La vie à bord des navires de la Compagnie des Indes n’a rien d’une gentille et reposante croisière dans les mers les plus exotiques du globe. Le voyage est aussi long – plusieurs années, comme la Danaé par exemple, qui appareille en 1724 et ne revient que trois ans plus tard – que constellé de dangers : coups de vent redoutables dans le golfe de Gascogne ou au large du cap des Aiguilles, récifs d’autant plus traîtres que la cartographie maritime est encore balbutiante, combats navals contre des navires corsaires, pirates ou encore britanniques… Mais le danger le plus redouté sur ces navires en bois reste bien entendu le feu.
Ne oa ket ar vuhez war listri Kompagnunezh an Indez ur bourmenadenn war morioù plaen dindan heol splann inizi ar broioù tomm. Hir-mat e oa ar beajoù : meur a vloaz a-wechoù, evel hini an Danaé a loc’has kuit e 1724 hag a zistroas tri bloaz war-lerc’h ; ha ken arvarus all abalamour d’ar barradoù avel-dourmant e Mor Gaskonia pe e donvor beg ar Spilhennoù, d’ar c’herreg treitour ne oa roud ebet dioute war ar c’hartennoù mor evit c’hoazh, d’an arsailhoù gant ar gourserien, gant ar vorlaeron… ha gant ar Saozon ! Ha gwashoc’h c’hoazh evit pep tra, abalamour d’an tangwalloù war vourzh, brasañ anken ar verdeidi.
Evel war an holl listri d’ar c’houlz-se ne oa ket gwall aezet buhez ar vartoloded berniet e foñs kal listri Kompagnunezh an Indez. Tostaat d’ar vartoloded a c’’hoarveze d’ar veajourien ober ; en em veskañ gante avat ne raent ket rak reolennoù strizh an hini a rene plas pep rummad tud war vourzh ha ne oa ket brav d’unan klask disentiñ oute. Cheñch plas pe renk a veze graet alies koulskoude er c’hevredigezhioù bihan-se pa varve unan paneveken, da goulz un arsailh pe abalamour d’un derzhienn bennak bet tapet er broioù tomm pe c’hoazh pa zivize unan skampañ kuit pe cheñch bag da goulz un arsav e porzh pe borzh.
Ouzhpenn an diaes ma oa d’al listri-se tostaat d’an avel abalamour d’o gouelioù karrez, e rankent ober gant redioù ar verdeadurezh a-stroll, da lâret eo ingaliñ tizh pep bag diouzh an hini gorrekañ anezhe. Gant se e oa hir ha padus ar veaj davet « an Indez e bleuñv » ha gwashoc’h c’hoazh pa ranked sentiñ ouzh urzhioù strizh ha lezennoù garv kabitened, « mistri nemete war vourzh panevet Doue ».
Diaes-spontus e oa d’unan derc’hel d’e yec’hed war listri Kompagnunezh an Indez, koulz ha war re ar morlu. Seul vouc’hoc’h ha pistriusoc’h e veze an aer ordin e foñs ar bagoù-se ma vezent kaset da broioù tomm-berv ha gleb-par-teil. Ur burzhud e oa tapout kaout dour fresk war vourzh, ha ken rouezh ar glazvezh ken e kroge buan droug an douar er vartoloded. Dibaouez e roule al listri-se eus an eil bourzh d’egile, ken ront ken e oa diaes da bouzelloù ar vartoloded solutañ chom hep paskañ d’ar pesked. Gant-se e oa arvarus-tre ivez degas pe krennañ ar gouelioù pa c’hlasae an avel, dre ma ranke ar vartoloded krapat er gwernioù hag en delezioù uhelañ