet p’o deus lazhet o bugel?

Pleg a ra ar muiañ anezho d’an urzh sokial. Adkpaket ha kondaonet a vo an dizertour, veñjet ‘vo ar plac’h yaouank gwallgaset gant tud he fried pa teuio eñ en-dro. E berr gomzoù, gwarezet eo an urzh sokial bewech hag echuet ‘vez an istor war an tu mat.

«Drouklazh Bruz. Lazhet ur vaouez gant he gwaz» (1901) – dastumad prevez. Louis-Modeste Simonet (1854-1933) a embannas un niver vras a gazetennoù skrij teir lodenn enno: diverradenn / klemmgan / skeudenn, ha honnezh graet gant koad gravet.
«75 den drouklazhet en ostaleri an Diaoul», tennet eus «Les Dépêches illustrées» - Mammenn: Gallica-BNF- Les Dépêches illustrées – scènes de crimes – p.39.pdf

Brav ar skeudennoù, kreñv ar gerioù

Lod eus ar c’hlemmganoù a oa bet savet evit brudañ mennozhioù ar re c’halloudus, pa vefent kostez ar Stad pe an Iliz. Ar re-mañ n’int ket deuet betek an amzer a-vremañ nemet gras d’ar gerioù a oa bet choazet evito. Anat eo ne ganer ket ken gourdrouzoù d’ar merc’hed yaouank, alioù d’ar soudarded deuet en-dro eus ar brezel da gaout ur familh tousmac’het, ar bec’h taolet war an insest en istor an heizez wenn nag ar berz d’ar soudarded dizertour. Abalamour eo ken kreñv ar gerioù hag ar skeudennoù taolennet enno int bet treuzkaset e-pad ar c’hantvedoù. Barzhoniezh eo, savet war sonerezh. Tost eo bet atav eus ur bobl he deus perc’hennet anezhi, kemeret anezhi eviti hec’h-unan, doujet outi ha laosket anezhi da vevañ evit treuzkas anezhi d’ar rummadoù war-lerc’h.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Roland Brou, « Ar c'hlemmganoù: gerioù, sonerezh, fromoù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/08/2019.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-c-hlemmganou-geriou-sonerezh-fromou

Levrlennadur

  • COIRAULT P., Répertoire des chansons françaises de tradition orale, vol. 1 – La poésie et l’amour, Ouvrage révisé et complété par Delarue Georges, Fédoroff Yvette et Wallon Simone, Paris, BnF, 1996, 566 p.
  • COIRAULT P., Répertoire des chansons françaises de tradition orale, vol. 2 – La vie sociale et militaire, Ouvrage révisé et complété par Delarue Georges, Fédoroff Yvette et Wallon Simone, Paris, BnF, 2000, 635 p.
  • COIRAULT P., Répertoire des chansons françaises de tradition orale, vol. 3 – Religion, crimes, divertissements, Ouvrage révisé et complété par Delarue Georges, Belly Marlène et Wallon Simone, Paris, BnF, 2007, 342 p.
  • DUNETON C., Histoire de la chanson française, Paris, Seuil, 1998, 2 volumes, 1099 et 1083 p.
  • GUILCHER J.-M., La Chanson folklorique de langue française, Paris, ADP, 1989, 182 p.
  • LAFORTE C., Catalogue de la chanson folklorique française, Québec, PUL, 1976-1987, 6 volumes.
  • LE FLOC’H J., « Chanteurs de rue et complaintes judiciaires », Revue d’histoire de l’enfance « irrégulière », Hors-série, 2001, pp. 93-103.
  • MOREL V., « Le phénomène de la complainte criminelle locale en Haute-Bretagne (XIXe – XXe siècle) », mémoire de maîtrise d’histoire, sous la direction d’Alain Croix, vol. 1&2, Université Rennes2, 1995.

Pladenn

« Tradition chantée de Haute-Bretagne. Les grandes complaintes », Double CD avec livret, coédition ArMen/La Bouèze/GCBPV/Dastum 44, 1998.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù