Pep Rannvro a zo dezhi ur voujedenn. Da 1,33 miliard euro e save boujedenn Rannvro Breizh e 2013 da skouer.
Meur a veli zo d’ar Rannvro, sed amañ ar re bennañ :
- stummadur an dud war o micher, hag e-skeud-se kemer e karg al liseoù-micher hag ar c’hreizennoù stummañ dre an deskardelezh (CFA) ;
- sevel ha merañ al liseoù, ha kemer e karg ar c’hopridi a vez graet « TOS » anezho (teknisianed, micherourien ha tud ar servijoù) ;
- aozañ an treuzdougen dre hent-houarn er rannvro. Evit a sell Rannvro Breizh, ur pezh skodenn zo bet kendaolet ganti evit sevel al linenn Tren Tizh Bras (TTB / TGV) etre Pariz ha Roazhon ;
- terkadur an tiriad, ha dreist pep tra danzen ar gevrat raktresoù Stad-Rannvro ;
- skoazell an ekonomiezh hag an diorren ;
- an endro.
Kefridioù all a c’hell bezañ fiziet er Rannvroioù war o goulenn. Setu penaos en em gav Rannvro Breizh o verañ ar fontoù frammadurel europat. Goulennet ez eus bet ganti, en aner betek-henn avat, bezañ lakaet e karg eus merañ an dour, ur gefridi hag a c’hellfe bezañ fiziet enni e framm an « Emglev evit dazont Breizh » kinniget gant ar C’hentañ Ministr e Roazhon, e miz Kerzu 2013. Bez’ e c’hellfe Breizh ivez, gant an emglev-se, dont da vezañ ur rannvro aotreet da arnodiñ diwar meur a intrudu disheñvel. Dalc’hen soñj a ranker n’eus d’ar c’huzul rannvro tamm beli a hierarkiezh war ar strollegezhioù lec’hel all. Diwar ar pezh a oa bet embannet avat, e c’hellje ar Rannvro mont « e penn ar steud » diwar neuze.
Kuzulioù all a vez o labourat e stern ar Rannvro e Breizh :
- Kuzul an armerzh, an aferioù sosial hag an endro (CESR),
- Kuzul Rannvro ar yaouankiz,
- Kuzul sevenadurel Breizh, ur vodadenn a zo he roll kuzuliañ, dileuriet enni holl meteier an arzoù hag ar sevenadur e Breizh, krouet diwar intrudu Rannvro Breizh e 2011, ha roet dezhi anv ur gevredigezh a veze bodet ar re-se enni diaraok.