Enez-Sun zo dezhi stumm ur gentrell reier, nebeutoc’h eget ur c’hilometr karrez enni, divoret war-bouez nebeut diwar Mor an Hirwazh. Ur meni astenn eo da Veg ar Raz : e penn pellañ Penn-ar-Bed emañ neuze. E miz Mezheven 1940 avat, p’emañ an IIIde Republik o kouezhañ en he foull e-keit ma sav diouzh un tu renad Vichy, ha diouzh an tu all Frañs Libr ar jeneral de Gaulle o kinnig dalc’her da stourm adalek Londrez, en em gav an enez e-kreiz an emgann atlantel. Bezañ lec’hiet nepell eus Breizh-Veur, se an hini zo kaoz, a-raok pep tra, ma ’z eas kuit 128 enezour etrezek Bro-Saoz. Degas a ra soñj an istorour J.F. Muracciole, sklaer-tre, penaos « er c’henarroud a oa en hañv 1940, koulz a-fet politikerezh hag a-fet brezel, e oa kalz aesoc’h d’ur Breizhad yaouank eget na oa d’un Treid-Du yaouank mont da Londrez da soudard gant an FFL ».
Rak en nevez-amzer 1940 n’eo ket digenvez tre-ha-tre Enez-Sun. Mobilizet eo an holl wazed abaoe miz Gwengolo 1939, gwir eo, ha gant se e rank an enez dioueriñ ur c’halz eus he faotred en oad da zougen an armoù, pe kentoc’h da vont da vartolod e-bourzh listri ar Royale. Padal an enez a zeu poulsadoù ar bed tre betek enni. Adalek an 10 a viz Mae 1940, peogwir ez eo bet toullet an talbenn gant an Alamaned e-kichen Sedan e teu tennoc’h an traoù, ha kaout keleier a zeu da vezañ diaesoc’h-diaesañ, ar pezh a ziskouez ez a ar jeu war fallaat war an dachenn emgann. Div wezh ar sizhun hepken e erru al lizhiri er boestoù, setu ar c’hazetennoù, en o zouez La Dépêche de Brest, a vez atav un tamm mat diwar-lerc’h e-keñver red an darvoudoù. Dre ar radio evelkent e klev an enezourien keloù eus dizeur vras ar c’hCampagne de France, hag e-kerzh miz Mezheven e klevont ivez ez eo bet kollet Roazhon, ha neuze Brest. Ouzhpenn-se e welont bagoù e-leizh o tremen dre o enezenn war o hent etrezek Bro-Saoz : evit meur a hini eur ar re-se, n’eo ket c’hoazh « rezistañ » eo emaint oc’h ober, met tec’hel kuit dirak an enebourien.
D’an 22 a viz Mezheven 1940 e klev an enezourien gant gward tour-tan Ar-Men e vo adskignet gant ar radio saoz BBC, tuchantik diouzh an noz, galv ur jeneral gall. Hennezh zo un ofisour divrud-krenn pe dost, bet Is-sekretour Stad ar Brezel hag an Difenn broadel e gouarnamant diwezhañ Paul Reynaud – ha gouarnamant diwezhañ an IIIde Republik – e-pad ur pennadig gwall verr avat, peogwir n’eo chomet nemet dek devezh war e bost. E anv ? Charles de Gaulle.
Divizet zo bet, prestik goude selaou ar galv-se, mont da Vro-Saoz da genderc’hel ar stourm asambles gant ar jeneral de Gaulle. Pemp bag zo er porzh, prest da vont : Le Corbeau des mers, ar Marius Stella, arVelleda, Rouanez ar Mor ha Rouanez ar Peoc’h – ha mont a reont kuit eus Enez-Sun pep hini d’he zro etre ar 24 hag ar 26 a viz Mezheven 1940. En holl ez eo 128 enezour, oadet etre 14 ha 54 bloaz, hag o deus kimiadet diouzh o enez ha diouzh o familhoù. Ar re a chomo bev a-douez paotred ar Frañs Libr ne welint Enez-Sun en-dro nemet e 1945.
Nag evit an Alamaned, ar re-se a erru en Enez-Sun e-kerzh an deizioù kentañ a viz Gouere 1940. Forzh pegen bihanik e ve ar gentrell reier-se ez eus anezhi ul lec’h a-bouez bras a-fet strategiezh : diwar ar garreg-se emañ dindan evezh an trafik a-bezh war chaoser Enez-Sun, ha pelloc’h, an hent da vont tre e-barzh porzh Brest. Evel e penn ur pont e-tal Bro-Saoz emañ an enez, anezhi ur seurt rakgward eus ar gKriegsmarine er Meurvor Atlantel. An dra-se zo kaoz ez eo minet ha goloet a neud-orjal pik, a-benn mirout ouzh kement dilestradeg a vefe klasket ober. N’eus ket da souezhiñ neuze ma’z eus bet lakaet gant an alouberien reolennoù eus ar strishañ da dalvezout eno.
Evit ar 128 enezour a zo dichapet kuit ez eo ar penn-kentañ eus ur pezh-mell lamm e-barzh an dianav. Didrubuilh a-walc’h eo bet an treizh betek Bro-Saoz : pa vo lavaret, gouzout a oar ar vartoloded-se diouzh ruster Mor Breizh. Erru e Bro-Saoz int bet lakaet da gentañ da servijañ e-bourzh ar vatimant Courbet, ul lestr houarnet bet savet en Oriant, bet o vrezeliñ er Brezel Bras, hag a oa aet e miz Mezheven 1940 da c’houdoriñ da bPortsmouth. Er porzh-se, a-benn ar fin, ez eo bet rekizisionet gant Breizh-Veur evit sikour da zifenn kêr bPortsmouth a-enep ar c’hirri-nij enebour.
Un nebeud deizioù war-lerc’h, d’ar 7 a viz Gouere 1940, setu kaset ar 128 enezour da Londrez d’an Empire Hall evit ma rafent anaoudegezh gant ar jeneral de Gaulle, hennezh e penn ar Frañs Libr a zo da neuze ur strolladig nevez-flamm ha gwall zister c’hoazh. Ar « Frañs peurbadel » a fell dezhi enkorfañ, e-keñver hini Vichy renet gant ar marichal Pétain, padal e fin miz Mezheven 1940 n’eus a ziazez d’ar Frañs Libr nemet un nebeud kantadoù a wazed. Ar wirionez kriz a zo er gont-se eo, pelloc’h, he dije lakaet gwaz an 18 a viz Mezheven da zisklêriañ dirak ar vartoloded vreton : « Enez-Sun zo eta ur c’hard eus Frañs ! ».
Ar 128 a Frañsizien Libr eus Enez-Sun n’o deus ket bet holl an hevelep planedenn. Kalz anezho zo bet o stourm e-bourzh batimantoù ar Forces navales françaises libres. Ar bidoc’hig anezho holl, Loeiz Fouquet, oadet a 14 bloaz e miz Mezheven 1940, a zo bet da gentañ e-bourzh ar vatimant eneptarzher Léopard, karget da ziwall al listri o treuziñ ar Meurvor Atlantel war-zu Bro-Saoz, ha da-c’houde eo bet war roll ar Maréchal Galliéni, ur mordreizher eus kompagnunezh ar Messageries maritimes bet treuzfurmet evit kas soudarded. Klet Chevert, oadet a 18 vloaz e miz Mezheven 1940, a zo bet da gentañ e-bourzh ur vedetenn, pe herrvag prim — dindan urzhioù Philippe de Gaulle, mab ar jeneral, a zeuio da vezañ amiral pelloc’h — a-raok bezañ lakaet war roll an Escarmouche, ur fourgadenn a vo unan eus he c’hefridioù gwareziñ an Dilestradeg en Normandi. Meur a hini all a yelo da fuzuilher-mor hag en em ganno e-giz-se en Afrika, kent kemer perzh e Brezeliadenn Italia ha neuze en emgannoù evit adc’hounit douar Frañs, adalek an dilestradeg e Provañs betek dieubidigezh Strasbourg. Diwar ar 128 enezour aet kuit e miz Mezheven 1940, e vanko 18 a-benn ma vo deuet ar mare da zistroiñ « d’ar gear », tro ma lavar Suniz eus o enez.