Suzanne Candré-Creston : hardizhegezh en arzoù-kinklañ

Aozer : Pascal Aumasson / Gwengolo 2023

E Pariz eo bet ganet Suzanne Candré-Creston e 1899, en ur familh a orin eus Berri, ha ne gaver Breton ebet e-touez he hendadoù. Daoust da se he deus stourmet evit brudañ arzoù-kinklañ a vije breizhat, modern ha poblek war un dro. Kemer a ra perzh e krouidigezh breuriezh arzel ar Seiz Breur en diskar-amzer 1923 asambles gant he gwaz, Reun Kreston he doa euredet e 1921. Labourat a ra gant entan evit empennañ un tres evit ur wiadenn voullet ha feilhañsoù oberiet gant Henriot. Diskouezet eo an daou dra er c'horn en deus ar strollad e Diskouezadeg arzoù ar c’hinklañ hag ar greanterezh a-vremañ e Pariz e 1925. Kemer a ra perzh e tonkad ar Seiz Breur e-pad ouzhpenn da zek vloaz, o krouiñ amprouennoù ha damskeudennoù peurgetket.

Poltred strollad bet tennet e Lokorn e 1927 (dizanv). Emañ Suzanne Creston en eil talenn, un tog ganti, etre daou waz. War ar poltred e weler Yann-Vari Perrot ha Frañsez Debeauvais ivez. Emañ Reun Kreston war benn e zaoulin, dirak ar strollad. Mammenn : Dastumadoù Mirdi Breizh. Niv. renabl : 983.0027.7

Met he doare dezhi hec'h-unan he deus kavet an arzourez yaouank ivez, ha gant se emañ e-touez ar re gentañ evit nevesaat an arzoù pleustrek. Paouez a ra da vat gant ar c'hinkladurioù a veze implijet betek re gant an arzourien rannvroel. Treiñ a ra kein d'ar c'hlichedoù boutin : ar peizant breton, kizellet gant bragoù bras ha tog gantañ, an erminigoù hag an triskelloù ivez. Er c'hontrol, ne baouez ket d'ober he mat eus stummoù ha livioù koublet a vez aozet ganti evit krouiñ ur c'heometriezh lusket. En he « rikoù taol poblek » graet gant feilhañs, e ouzhpenn kentoc'h meur a linenn lañsus du ha glas pers, glas ha melen a-wechoù (evit daveiñ da livioù breton ar mor ha bleunioù al lann).

Tres war un asied oberiet gant Suzanne Candré-Creston. Kinkladur geometrek (linennoù glas ha du) war amailh gwenn. Lezenn c'hlas war ar bord. Mammenn : Mirdi breizhek an departamant Niverenn renabl : 2004.1.21.

En amprouennoù evit kinklañ podoù-toupin he deus lamet ar stummoù ront ha dont a ra al lizherennoù da vezañ an tres gwir. Amskouer int, pezh a zegas soñj eus ar Bauhaus, ar skol tisavouriezh hag arzoù pleustrek alaman a gelenn stummoù arzel rakwardour abaoe 1919. Heñvel eo he c'hoant da lakaat ar Vretoned d'o anavezout pa empenn raktresoù gwiadennoù moullet, etre 1923 ha 1931, awenet gant arz Sonia Delaunay ivez. Afesoniñ a ra enno tresoù heñvel meur a wech ha c'hoari a ra gant ar berniañ anezho, gant o douester, gant ar c'hemm etre o livioù evit bravaat anezho ha krouiñ ur fiñv enno a-wechoù.

Raktres sifroù evit dilhad, golo-levrioù pe seier-dorn. Liv-Sina ha gouach. Bloavezhioù 1930. Dastumad prevez.

Gwelet e vez ivez pegen desket eo war arz hec'h amzer pa ra tresoù leurennaozañ evit an teatr brezhonek e 1927, evit Kelc'h keltiek Pariz.

Un atalier o deus savet ar Seiz Breur, Nadoziou e anv, ha setu ar framm eviti da glask krouiñ tresoù garlantez brodet evit lienaj-taol ha sifroù (lizherennoù gweet) a servijo, a soñj dezhi, evit saroioù, goloioù-levr pe seier-dorn. Unaniñ a ra evito stummoù leun ha solut. Stagañ a ra ivez gant nevesaat kinklerezh dilhadoù Kemper, Kemperle, Eliant hag an Erge Vras. Breutaat a ra dizehan evit ma vije embannet ur bajenn pe ur gazetenn diwar-benn gizioù Breizh, met en aner.

Paouez a ra gant he labour ur wech dispartiet, e 1945. An oberourien a zo chomet digompren hag al lodenn vrasañ anezho o deus graet fae warni, nemet Henriot. Mont a ra neuze da chom gant he c'hoar da vMénétrol-sous-Sancerre ha dihan a ra da grouiñ. Marv eo e 1979.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Pascal Aumasson, « Suzanne Candré-Creston : hardizhegezh en arzoù-kinklañ », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/09/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/suzanne-candre-creston-hardizhegezh-en-arzou-kinklan

LEVRLENNADUR

  • Aumasson Pascal, Suzanne Candré-Creston, à la source des Seiz Breur, Locus Solus, mars 2023.
  • Aumasson Pascal, Seiz Breur. Pour un art moderne en Bretagne, Locus Solus, 2023 (nouvelle édition à l'occasion du centenaire).

 

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù