Olivier Guichard

Aozer : Christian Bougeard / Kerzu 2023

Olivier Guichard (1920-2004), bet ganet e Néac, e Jirond, en deus an titl a Varon an Impalaeriezh gant e familh. E Pariz en deus graet e studioù (Lizhiri, Gwir, Sciences Po). Etre 1947 ha 1951 eo kargad a gefridi en RPF, ar vodadeg bet krouet gant De Gaulle, ha penn kabined ar jeneral eo war-lerc'h betek 1958, p'emañ maez eus ar vuhez politikel. Kenlabourat a ra a-dost gant Georges Pompidou. Emañ e karg eus an DATAR, renerezh terkañ an tiriad e-pad ar bloavezhioù emled. Fell a rafe da Olivier Guichard mont da vinistr, met n'eo ket ali De Gaulle. Dilennet eo Olivier Guichard da gannad UD Ve e Liger-Atlantel er Baol-Gwenrann e miz Meurzh 1967, pa vez kaset meur a benn bras strollad De Gaulle da Vreizh da vezañ dilennet. Betek 1997 e vo dilennet en-dro. Kontant eo bet ar c'hannad UDR a echue e respet da leuskel e sez dezhañ pa ouie e vefe Guichard anvet da vinistr, sur a-walc'h, hag e c'hellfe kenderc'hel da sezañ. Dindan De Gaulle, ha Pompidou da heul, eo Olivier Guichard ministr an Industriezh (1967-1968), ar Steuñv ha Terkañ an Tiriad (1968-1969), an Deskadurezh Stad (1969-1972). E 1972, e klever anv Guichard e-touez ar re a c'hellfe mont da gentañ ministr, met Pierre Messmer an hini a zo anvet gant Georges Pompidou, rak kavout a ra dezhañ n'eo ket bet Guichard start a-walc'h ouzh reuz ar studierien hag al liseidi. Mont a ra da Derkañ an tiriad en-dro (1972-1974). « Baron » strollad De Gaulle anezhañ, harpañ a ra Jacques Chaban-Delmas e 1974 ha mont a ra a-enep da ren an UDR hag an RPR war-lerc'h gant Jacques Chirac. E 1976, Valéry Giscard d’Estaing, en deus ezhomm da gaout tud eus tu De Gaulle gantañ, a anv Olivier Guichard da vinistr Stad, Sieller meur, niverenn daou ar gouarnamant Barre, e-pad ur bloavezh.

E-kichen e hent ministrel en deus graet gwrizioù Olivier Guichard e Liger-Atlantel, un departamant renet gant an tuoù dehoù d'ar mare-se, o vezañ kuzulier-meur ha maer ar Baol (1971-1995). Dont a ra da vezañ prezidant kuzul-rannvro Broioù al Liger e 1974, ur garg a vo dalc'het gantañ betek 1998. Enni e vo troet war-zu Pariz ha traoñienn al Liger kentoc'h eget war-zu Breizh.

   

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Christian Bougeard, « Olivier Guichard », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 4/12/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/olivier-guichard

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù