D'ar 15 a viz Gouere 1900 e azeze ur vaouez dirak korned fonograf Léon Azoulay. Dibunañ a reas ul listennad frazennoù ha gerioù : « T’as mal à l’oraille, ta ? J’ai tombé ma. Je l’ai lavé avé de l’iao. » Roudenn dre gomz koshañ yezh Breizh-Uhel eo ar c'homzoù-se, engravet e koar. Keloù prizius-kenañ diwar-benn emdroadur ar gallaoueg a vez degaset gant an enrolladenn-se, priziusoc'h c'hoazh pa zeu gant dornskrid ar c'homzoù bet treuzskrivet.
Ne enrollas Léon Azoulay nemet ur roll koar gant ar vaouez-se. Hec'h identelezh resis n'anavezomp ket. Gouzout a ouzomp, avat, gant fichenn dastum n° 159 ar roll n° 60, e oa genidik ar yezherez eus Belenieg, ur barrez war ar maez e Liger-Atlantel, evel he zud. Oadet e oa a 34 bloaz, gouzout a rae lenn ha skrivañ, hag eizh vloaz e oa edo o chom e Pariz, lec'h ma rae ar vicher a vatezh. Heverk eo an enrolladenn-se ivez rak yezhoù estren eo a zo bet enrollet gant Léon Azoulay evit al lodenn vrasañ anezho. Yezhoù Frañs ne vezont ket kavet kalz, war-bouez ar brezhoneg hag an euskareg. Dastum an holl « rannyezhoù ha trefoedajoù » a oa en soñj Léon Azoulay abaoe ar penn-kentañ tout, avat. Hen displeget en doa en nevezamzer 1900.
E 1901 e tisplegas Léon Azoulay da izili ar C'hevredad antropologiezh perak e vanke enrolladennoù eus yezhoù Frañs. An dud a oa bet e darempred ganto ne « soursient ket kaout o mouezh en ur mirdi », emezañ. Dreist-holl, « diaesoc'h-diaesañ [e oa] kavout, e Pariz da nebeutañ, tud a oar flour o zrefoedaj c'hoazh ». « Mallusoc'h a-se » e oa neuze « enrollañ rannyezhoù ha trefoedajoù Frañs, o c'hanoù, o c'hontadennoù, hag all. ».
Hervez Léon Azoulay, ne vo ket hir an amzer a-raok ma 'z afe ar yezhoù pobl da get, a-benn nebeud ha diremed : « Mestroni ar galleg er velestradurezh, ar skol, an arme, hag an daremprediñ a ya war-gresk, a zo kaoz ez afe an holl verkoù rannvroel da get, er parrezioù bihan zoken. Perzhioù ar galleg a zeu en trefoedajoù tamm-ha-tamm, taol-mouezh ha lostgerioù an trefoedaj a zeu d'ar gerioù galleg, hag emberr n'eo ken an trefoedaj nemet galleg. An trefoedajoù, avat, n'hen disoñjomp ket, a zo yezhoù c'hoar ha kevezerezed d'ar galleg, c'hoarezed nebeutoc'h a c'hras dezho, a varv dre ar strollad en doa komzet hag a gomz galleg kaout an tu kreñv er politikerezh, en ekonomiezh hag er gevredigezh. Sed aze perak eo a-bouez bras enrollañ o oberoù lennegel, dre gomz ha kanet, gant ar fonograf. »