Trevadenn-gastiz ar Gerveur

Un ti-kastiz da vare ar Belle Époque
Aozer : Julien Hillion / Meurzh 2024
Un ti deskadurezh-kastiz eo trevadenn-gastiz ar Gerveur, er Mor-Bihan. Digoret e voe e 1880. Ennañ, evel en holl diez-kastiz, e vez degemeret paotred oadet a 8 da 21 vloaz o deus graet, evit al lodenn vrasañ anezho, felladennoù bihan. Evel an tiez all lec'hiet war an douar bras eo e bal lakaat ar grennarded en distro evit eeunañ anezho, rak kavout a ra d'ar galloudoù publik ez eont war fallaat en o familh dezho. Gant ar bloavezhioù ha cheñchamantoù statud an ensavadur, ez eus deuet prizonidi yaouank d'an enezenn betek fin ar bloavezhioù 1970.

E-kreiz an 19vet kantved eo e vez krouet an trevadennoù-kastiz labour-douar kentañ, war-lerc'h Dispac'h 1848. Spontet eo tud ar renkadoù uhelañ gantañ, ha fellout a ra dezho neuze sterniañ ar bobl. Pal an trevadennoù labour-douar eo neuze eeunañ ar baotred baour o rediañ anezho da zeskiñ micherioù an douar. Ouzhpenn moustrañ e klask ar raktres stourm ouzh didudañ ar maezioù. Rediet eo an drevidien yaouank, neuze, da zifraostañ tachennoù douar distuz, evit ma c'hellfe tud nevez all dont da staliañ enno. Ur framm melestradurel a vez roet d'an tiez-kastiz prevez, a veze krouet e pep lec'h er vro d'ar mare-se, gant lezenn ar 5 a viz Eost 1850. Awenet eo gant mont en-dro trevadenn-gastiz labour-douar Mettray, e-kichen Teurgn, a oa nevez-krouet met deuet da vrudet dija.

Un ensavadur en e amzer

En arvar e vez lakaet an doare-kastiz-se gant donedigezh an 3de Republik, e penn-kentañ ar bloavezhioù 1870. Niverusoc'h-niverusañ e teu an droukskouerioù da vezañ abalamour d'an drevidien wallgaset, ha skoet eo ar meno foran. Burutellet eo ivez ar stummañ anezho war al labour-douar nemetken, ar pezh a zo diefed pa vez anv eus paotred yaouank o tont eus kêr evit al lodenn vrasañ anezho, hag az aio da adkavout o metoù pa vint dieubet. Ar Stad, eus e du, a fell dezhañ mirout ar gwir da gastizañ evitañ e-unan. Aliañ a ra bodad parlamantel 1872 digeriñ trevadennoù-kastiz publik, a ginnigo stummadurioù micherel a bep seurt d'ar vinored. D'ar mare-se eo e vez digoret trevadenn-gastiz ar Gerveur.

Un toull-bac'h dibar e zoare

N'eus ensavadur all ebet heñvel ouzh hemañ, a zo bet digoret e 1880. Meret eo gant ar Stad. An ti-kastiz publik kentañ bet krouet e Breizh eo eñ. A-benn un nebeud dekvloaziadoù eo distroadet gantañ ensavadurioù prevez Sant-Ilan (22) ha Langoned (56), a vez klozet e 1888 evit an hini kentañ, hag e 1902 evit an eil.

Chapel trevadenn-gastiz labour-douar Sant-Ilan e Langaeg (22). Poltred : Raphaël Binet. Mammenn : Dastumadoù Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 982.0008.42345

Dont a ra trevadenn ar Gerveur da vezañ kreizenn-gastiz Kornôg ar Frañs, neuze. E-touez an dornadig toulloù-bac'h gall staliet en inizi emañ, hag al lec'hiañ anezhañ a zo gouest da warantiñ meur a dra d'ar galloudoù publik. Ar mor a ra un harz naturel n'heller ket treizhañ hag a vir ouzh ar vinored d'achap kuit, ouzhpenn lakaat anezho pell diouzh tud o endro kozh.

Tri lec'h a z a d'ober toull-bac'h ar Gerveur, an holl anezho e Porzh-Lae. Kalon an ensavadur eo toull-bac'h Haute-Boulogne, bet savet e 1848 ha n'en doa ket degemeret nemet prizonidi en oad betek neuze. Ennañ emañ an atalieroù, al lodenn vrasañ eus ar c'houskvaoù, burevioù ar velestradurezh, ar predva hag ar c'hlañvdi. Rann ar mor a vez kavet eno, lec'h ma vez stummet ar vinored penn-da-benn war vicherioù ar mor (merdeiñ, oberiañ kordennoù, gouelioù, rouedoù), asambles gant rann an ijinerezh, lec'h ma vez kelennet meur a vicher (kere, kemener, munuzer, mañsoner, gov, hag all).

« Embregadenn war vag sonn Haute-Boulogne », penn-kentañ an 20vet kantved. Kartenn-bost gant an embannadurioù "H. Laurent". Mammenn : Dielloù departamant ar Mor-Bihan. Dave : 9FI 152/248

E kavioù Kastell-Fouquet, e-kichen Haute-Boulogne, emañ karc'harioù an toull-bac'h. Kañvaouus ha braouac'hus eo al lec'h-se ma vez bac'het ennañ an drevidien amsent peurgetket, pa c'hortozont bezañ kaset d'un ensavadur strishoc'h. Atant Bruté, pellikoc'h en douaroù, a zegemer eus e du rann al labour-douar en drevadenn. N'eo ket al labour a vank eno kennebeut (liorzhañ, ober war-dro al loened, magañ gwez…).

« Minored o liorzhañ en atant Bruté », penn-kentañ an 20vet kantved. Kartenn-bost gant an embannadurioù "J. Combier". Mammenn : Dielloù departamant ar Mor-Bihan. Dave : 9FI 152/273

E-touez stummadurioù micherel ken lies eo rann ar mor a ro lorc'h da vinistrerezh an Diabarzh. Evit gwir, digoradur toull-bac'h ar Gerveur a zo dibenn un argerzh hir, e bal krouiñ ur skol-gastiz a voused e Frañs. Ouzhpenn un taol-esae a oa bet c'hwitet a-raok, setu ma kav neuze da velestradurezh c'hall ar bac'hoù he deus kavet an doare reizh er Gerveur a-benn ar fin. Kevezerezh a raio al lec'h d'ar Saozon hag o galeoù war vor, o deus an holl gwarizi outo e Kendalc'hioù etrebroadel ar bac'hoù. Arouez ar skolioù-kastiz gall a zeu an toull-bac'h da vezañ neuze. Met kaer en deus ar Stad meuliñ skol-vor ar Gerveur, teñvaloc'h eo ar wirionez : feulster a bep seurt an hini a ra buhez pemdez ar brizonidi yaouank, eno evel en holl doulloù-bac'h.

Minored wallgaset

Evit eeunañ he minored he deus divizet melestradurezh ar bac'hoù ober gant diskiblezh an arme. Dihunet e vezont gant kleronoù, kerzhout mod an arme a reont ha bemdez, pe dost, e rankont ober pleustradegoù ha dornata armoù faos. E stumm ur « batailhon-skol », e bal kas ar vinored eus an drevadenn d'ar c'hazarn war-eeun, eo aozet an ensavadur. Setu penaos e fell d'ar Stad en em zigoll war faezhidigezh 1870 a-enep da Brusia : o cheñch ar gantreerien yaouank, ar glaskerien-vara hag ar c'hwiperien e soudarded sentus. Trevadenn ar Gerveur, doareoù an arme hag an toull-bac'h dezhi memes koulz, a rank bezañ gwelet evel ur c'hazarn bihan.

« Gweladeg ar Sul », penn-kentañ an 20vet kantved. Kartenn-bost, Dastumad "Fernand Féchant". Mammenn : Dielloù departamant ar Mor-Bihan. Dave : 9FI 152/257

E seurt endro e vez gwallskoet an dud. Da gentañ e c'houzañv ar vinored feulster fizikel stank. Dont a ra eus ar warded, soudarded kozh evit al lodenn vrasañ anezho, daoust d'ar reoliadurioù a verz strizh bezañ boufon ouzh ar brizonidi. Dont a ra ivez eus an drevidien, a zo lies-tre o c'horfoù dezho : bugale int evit lod, tud yaouank evit lod all. Gwask psikologel ar bac'hañ, a zo stag ouzh bed ar prizonioù, a ranker ouzhpennañ d'an daolenn deñval-mañ. Pell diouzh o bro ha diouzh o familh emañ ar brizonidi, hen santout a reont e meur a geñver. Skoet eo o speredoù, hag ouzhpenn da se e welont ar re all bezañ gwallgaset pa n'int ket gwallgaset int-i o-unan. Ar vinored kozh a viro kleizennoù ar bac'hañ, pa vefent fizikel pe psikologel, a-hed o buhez.

C'hwitadenn un ensavadur feulz

Eeunañ ar rederien-vro yaouank a fell da velestradurezh c'hall ar bac'hoù da vare an 3de Republik, neuze, ha sikour anezho da gaout ur vicher pa adkavint o frankiz. Met ne glot ket ar gerioù ofisiel gant gwirvoud ar vuhez pemdez en ensavadur ar Gerveur. Ur c'hwitadenn eo ar mennad da vat, ken anat hag hini ensavadurioù-kastiz all (kazarnioù, galeoù, toulloù-bac'h kreiz…). E 1927 e teu trevadenn-gastiz ar Gerveur da vezañ un ti-deskadurezh evezhiet (Maison d’Éducation Surveillée).

Predva an ti-deskadurezh evezhiet er bloavezhioù 1930. Studio Henri Manuel. Mammenn : © Ministrerezh ar Justis - ENPJJ

Met heñvel a-walc'h e chom doareoù ar bac'hañ. Pa achap kuit 56 minor d'ar 27 a viz Eost 1934 e vez gwelet splann pegen dic'houzañvus eo stuzioù buhez ar baotred yaouank. Ret eo gortoz ordrenañs 1945 ha krouidigezh an ensavadurioù publik evit an deskadurezh evezhiet (Institutions Publiques d’Éducation Surveillée), evit m'en em gavfe an desaverien gentañ e Porzh-Lae. Klozet eo an ensavadur da vat e 1977.

 

Troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Julien Hillion, « Trevadenn-gastiz ar Gerveur », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 26/03/2024.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/trevadenn-gastiz-ar-gerveur

MENEGIÑ AR PENNAD-MAÑ

Julien HILLION, «La colonie pénitentiaire de Belle-Île. Une maison de correction à la Belle Epoque », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/04/2023. Permalien : https://bcd.bzh/becedia/fr/la-colonie-penitentiaire-de-belle-ile-en-mer

LEVRLENNADUR

  • Véronique Blanchard, Mathias Gardet, Mauvaise graine, Deux siècles d’Histoire de la justice des enfants, Textuel, Paris, 2017.
  • Marie-Sylvie Dupont-Bouchat, Éric Pierre (dir.), Enfance et justice au XIXe siècle, PUF, Paris, coll. Droit et justice, 2001.
  • Michel Foucault, Surveiller et punir. Naissance de la prison, Gallimard, Paris, 1993 (1re éd. 1975).
  • Julien Hillion, Le Bataillon des « nuisibles », Les pupilles de la colonie pénitentiaire de Belle-Île-en-Mer (1880-1918), Jadis Éditions, 2022.
  • Michelle Perrot, Les Ombres de l’histoire, Crime et châtiment au XIXe siècle, Paris, Champs Flammarion, 2003.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù