Eus 1664 betek an Dispac’h e tiflukas meur a Gompagnunezh Indez an Oriant, liammet gant Breizh an holl anezhe. Bezañ e oa dioute-holl kevreoù marc’hadourien a oa bet roet monopol ar c’henwerzh dezhe gant ar Roue, adal ma asantent postañ arc’hant bras e ekonomiezh ar rouantelezh. Evel-se e oa bet savet ur chanter ha stalieroù sevel bagoù e 1666 e kember ar Skorv hag ar Blavezh gant ar gompagnunezh a oa en em staliet e Porzh-Loeiz, goude bezañ bet en Havr-nevez. Diwar ar chanter-se e voe savet ar gêr a voe graet an Oriant diouti, da heul savidigezh ur pezh lestr 1000 tonell, le Soleil d’Orient, e anv.
Bod a roas ar porzh-mañ da holl Gompagnunezhoù Indez an Oriant, an eil war-lerc’h eben, etre 1664 ha 1794. Sur e oa an embregerezhioù-se d’ober gounid bras dre ma oa monopol ar c’henwerzh gante, da lâret eo dre ma veze termenet ar prizioù gante o-unan. Kêrioù all e Breizh a dennas gounid eus o obererezh avat : E Naoned e voe staliet ur sal-werzhañ adalek 1693 e lec’h ma teue marc’hadourien eus pep korn ar rouantelezh ; E Sant-Malo dre ma rannas ar gompagnunezh he monopol gant ar gêr eus 1708 da 1719. Evit afer-se n’haller ket lâret e tennas Breizh en he fezh he mad eus ar c’henwerzh war vor d’ar c’houlz-se… nag ar c’hontrefed kennebeut all.
Perzhioù dibar ar c’hompagnunezhoù gall
Diwezhat e kemeras ar rouantelezh c’hall he flas er c’hevezerezh a rene war ar c’henwerzh etre ar rouantelezhioù bras er XVIIvet kantved. Gant ar merour meur Colbert e voe krouet ar c’hompagnunezhoù-se avat, tra ma oant embregerezhioù prevez en Izelvroioù hag e Breizh-veur. « Tra ar roue » zoken eo bet graet gant an istorour Philippe Haudrère eus Kompagnunezh an Oriant, rannet-strizh ar galloud enni etre he sez meur e Pariz ha sez hec’h obererezh en Oriant.
Mat eo degas da soñj e oa c’hoazh eus ar c’henwerzh bras war vor a-raok ren Loeiz XIV. Gaou a reas Colbert da Vreizh avat pa serras harzoù ar rouantelezh war zigarez gwareziñ he labouradegoù, pa dape Breizh tennañ gounid eus hec’h aodoù evit gwerzhañ e lienoù dreitstholl, evel m’en diskouez c’hoazh ilizoù ha chapelioù Bro Leon. Diouzh un tu all e talvezas koll ar marc’hadoù diavaez da ziorren ar marc’had diabarzh, evit madoù all alies avat. Displeget en deus an istorour René Estienne « e oa bet savet kompagnunezhoù an Indez mod Bro-Frañs evit kemer lerc’h ar re a lakaed er-maez ar jeu hag evit derc’hel da demzañ o zachenn miret-strizh kerkent ha ma tapjed skarzhañ an Holandiz er-maez diouti ».
A benn ar fin e talvezas obererezh Kompagnunezh Indez an Oriant da gempouezañ an harz bet roet gant Colbert d’ar c’henwerzh digor. Evit gounid politikel ar Roue da vezañ splann, e c’hounid armerzhel avat ne oa ket ken splann all. Arvarus-tre e oa ar c’hlaoustre-se e gwirionez… ken arvarus ken ez eas ki ar gompagnunezh gant he c’hazh e 1865, ha hi gwriziennet mat war Enez Vourbon hag en Indez koulskoude. Displeget en deus an istorour André Lespagnol ne oa bet, diwar an 20 lestr bet paramantet abaoe 1665, nemet 10 dioute o tistreiñ d’ar porzh, karget a bepr, a lienaj kotoñs pe seiz, 5 milion a lurioù nemetken o c’hengreadur.
Evit holl Gompagnunezhoù an Indez da vezañ bet o verañ tost kement eskemm madoù etre Europa hag Azia eus deroù ar XVIIvet betek fin an XVIIIvet kantved, ne oa ket savet an holl anezhe diwar an hevelep patrom. Pa veze gwarezet marc’hadourien Breizh-Veur gant ar Royal Navy e ranke merdeidi Bro Fañs en em wareziñ o-unan ; ken brav ha ken bihan ken en em gavas tapet ar Gompagnunezh, o redek war lerc’h he lost, evel m’en displeg splann Herbert Lüthy, un istorour a Vro Suis anezhañ : « Rediet e voe ar Gompagnunezh da fardañ he listri kenwerzh evit ma c’halljent talañ ouzh listri-kours ar Saozon, ha da sevel, en he chantieroù en Oriant, listri hag a oa sañset talvezout d’an daou gevredi war un dro, ken ne oant mat na d’ar c’henwerzh na d’ar c’hours, a-benn ar fin … hag a re-se kalz keroc’h o sevel evit al listri-kours a veze savet e chanterioù ar morlu na sellent ket re a dost ouzh an dispign koulskoude ». Gwashoc’h c’hoazh : ne bade ket al listri-se gwall belloc’h evit dek vloaz, da lâret eo peder pe pemp beaj d’ar muiañ-tout. Arc’hant bras-divent an hini a veze dispignet eta evit nevesaat ar flodad ken alies-se.
Peseurt disoc’hoù ?
Pour ha trichin ac’h a d’ober disoc’hoù Kompagnunezh an Indez. Kavout a ra da René Estienne « e ro naonegezh vras 1696 da soñjal e oa bet koll ar rouantelezh a-benn ar fin rak ordin e talv serriñ an harzoù koulz ha kontañ gant gwerzh al leue bihan pa n’eo ket tostaet ar c’hole ouzh ar vuoc’h evit c’hoazh ». Memestra e oa bet broudet diorroadur toleadoù Breizh gant an implijoù bet krouet ha gant ar skiant bet prenet dre ret keit ha ma chomas kloz ar marc’had diabarzh. N’eo ket ken splann-se eta gouzout ha pinvidikaet e oa bet Breizh gant Kompagnunezhoù Indez an Oriant dre ma oa-hi perzh eus ar rouantelezh c’hall a oa koll dre vras… ha pa dape-hi hec’h-unan tennañ gounid dioute war-eeun.
An harzoù ouzh ar c’henwerzh a oa eus monopoloù Kompagnunezhoù an Indez war ar marc’had diavaez a vije bet pennkaoz ar bilañs dister-awalc’h-se hervez istorourien zo ; rak fae o doa graet ar c’hompagnunezhoù-se war deorienn ar gounidoù keñveriet bet displeget gant an armerzhour saoz David Ricardo, p’o doa en em daolet e troioù arvarus a rankent postañ arc’hant bras enne anez goût peseurt gounid a vije tennet dioute. Evit kresk Kêr an Oriant avat, boemus e voe ken e voe : Deuet e oa an tamm bourk bihan-se da vare ren Loeiz XIV da vezañ ur gêr ouzhpenn 15 000 a dud o chom enni e 1755, meret diwar ur raktres kêriekaat termenet gant Kuzul ar Roue.
Evit a sell ouzh skeudenn Rouantelezh Bro-c’hall avat e voe kalz frouezhusoc’h maread Kompagnunezhoù an Indez. Displegañ a ra René Estienne e pouezas ordin ar Stad war reolennoù an eskemmoù armerzhel, o rannañ monopol pe monopol etre kompagnunezhoù o keveziñ, pe dre gas hec’h armeoù d’o souten pa save ar brezel gant Stadoù all eus Europa. Ar Roue eta an hini a roe aotre da arc’hantaourien zo d’ober kenwerzh evit ur prantad bet termenet-strizh gantañ. « Gant-se en em gave interestoù an aksionerien en arvar da vezañ aberzhet ouzh ezhommoù all, pouezusoc’h war meno ar gouarnamant » eme Philippe Haudrière.
Klotañ a reas krouidigezh Kompagnunezhoù Indez an Oriant e 1664 gant ren Loeiz XIV, ur roue a savas Stadoù Breizh a-du gant e bolitikerezh, hag eñ arouez ar roueelezh diharz e Bro-Frañs koulskoude. Goulenn a reas ar re-se eta degemer ar gompagnunezh e Breizh gant ar soñj sachañ « ar builhentez hag ar binvidigezh » enni. Ha pa felle d’ar roueelezh astenn he galloud war ar c’henwerzh war vor dre ar gompagnunezhoù-se, diskouez perzh Bro-Chall dre ar bed a-bezh an hini a glaskas ober ivez. Sko ouzh ar « soft power » ivez an hini a ranker ober bilañs kompagnunezhoù Indez an Oriant eta, pa voe un emsavadur Stad dioute e gwirionez, muioc’h evit un embregerezh kenwerzh.
Bet troet diwar ar galleg gant : Jean-Do Robin