Enklaskoù Plozeved

Ur gumun eus Breizh e kalon un enklask skiantel dibar
Aozer : Bernard Paillard / C’hwevrer 2023
Etre 1961 ha 1965 e oa bet kaset da benn un enklask bras a skiantoù an dud hag ar gevredigezh e parrez Plozeved. Meur a enklasker, bev-antropologour, medisin, douaroniour, sokiologour pe istorour a oa deuet an eil war-lerc'h egile da studiañ pizh ar gumun vigoudenn vihan-se. Daoust ma oa bet graet ar studiadennoù pep hini eus he zu e vezont atav un ostilh hep par evit kompren ar cheñchamantoù don a oa c'hoarvezet e maezioù Breizh goude ar Brezel.

Er bloavezhioù 1960 e oa bet Plozeved, ur gumun vihan er Vro Vigoudenn, danvez unan diouzh an enklaskoù brasañ a skiantoù an dud hag ar gevredigezh er bloavezhioù goude ar brezel. Anavezet eo dreist-holl gant levr ar sokiologour Edgar Morin, hag hanter-kant vloaz war-lerc'h e c'heller bezañ souezhet gant niver ha liesseurted an temoù a oa bet studiet. Levr an istorour André BurguièreBretons de Plozévet a oa bet embannet e 1975 a-benn sevel sintezenn an holl studiadennoù. Levrlennadur e oberenn a ziskouez youl ar mennad hag an digustum anezhañ : c'hwec'h studiadenn vras a zemografiezh hag a vev-antropologiezh, enklaskoù douaroniezh hag istor, labourioù etnologiezh, enklaskoù sokiologel ha psiko-sokiologel, prederioù war al labour etre an diskiblezhioù. Perak e oa kement a ziskiblezhioù ? Petra a veze gortozet diwar seurt kenlabour liesdiskiblezhel ? Perak hen ober e Plozeved ? Souezhus a-walc'h eo hiziv c'hoazh e vije bet dibabet ar gumun-se. Met e gwirionez e tiskouez mat enklaskoù Plozeved penaos e veze empennet an enklask skiantel er bloavezhioù 1960.

Plozeved, danvez un « enklask stur »

Er bloavezhioù-hont renet gant De Gaulle ha Pompidou en doa dibabet ar Stad kaout un aozadur a rafe war-dro termeniñ ha kenurzhiañ politikerezh an enklask e Frañs : ar penn-dileurierezh evit an enklask skiantel ha teknikel (Délégation générale à la recherche scientifique et technique). Kredoù a voe roet d'an DGRST evit ma roje lañs da enklaskoù nevezus a lakje meur a ziskiblezh hag a ensavadur da genlabourat. Sevel a reas neuze doareoù da luskañ al labour-se, an « oberoù kendivizet », dindan aotrouniezh poellgorioù skiantel savet a-ratozh. Daou boellgor a oa karget da dermeniñ ha da gas war-raok « enklaskoù stur » e skiantoù an dud hag ar gevredigezh. Evit unan anezho e kinnigas Robert Gessain, a oa neuze rener kreizenn an enklaskoù antropologel (CRA) e mirdi mab-den, lakaat al lodenn vrasañ eus an arc'hant war un enklask bras ennañ meur a ziskiblezh. Dibab a reas kumun Plozeved. Perak ? Medisin hag arbennik war an antropologiezh viologel a oa Robert Gessain, ha kustum da studiañ pobladoù bihan. Hervezañ e oa posupl d'ur strollad bihan a enklaskerien studiañ seurt strolladoù penn-da-benn, eus o diazezoù biologel ha demografek betek o diorren teknikel, ekonomikel, sokiologel ha psikologel. Gant se e vefe komprenet gwelloc'h o cheñchamantoù.

Dibab ur boblad digenvez

Robert Gessain en doa dibabet ar boblad vihan-se gant diazez ur meizad implijet gant genetik ar pobladoù : ar « boblad digenvez », he muzuilh ar feur kenwadelezh. E Frañs d'ar mare-se e veze kavet pobladoù lec'h ma oa c'hoazh kustum a-walc'h d'an dud dimeziñ e-barzh ar memes rummad tud - pe enpriediñ. Pezh a c'helle bezañ kiriek da dreuzkas gleñvedoù diwar hêrezh. Hag anavezout a rae Robert Gessain ur medisin hag a laboure war ar goulennoù-se. Kroget gantañ ur studiadenn war ur c'hleñved nammus a-walc'h, disvellad ganedigel al lez. Evit e studiadennoù kentañ e oa deuet da Vreizh, d'ar Vro Vigoudenn evit bezañ resisoc'h. Ur wech graet tro ar parrezioù ganto e tibabas an enklaskerien kumun Plozeved : kempennet mat e oa an dielloù eno, setu posupl e vije dezho ober studiadennoù war lignezoù familh. Met perak e vefe dedennet an DGRST hag enklaskerien an diskiblezhioù all a skiantoù an dud hag ar gevredigezh gant ur boblad digenvez ? War a seblant e oa bet deuet a-benn Robert Gessain da gendrec'hiñ e genseurted er poellgor, hag abalamour n'o doa int mennad all ebet da ginnig e oant savet a-du gantañ. Gant se e c'hellent bezañ arc'hantaouet evit kas o labour war-raok hag evit brasaat o skipailhoù o tuta enklaskerien yaouank. Se a zo kaoz e voe digenvez a-walc'h ar skipailhoù studi, o tont un diskiblezh war-lerc'h eben hep dont a-benn da genlabourat da vat.

Diouzh tu an DGRST e voe lakaet ar studiadennoù diwar-benn Plozeved e rubrikenn an enklaskoù diwar-benn azasaat an dud diwar ar maez d'ar vuhez vodern. Ur goulenn pennañ a voe d'ar mare-se evit liveoù uhel ar velestradurezh publik, a c'hortoze kaout labourioù arbennikaet. Padal ne oa nemet penn-kentañ al labourioù diwar-benn ar maezioù d'ar mare-se. An istorourien a oa nevez-flamm o interest evito. Er bloavezhioù 1970 e tispako o labourioù dreist-holl. Sokiologiezh ar maezioù diouzh he zu n'edo nemet o paouez krouiñ hec'h aozadur kentañ, ar strollad sokiologiezh ar maezioù. Met o labourat e programmoù all edo kentañ sokiologourien ar maezioù hag en diavaez eus enklaskoù Plozeved e oant chomet. Setu n'o doa ket tennet profit enklaskoù Plozeved eus tabutoù hag araokadennoù o labour.

Antropologiezh fizikel, sokiologiezh, douaroniezh

Da heul ur rag-enklask e voe kaset ar studiadennoù, ur c'houlzad war-lerc'h egile, un diskiblezh war-lerc'h eben, ur skipailh war-lerc'h egile. Ken abred ha 1961 e voe sinet ar c'hoñvañsionoù kentañ. Buan e krogas skipailhad CRA mirdi mab-den e studiadennoù a antropologiezh fizikel. Ur studiadenn ledan a bsikologiezh sokial hag ur studiadenn diwar-benn stad hag emdroadur an teknikoù, er gêr hag el labour, a voe kaset er memes koulz. E 1962 e voe sinet teir c'hoñvañsion all : Claude Lévi-Strauss a vije e penn ur studiadenn war ar gerentiezh e Plozeved ; sokiologour Georges Friedmann e penn an hini war skignañ ar c'helaouiñ ha stummañ levierien ar menoioù. Eus e du e krogas Maurice Le Lannou, un douaroniour arbennik war Vreizh, hag e skipailh eus Lyon, ur studiadenn a zouaroniezh fizikel, ekonomikel ha denel. D'ar bloavezh war-lerc'h e voe tro an istorourien da zont. Lañset e voe ivez studiadennoù war ar c'hoshaat, war ar c'helenn ha war ar sevenadur hengounel. An hini diwezhañ a oa Edgar Morin da echuiñ, pa gasas e enklask er bloavezh 1965. E-pad an amzer-se e kendalc'he an etnologour Christian Pelras gant e labour « etnologiezh hollek » e Goulien e bro ar C'hab. E 1962 e oa bet lañset. Robert Gessain an hini a felle dezhañ e vije graet an enklask-mañ en ur gumun kalz bihanoc'h, bihan a-walc'h evit bezañ studiet gant un den e-unan.

Pa oa bet dibabet Plozeved n'o doa ket ijinet ar skiantourien e vije Breizh e-kerzh da adtapout dale ha da zienkañ, hag e vije kreñv ha buan neuze argerzh ar cheñchamantoù sokial eno. Gras d'an dra-se e oa bet evezhiet ha studiet gant kalz a reizhded un treuzfurmiñ edo o c'hoarvezout dre vras ha goustadikoc'h e Frañs ar bloavezhioù 1960, ha memes e kevredigezhioù ar C'hornôg dre vras. Ouzhpenn Breizh hag he c'hemmoù eo a gomprenomp gwelloc'h gras d'an enklaskoù, neuze. Karget e oa bet an istorour André Bruguière da sevel sintezenn ar studiadennoù : un daou-ugent danevell bennak a oa bet embannet ouzhpenn pennadoù e kelaouennoù skiantel. Al lennegezh puilh-se ne oa ket bet skignet kalz d'ar mare-se, ha kazi disoñjet eo hiziv. Ne chom diveuz nemet anvioù André Burguière ha dreist-holl Edgar Morin. Kement ha ma soñj da lod 'zo en doa eñ lañset, empennet ha meret an enklask a-bezh. Gwelet a reer bremañ eo chomet distag ar studiadennoù bev-antropologel eus un tu hag ar re sokio-istorel eus un tu all. Meizad ar boblad digenvez n'en deus ket servijet da liamm evel ma oa bet soñjet e penn-kentañ.

Troet gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Bernard Paillard, « Enklaskoù Plozeved », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 1/02/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/enklaskou-plozeved

BIBLIOGRAPHIE

  • PAILLARD Bernard, SIMON Jean-François, LE GALL Laurent (dir.), En France rurale. Les enquêtes interdisciplinaires depuis les années 1960, Rennes, PUR, 2010
  • MORIN Edgar, Commune en France. La métamorphose de Plodémet, Paris, Fayard, 1967. Plusieurs rééditions.
  • BURGUIÈRE André, Bretons de Plozévet, Paris, Flammarion, 1975.
  • PELRAS Christian, Goulien, une commune bretonne du Cap Sizun, Presses universitaires de Rennes, 2000.
  • MORIN Edgar, Journal de Plozévet, Bretagne 1965, (préparé et commenté par Bernard Paillard), éditions de l’Aube, 2001.
  • Pour une bibliographie complète des enquêtes voir : https://plozevet.hypotheses.org/9817
  • Le CRBC conserve le fonds d’archives d’Alexandre Albenque (AAL), chercheur ayant participé à l’Action concertée de Plozévet ainsi que  le fonds d’archives de Robert Gessain (RGE), chercheur ayant participé à l’Action concertée de Plozévet. Pour en savoir plus : https://www.univ-brest.fr/crbc/menu/Biblioth%C3%A8que+Yves-Le+Gallo+(UMS+3554)/Fonds+d'archives/Liste-des-fonds/action-concertee-Plozevet

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité

Dielloù e liamm war Bretania.bzh 
Bretania - Le portail des cultures de Bretagne