Eus klask un « oadvezh aour » keltiek da « oadvezh aour » an dastum

Aozer : Fañch Postic / Kerzu 2022
E dibenn an XVIIIvet kantved e weler o tiorren en Europa ul luskad a interest evit ur sevenadur pobl a c’hellfe mirout en e gerzh an eñvor eus un amzer dremenet pell zo – keltiek peurgetket –, ur c’hlask kaset da benn gant kement a virvilh ma c’heller ober a-wechoù « keltomania » anezhañ. Padal, dre reiñ lañs d’ar c’hentañ « klaskerezh war an dachenn » en deus merket ivez al luskad-se ur premedi d’an etnografiezh e Frañs. Ur roll a-bouez bras e c’hoari Breizh en diorroadur-se er palefarzh diwezhañ eus an XIXvet kantved, ur marevezh a vez kontet gant lod da « oadvezh aour », evit a sell dastum an hengoun dre gomz.

1870-1914 : « oadvezh aour » an dastum lennegezh dre gomz ?

Ar bloavezhioù 1870-1914 zo bet ur marevezh ma oa eus ar stankañ an dastum kontadennoù ha kement tra a reer anezhañ « lennegezh dre gomz », dre vras. Hervez Paul Delarue, arbennik hennezh war ar c’hontadennoù pobl, ez eus bet anezho zoken un « oadvezh aour » eus an dastum e Frañs. E 1868 e c’hellfed lakaat an deroù moarvat, ar bloaz ma voe embannet levrenn gentañ Gwerziou Breiz-Izel gant Fañch an Uhel. Asambles gant Contes bretons, bet embannet gant hennezh e 1870 e Kemperle, setu aze, e Frañs, al levrioù kentañ ma ’z eo bet lakaet e pleustr ar reolennoù strizh evit an dastum hag an embann pronet gant ar « skol gritik nevez » kerkent ha 1866.

Ur roll eus ar c’hentañ eo bet hini Breizh e-barzh al luskad-se : e 1893, pa sav Paul Sébillot ur gartenn Frañs eus ar c’hanoù hag ar c’hontadennoù bet dastumet enni, e wel penaos an hanter anezho zo bet daspugnet e Breizh. War-dro ar c’hanaouennoù pobl eo e vez kaset ar braz eus an enklaskoù, ha tamm-ha-tamm e vezont astennet larkoc’h war an dachenn a vez anvet « folk-lore » e saozneg, ur ger implijet gant diegi e Frañs avat. Ar glaskerien a vez sachet o evezh gant ar c’hultur danvezel ivez, ha kerkent hag e-kreiz ar bloavezhioù 1870 e sav mirdi Kemper dastumadegoù dilhad giz ar vro, arrebeuri ha traoù eus ar vuhez pemdeziek, a-raok na vije krouet mirdi an Trocadéro e Pariz e 1878 zoken. Intrudu forzh pegement eta, hag a vez talvoudekaet war pajennoù ar c’helaouennoù nevez a zeu war wel da neuze : Revue celtique e 1870, Mélusine e 1878, ha kelaouennoù all un tamm rannvroeloc’h evel ar Bulletin de la société archéologique du Finistère (1873) pe an Annales de Bretagne (1886). Krouet ar Revue des Traditions populaires gant Sébillot e 1886, hag hennezh eo a oa e penn an dastumadeg vras « Lennegezhioù pobl eus an holl vroadoù » krouet e 1881, an oberenn gentañ anezhi o vezañ Littérature orale de la Haute-Bretagne gantañ e-unan just a-walc’h.

War glask roudoù dre gomz un oadvezh aour keltiek ?

Folkloristed ar bloavezhioù 1870-1914 a chom tud lennek anezho avat, pennoù bras bet stummet diouzh ar c’hultur dre skrid, hag ar pezh a glaskont en hengoun ar bobl zo kozhijennoù ha « kurioziteoù », tra ken. Estreget An Uhel, n’eo ket dalc’her bev ur sevenadur pobl emaint o klask ober, pa gav dezho emañ o vont da goll tra-penn d’ar vodernelezh. Bez’ zo anezho da vat kendalc’herien an hendraourien gentañ, pa vo lavaret. En eil hanterenn an XVIIIvet kantved eo e tiorren en Europa ur sach war-zu an hendraoù keltiek, diazezet e-touez abegoù all war ur c’hoant da stourm ouzh hegemoniezh ar sevenadur klasel gall, heritour ar sevenadur gresian ha latin. Embann a ra James Macpherson e 1760, en ul levrenn, ar pezh a ginnig evel dornskridoù gant ur barzh skosat eus an IIIde kantved, Ossian. Un alter ego keltiek en doa Homer gozh eta ! Daoust d’an douetañs diwar-benn gwirionded an danvez a zo enni e ra berzh bras an oberenn-se en Europa. En Alamagn, setu ma embann ar prederour Herder ur galv evit dastum « dielloù ar bobl » a c’hellfe bezañ chomet miret e-barzh « ar varzhoniezh war gan » – ur poz a ranker kompren evel « lennegezh dre gomz » dre vras.

Poltred James Macpherson gant George Romney, hep deiziad. Wikicommons.E Frañs, meur a benn bras a vroud un hevelep klaskerezh, ha setu troet ar selloù war-zu Breizh a hañval bezañ evel ur Vro-Skos d’ar C’hallaoued. Defot kavout dornskridoù kozh a zalc’her spi da ziskoachañ memestra e-barzh levraouegoù ar c’hastelloù peotramant ar manerioù, e teu war wel tamm-ha-tamm ar mennozh-mañ : kenkoulz all ez eus chomet e memor ar bobl, anez gouzout dezhi, eñvorennoù eus an amzer dremenet a zo bremañ da vezañ dizoloet goude distlabezañ anezho, rak sur a-walc’h int bet goloet a stlabez da heul kantvedoù a dreuzkas dre gomz. Unan eus ar re gentañ o kas ar mennozh-se war-raok, kerkent hag er bloavezhioù 1790, eo ar Breizhad La Tour d’Auvergne, ha soñjoù hemañ a vez adkemeret ha kaset pelloc’h gant an Akademiezh keltiek krouet e Pariz e 1805. Jacques Cambry, ganet en Oriant, ha prezidant an ensavadur-se, a oa bet karget a gefridi e 1794 evit sevel ur renabl eus ar pezh a oa e departamant nevez Penn-ar-Bed. Aet eo an notennoù kemeret gantañ da neuze d’ober ul levr, embannet e 1799, Voyage dans le Finistère. Hengoun ar bobl a ya d’ober ul lod bras eus al levr-se, met peogwir e oa Cambry o klask ivez « barzhonegoù meur barzhed kozh Breizh », ne c’helle klozañ nemet e-giz-mañ : « Pezhioù meur an Henamzer zo aet da goll pa ’z eo aet ar varzhed d’an traoñ. » Ne c’helle ket kavout ar pezh ne oa ket anezhañ, ha dre e glask entanet war-lerc’h orinoù keltiek en deus bet tro da ober, evel meur a zen all, fazioù hag a ro peadra da vagañ ha da gadarnaat an tamall a « geltomania ».

Ur barzh (munud diwar programm brudañ un abadenn gant Théodore Botrel). Mirdi Breizh: 900.0031.1.

Ur c’hwitadenn ha pa vije bet, n’eo ket bet didalvoud-krenn embregerezh an Akademiezh keltiek. Diwarnañ e teuio betek ennomp, da skouer, labourioù ar chaloni Mahe, bet embannet gantañ e 1825 un Essai sur les antiquités du Morbihan hag a sav un doare renabl eus kement lec'h gant mein-veur en departamant : defot kaout roudoù dre skrid evit displegañ an orin anezho, ez a da c’houlenn gant an dud a zo o chom en o c’hichen. Evel-se e taspugn maread kredennoù ha mojennoù hag a c’hell sachañ evezh ar ouizieien, peogwir e treuzvev enno, kenkoulz all, roudoù eus un amzer dremenet keltiek : rak e-pad pell ez eus bet soñjet e oa ar vein-veur relegoù eus sevenadur kozh ar Gelted. D’ar c’houlz-se ivez, Aymar de Blois (bet ezel eus an Akademiezh keltiek) hag an Itron de Saint-Prix en em lak o-daou, tro-war-dro o manerioù, da zastum gwerzioù — un donder istorel zo e-barzh ar re-se. E Frañs, an dudjentil-dastumerien-se a zo gwelet evel trevidïen, da skouer Ursule Feydeau de Vaugien rak homañ, zo kaeroc’h, he deus roet gout an dastum d’he mab Théodore Hersart de La Villemarqué, sed Kervarker. Mont a ra hennezh ur c’hammed pelloc’h, hag ur c’hammed a-bouez, pa embann e 1839 e levr Barzaz-Breiz, ar c’hentañ dastumad barzhonegoù pobl e Frañs bet savet diwar ur wir labour dastum war an dachenn. Tik evel ma oa gant lennegezh kozh Kembre, Kervarker en deus bet klasket en aner traoù kevatal e-barzh dornskridoù brezhonek, setu ma soñj dezhañ en deus diskoachet roudoù eus al lennegezh-se er c’hanoù dastumet gantañ e Breizh-Izel.

Ur vammenn d’an etnografiezh e Frañs

Ar c’hlask-se war-lerc’h an orin, gant ur brav a gengej keltiek ha kristen, zo bet sujed un tabut gwall daer e-kreiz ar bloavezhioù 1860. Deuet e oa Kervarker da vezañ kendrec’het e oa bet ur stumm orin, anat dezhañ e oa bet disteraet ar stumm-se a vuzul ma veze kaset a rummad da rummad, setu defot adkavout un hevelep stumm e klask tostaat outañ dre adsevel anezhañ diwar ar stummoù liesseurt a zo en e gerzh. Reiñ gout d’al lennerien eo a vez lakaet war-raok gantañ, dreist pep tra, sed lennegezh ha kened da gentañ, rak hervez e soñj n’heller ket e mod ebet embann ar c’hanoù er stumm kriz ma oant bet dastumet : kempenn anezho zo d’ober, reneveziñ anezho diouzh ezhomm zoken. Tamall a ra enebourien Kervarker dezhañ e « froudenn a varzhelezh » a lak anezhañ da goshaat en ur mod artifisiel ar c’hanoù a vez embannet gantañ. E 1867 en em gav « tabut Barzaz-Breiz » embannet war ar groaz, met da heul ivez ur ren-dael a savo diwarnañ diazezoù nevez, spisoc’h ha strishoc’h, e-keñver metodologiezh an dastum hag an embann dielloù dre gomz. Lakaet int bet e pleustr gant An Uhel, ha gant kalz reoù all war e lerc’h, hag an oadvezh o deus digoret, ma n’eo ket bet un « oadvezh aour », a zo bet da vihanañ atav ur marevezh dastum, hag unan puilh : dre ar c’hementad hag ar c’halite he deus Breizh piaou ur wir teñzor glad dre gomz, unan c’hoantaet gant meur a vro hag a rannvro all.

 

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fañch Postic, « Eus klask un « oadvezh aour » keltiek da « oadvezh aour » an dastum », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/12/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/eus-klask-un-oadvezh-aour-keltiek-da-oadvezh-aour-an-dastum

LEVRLENNADUR

  • Postic Fañch, La Bretagne et la littérature orale en Europe, Brest-Mellac, CRBC/CIRCTO, 1999.
  • Blanchard Nelly et Postic Fañch, Au-delà du Barzaz-Breiz. Théodore Hersart de la Villemarqué (1815-1895), Brest, CRBC, 2016.
  • Postic Fañch, «  L’ère des collectes critiques (1870-1914) », in Balcou Jean et Le Gallo Yves (dir.), Histoire Littéraire et Culturelle de la Bretagne volume II, Paris-Genève, Champion-Slatkine, 1987, p. 355-365.
  • Postic Fañch, « L’invention d’une science nouvelle : la littérature orale, d’après la correspondance entre Paul Sébillot et Théodore Hersart de la Villemarqué », Bulletin de la Société Archéologique du Finistère, tome CXXVIII, année 1999, p. 285-306.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité