Dont a ra ar sire Guy Cotten eus linennoù dilhad labour dizintrus oberiet gant nilon ha poliester (PVK). O soudañ ar gwrioù gant aer tomm, ha war-lerc'h oc'h implij teknologiezh ar frekañsoù uhel, e teuer a-benn da lakaat anezho dizintrus ivez. Ur pezh dilhad boaz eo deuet da vezañ evit ar besketaerien kement hag ar vageerien. Tennañ a ra gounit eus un neveziñ dizehan hag eus bruderezh efedus, kaset war-raok gant al logo bet empennet gant ar grafour Alain Le Quernec e 1974. Un hêrezh eo eus ar « sirajoù » kozh a veze kavet kustum e-touez dilhad ar besketaerien.
Poltred gant Jacques de Thézac. Mammenn : Mirdi breizhek an departamant. Niverenn renabl : 990754
Gant koton kriz solut-tre e veze oberiet ar « sirajoù ». Evit ma teufent da vezañ dizintrus e vezent soubet lerc'h-ouzh-lerc'h en ur poullad eoul lin ha lakaet da sec'hiñ dindan an amzer war daolennoù disjuntret o flankennoù evit ma tremenfe mat an aer. Gant al lien gros e veze kignet daouarn ar c'hemenerezed, pistiget ma oant ivez gant an nadoz na deue e-barzh an danvez nemet gant kalz a ziaezamant hag a sanke, a-benn ar fin, en o bizied. Dre forzh frotañ kroc'hen ar vartoloded e voe labezet gantañ ivez, hag e teue anafoù-kroc'hen dezho, a veze graet « bleunioù an Island » anezho.
Kustum a rae al labourerien gwiskañ ar « sirajoù » war zouar, war ar chanteroù hag er parkeier. War vor e vezent gwisket ivez gant ar vartoloded az ae da besketa war vankadoù moru an Island hag an Douar-Nevez kement hag ar re az ae da besketa war aodoù Breizh. Gwiskañ a raent neuze ar « siraj » war-c'horre o roched, o sae-c'hloan, o forpant martolod hag o bragoù lien.
Ar yachtmen a berc'henn ar sireoù evit o abadennoù Belle plaisance e bloavezhioù kentañ an 20vet kantved, ha hen gwelet a reer pa lenner ar c'hatalogoù dilhad peurc'hraet a veze oberiet evito. Kopiañ a raent hierarkiezhioù ar Morlu broadel hag an « dilhad evit ofisourien ha perc'henned » kavet enno a voe doublet gant danvezioù blot dindan ar mezher kaoutchoug : flanell e-barzh dilhad kroc'hen du ; satin e-barzh ar bragoù.
Arouez an dilhad-mor eo deuet ar sire melen da vezañ hiziv. Berzh mat en deus graet ar c'hevredad Guy Cotten a-drugarez dezhañ, betek gwerzhañ en tu all da 80 % eus an dilhad pesketa micherel e Frañs en deiz a hiziv.