Ar Breizhadezed er Brezel Bras

Aozer : Erwan Le Gall / Eost 2020
Soñjal a ra da galz a dud c’hoazh en dije talvezet ar Brezel Bras d’ar merc’hed d’en em zishualañ un tamm. Luzietoc’h eo an traoù avat, e Breizh hag e lec’h all, pa zo pour ha trichin eus an dishualat-se.

Ur stad digent an hini a voe, a-greiz-tout, hini ar merc’hed pa chomas sac’het ar Brezel-Bed kentañ er fosoù-difenn, tra ma soñje d’an holl betek neuze ne vije ket padet ouzhpenn un nebeut sizhunvezhioù. Aet e oa ar munisionoù da hesk ha mall e oa aozañ reoù all kuit a ‘n em gavout dic’houest da dalañ pelloc’h ouzh an Alamanted. Ar merc’hed an hini a rankas en em ouestlañ d’ar gefridi-se neuze, e arsanailhoù ar brezel, pa oa bet kaset ar wazed d’ar fosoù-difenn. « Munitionnettes » a veze graet dioute, un ijinadenn c’hallek hag a dalv koulz ha mindrailhoureziged.

Ne oa ket ar wech kentañ, e gwirionez, ec’h ae ar maouezed war lerc’h ar wazed bet kaset d’an talbenn p’o doa en graet c’hoazh kerkent ha toket kleier ar galv meur e miz eost 1914. Evit afer-se ne zegasas ket ar brezel kemm e plas an eil re e-keñver ar re all, un dasparzh nevez ne lâran ket. Mont a rae ar maouezed d’ober un drederenn eus poblañs oberiant Bro Frañs e 1914. Evit Breizh avat a oa ar pep brasañ eus he foblañs o chom war ar maez, e lec’h o deus labouret ar maouezed a-viskoazh, termenet strizh o c’hefridioù er menaj pa chome al labour tenn gant ar wazed avat. N’ec’h ae ket labour ar merc’hed war ar maez gant an douar nemetken avat pa veze eus ar broderezh ur gefridi dezhe o-unan gwechall. Skrivañ a ra T. Perrono, un istorour anezhañ, e oa en Amanlis, e gevred Roazhon, 610 maouez hag a zisklêrie nezañ lienoù e 1851. Tregont vloaz war-lerc’h e oa merc’hed ivez ar pep brasañ eus ar re a laboure er c’hant hag hanter-kant bennak a friturioù bet savet a-hed aodoù su Breizh.

Kartenn bost. Le Carton voyageur: AA00022580

Ha pa n’eo ket gwir o dije kroget ar maouezed da labourat er-maez an ti da goulz ar Brezel-Bed kentañ, gwir eo avat e oa bet lakaet o labour war-wel, evel ne oa bet biskoazh, gant ar c’hefridioù bet fiziet enne eus 1914 da 1918. Kement-mañ a weler splann o lenn ar pennad bet embannet gant L’Ouest-Éclair d’ar 21 a viz gouere 1917 diwar-benn Félicité Ronsin, ur plac’h yaouank 21 bloaz dezhi, eus Noyal-sur-Vilaine, deuet da vezañ kentañ karrourez kêr Roazhon dre ma oa aet ar wazed d’an talbenn. N’eo ket dre zegouezh e veze lakaet war-wel  perzh ar maouezed er c’henstriv : evit meuliñ o engouestl moarvat ha, muioc’h c’hoazh, evit embann a-vouezh-uhel unander ar vroad o talañ da Vro-Alamagn. Skeudennoù hollret an eil talbenn, hini an diabarzh, e oa eus ar mammoù, eus ar merc’hed  hag eus ar gwragez

Aze emañ talvoudegezh skeudenn ar vindrailhourezig o fardañ obuzoù en uzinioù munisionoù : un touell o kanañ meuleudi d’ar merc’hed enrollet e ekonomiezh ar brezel tra ma veze koachet an diaes ma oa o stad e gwirionez : ul labour dañjerus hag ur gopr truezus. Luziañ doareoù ar maouezed gant reoù ar wazed a rae skeudenn ar vindrailhourezig a-dra-sur : paket he blev en he c’hasketenn, bragoù ganti e lec’h ur sae ledan evel ma teree d’ur plac’h d’ar c’houlz-se, ha kement mod d’en em fichañ zo tout, kuit ne tapfe un ardivink dañjerus bennak krog en he dilhad, ken e oa tres ur gwaz ganti. Evit ar postoù-labour avat, pell e oa lod Janedig eus hini Yann vicherour : ha pa veze ar merc’hed o kompeziñ an obuzoù en uzinioù-brezel ne oa a vistri-micherourien, a evezherien ha, muioc’h c’hoazh, a verourien nemet gwazed. E 1917, e uzin poultr du Pont-ar-Veuzenn (Penn-ar-Bed) ne oa nemet gwazed eus ar sternidi, betek ar porzhier zoken. Pa veze gopret ur skribiton en 8,65 lur bemdez, well-wazh, ne veze roet nemet 4,45 lur d’ur vicherourez ha 3,67 lur d’ur gemenerez.

Gant-se e weler mat pegen touellus eo soñjal e vije bet digabestret ar merc’hed gant ar Brezel-Bed kentañ. Soñjal a ra d’an istorourez Françoise Thébaud eo « faos dre vras » ar mennozh-se ha pa vefe « rannet gant kalz a dud ». Gwir eo « e pep lec’h o doa ar merc’hed troet hag ogedet an douar, hadet, falc’het gant falc’h pe falc’herez ha serret ar foenn ». Kerkent hag an deiz war-lerc’h torr-brezel an 11 a viz du 1918 avat, adal ma ne oa ket ezhomm dioute ken evit fardañ munisionoù, e voe taolet ar mindrailhoureziged er-maez eus an uzinioù ha pedet e voent, hep tamm damant ebet, da zistreiñ d’ar gêr.66% eus ar maouezed a oa o labourat e uzin poultr-du Pont-ar Veuzenn d’an 10 a viz du 1918 a oa bet lakaet er-maez a-benn an 28. Ha Louis Loucheur, ministr an Armoù ha Greanterezh ar Brezel mar plij,  o reiñ mel dezhe par ma c’halle gant al loa-bod hag e c’henou gleb : « Rentañ servij d’o bro a rafet c’hoazh oc’h adkavout o labour kent pe o stagañ gant labourioù all bremañ p’eo deuet ar peoc’h en-dro, evel ho poa graet c’hoazh e-pad pevar bloaz o souten ar brezel ». N’eo ket aezet goût peseurt efedoù en doa bet ar brezel war stad ar merc’hed en holl metoù sokial avat. Nebeut a destenioù a gaver digant ar merc’hed war ar maez ha diaes e vez, alies, goût hiroc’h diwar buhez don ar menajoù pa glasker kompren ha kemmet e oa bet stad ar merc’hed enne gant ar Brezel Bras.

Kartenn bost. Le Carton voyageur: AB00010177Amsteriek eo ar ger « munitionnette » e-unan pa daol an dibenn-gêr « -ette » dismegañs ha diskred ouzh an unan, re bar da sell dismegañsus ar wazed ouzh ar merc’hed. Diskouez a ra ivez kevredigezh ar bloavezhioù 1920 e oa bet kadarnaet reolennoù kozh ar reizh gant ar Brezel Bed kentañ. Ha pa vije ar « paotrezed » diouzh ar c’hiz neuze, n’o doa c’hoazh ar merc’hed tost frankiz lezennel ebet kuit a aotre digant tad pe gwaz, koulz evit digeriñ ur gont er bank, sinañ ur chekenn pe ur gevrad-asurañs ha goulenn ur gartenn-anv zoken.

Dinerzhet-krenn e oa bet poblañs Bro-Frañs, bet lazhet 1 300 000 eus he gwazed war an talbenn, ken krenn ha ken munut ken e oa deuet ar genel Frañsizien vihan da vezañ un dever broadel hag ar merc’hed da vezañ lakaet da danvez-mammoù hepmuiken pe dost. Daoust da-se e sellas meur a vaouez, e Breizh koulz hag e lec’h all, ouzh ar bloavezhioù 1914-18 evel un nor bet damzigoret dezhe war-zu un dazont all, ha pa rankjont gortoz fin an Eil Brezel Bed da gaout gwir da votiñ evel an Amerikanezed hag ar Breizhveuriadezed en o raok. O kellidañ e oa ar mennozhioù bet hadet d’ar c’houlz-se memestra ha diflukañ a rejont da vat e 1938 pa dorras gouarnamant ar Front Populaire mellad 213 ar c’hod sivil hag a embanne « e ranke ar maouezed doujañ d’o gwaz ».

 

 

Bet troet diwar ar galleg gant : Jean-Do Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Ar Breizhadezed er Brezel Bras », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 25/08/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-breizhadezed-er-brezel-bras

BIBLIOGRAPHIE

 

  • Capdevila Luc, Rouquet François, Virgili Fabrice, Voldman Danièle, Hommes et femmes dans la France en guerre (1914-1945), Paris, Payot, 2003.
  • Cucarull Jérôme (dir.) et Cariou Marie-Lyse (coord.), Poudre de guerre, Pont-de-Buis 1914-1918. Histoire d’une industrie d’armement, Châteaulin, Locus Solus, 2018.
  • Dornel Laurent et Le Bras Stéphane, Les fronts intérieurs européens. L’arrière en guerre (1914-1920), Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2018.
  • Graysel Susan R., Women’s Identities at War: Gender, Motherhood, and Politics in Britain and France during the First World War, Chapel Hill, University of North Carolina Press, 1999.
  • Morin-Rotureau Evelyne (dir.), 1914-1918 : Combats de femmes. Les femmes comme piliers de l’effort de guerre, Paris, Autrement, 2004.
  • Rochefort Florence, « Laïcisation des mœurs et équilibres de genre. Le débat sur la capacité civile de la femme mariée (1918-1938) », Vingtième Siècle. Revue d’histoire, 2005/3, n° 87, p. 129-141.
  • Thébaud Françoise, La femme au temps de la guerre de 14, Paris, Stock, 1986.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité