Meurvein Breizh

Aozer : Yannick Lecerf / Genver 2021
Kalz a roudoù eus sevenadurioù an amzerioù tremenet zo bet miret e Breizh, o vagañ hec’h Istor koulz hag he mojennoù. Stank-eston eo ar meurvein er vro-mañ, testennioù eus ar prantad neolitik (eus 5 000 da 2 500 kent JK). Bamet e vez ar weladennerien pa sellont ouzh ar savadurioù-se, eus ar re simplañ betek ar re luzietañ, a ro da ijinañ pegen bras e oa youl ha nerzh-labour ar pobladoù-se, kevredigezhioù frammet-mat anezhe dija.

Gwriziennet eo sevenadur Breizh e istor hec’h annezidi hag e liested hec’h endro gentañ. Mein-vamm liesseurt a ro lusk d’he maezioù brokus, eus al lanneier rust betek an aodoù kuñv.

 

Un annezadur a van da van

War-dro 650 000 bloaz zo e tegouezhas ar c’hentañ hendud war an douaroù-mañ, war a ziskouez ar binvioù-maen gros awalc’h (choppers ha chopping tools) bet dizoloet betek-henn. Diwar-neuze  e tremenas ar pobladoù kentañ-se eus an eil prantad skornañ d’egile (Mindel, Riss ha Würm), eus ar c’hlask boued a lec’h da lec’h d’ur gantreerezh frammet diwar ar chase. War-dro 6 000 bloaz kent JK en em stalias o meuriadoù, deuet da vezañ labourerien-douar ha saverien chatal, war tiriadoù bevennet.

Bevenniñ tiriadoù

Perc’hennañ a reas ar pobladoù-se tiriadoù pourvezet mat ha bevennet gant an torosennadur (stêrioù, uhelennoù, tornaodoù…) ha kregiñ a rejont da zifraostañ. Strollet e oa o annez damdost d’an dour. War ar c’hrec’hennoù tro-war-dro e savjont bezioù ramzel. Etre an uhelennoù gouestlet d’an Anaon hag an traoñiennoù gouestlet d’ar vuhez e tennent o mad eus ar c’herreg evit sevel parkadoù peulvanoù. An teir zachenn distag-se a ya d’ober un tiriad neolitik. Daoust da dismantroù an amzer ha d’an adlodennañ parkoù e tiskouez ar roudoù-se, a weler splann c’hoazh un tamm e pep lec’h e Breizh, peseurt mod e oa strevet ar pobladoù-se, labourerien-douar ha saverien chatal anezhe.

Ur savouriezh hag en em dro

Peulvan torr Er Wrac’h e Lokmaria-Kaer. N’anavezer hini brasoc’h evit hennezh, 18 m e uhelder. Foto gant Philippe Gouezin
Testennioù eus deroù an neolitik e Breizh war-dro 5 000 kent JK eo ar meurvein liesseurt a weler c’hoazh un tamm e pep lec’h er vro. Ramzel e oa ar re gentañ anezhe, kuit a emdroadur ebet. Tolzadoù bras-eston eo savadurioù an neolitik kentañ, ar Krugell (pe karn) , bezioù a-stroll anezhe, koulz hag ar peulvanoù (ken uhel ha 18,5 m e oa peulvan bras torr Lokmariaker). Mont a reas o ment war vihanaat hag o stumm war liesaat goude-se bep ma veze savet muioc’h-mui dioute a-hed an 3 000 bloaz a yeas d’ober an neolitik e Breizh. Ne voe ket savet meurvein ken adal ma voe mestroniet labour ar metalioù (deroù oadvezh an arem war-dro 2 200 kent JK) gant ar gevredigezh, aet beg he renkadur war strishaat c’hoazh. Talvezout a ra studi sevenadur ar meurvein da glask kompren mod preder ar pobladoù-se.

Marevezh ar c’hrugelloù

Krugell ar Mont Bihan, bet savet tamm-ha-tamm a-hed 2 000 bloaz adalek 4 600 kent JK. Foto gant Philippe Lanoë

Kerkent ha stabilet o annez e krogas an dud da gempenn kêrioù an Anaon, krugelloù bras anezhe, meur a vez enne, lec’hiet war an uhel, pell eus lec’hioù ar vuhez. Doujañs d’an Anaon, azeulidigezh zoken a hini a fellas dezhe diskouez o sevel ur pezh bez a-stroll, troet he c’hein ouzh ar mor, war veg Barnenez e Plouezoc’h. Div lodenn a ya d’ober an hir a grugell-se, meur a vez enni, 75 m he hed, 22 m he led ha bet uheloc’h evit 6 m moarvat. Savadurioù a seurt-se a gaver e Gwalarn Frañs koulz hag e arvor Breizh hag en argoad evit darn anezhe, a-hed ar stêrioù, evel krugell Ti Floc’h e Sant-Toz (29). Krennet e voe tolz ar c’hrugelloù tamm-ha-tamm, enne bezioù dishañval, hervez al lec’h hag an danvez anezhe. Unan eus div grugell ar Vein Gozh Ruz - an Arkust, Kolpoù (56) - zo c’hwec’h bez enni a-bep tu d’un trepas. E lec’hioù all, evel er Grugellig e Plañvour (56) e oa ar c’hambreier kazelet, pe logelloù speurennet enni evel e Mane-Kroc’h en Erdeven (56). Ur savadur hep e bar er prantad-se eo krugell Gavriniz, e kumun an Arvor-Baden (56), dezhi kalz a vein-sav kizellet.

Krugell Gavriniz. Arouezioù dezhe stumm al lizherenn « U » ha krommelloù gronnet an eil gant eben. Foto gant Philippe Gouezin

Marevezh an alezioù to

Dilezet e voe tamm-ha-tamm ar bezioù bras a-stroll-se ha savet e voe alezioù to en o lec’h, a bep eil gant taolioù-maen korn pe kazelet. Kavet e vez savadurioù a seurt-se eus genou al Liger betek hini ar Blavezh, taol-vaen Kernourz er Bonoù (56) en o zouez, pe c’hoazh hini ar Weremm war ragenez ar C’havr (56).

Alezioù to zo bezioù hir anezhe, strishaet toull o dor. E lec’hioù zo eo digor logell (cella) ar bez tro-kein an dar-dal. Savet eo bet an alez to gant daroù greuvaen, mikachist pe sklent (chist) en o sav, goloet gant taolioù maen bras. Goloet e vezent gant ur grugell, bevennet a-wechoù gant ur voger daroù bihan en o sav.

Savadurioù dibar a gaver ivez, evel alez to meurdezus Maen-ar-Boudiged en Ezieg (35) ha relegoù alez an Taoligoù e Kornon (56), taolioù-maen o forchedoù doare Bro-Añjou anezhe.

Alez to Treal, ur pemzek metr bennak he hed. Foto gant aotre CPIE Val-de-Vilaine

Eus ar peulvanoù ramzel d’ar parkadoù peulvanoù

Peulvan Champ-Dolent (9,30 m) e Dol. Foto gant Philippe Lanoë
Alies e kaver peulvanoù nepell eus al lec’hioù m’emañ ar vammvaen en noazh, etre al lec’hioù annez hag an dachenn gouestlet d’an Anaon. Lod eus ar c’hoshañ strolladoù mein sav avat zo bet savet da heul un hir ha pounner a chareadeg. Seitek pezh peulvan d’an nebeutañ a yae d’ober ar steudad, bet distrujet abaoe, a oa renket eus an norzh d’ar su e-tal taol ar re Varchand e Lokmaria-Kaer (56). Heverk eus savadurioù an neolitik kentañ eo o ment bras koulz hag ar mod ma oa reteriet o steudad. Tri mell meurvaen a c’heller gwelout c’hoazh er gomun-se. Peulvanoù ramzel all zo e Penn-ar-Bed (Kerloaz e Plouarzel) hag en Il-ha-Gwilun (Champ Dolent e-kichen Dol). Ken ramzel all eo ar parkadoù peulvanoù (bihanoc’h anezhe) a voe savet goude-se.

Muioc’h-mui a strolladoù bras a voe savet neuze war gwazhiennoù mein menezioù Breizh. A-hed turumennoù su-Breizh, eus ar reter d’ar c’hornog pe dost, emañ ar re heverkañ anezhe, niverusoc’h c’hoazh e komunioù an Drinded, Karnag ha Plouharnel (56). E pep lec’h e kaver strolladoù mein sav : e Monteneg (ar Vein sonn / les Pierres droites) hag e Langidig (Kêrsolan) paneveken, evit ar Morbihan ; e Sant-Yust (Cojoux), Langon (an Dimezelled), Landean (Tortis an Drouized) en Ill-ha-Gwilun ; e Kameled (al Lagad-Yar), Ploveur (Kêrflant) e Penn-ar-Bed ; e Plelin-Tregavoù (steudadoù ar Reier) e departamant an Arvor..

 

Peulvanoù da betra ?


En em astennet eo hag en em droet eo ar savadurioù mein sav-se a-hed miliadoù a vloavezhioù. N’eus liamm sklaer ebet etreze hag ar sebeliañ. Testennioù eus darvoudoù a-bouez evit pobladoù neolitik o hengoun dre gomz a oa dioute kentoc’h. Diaes eo c’hoazh avat kompren talvoudegezh an engravadennoù a gaver war darn anezhe. Ne c’heller ket o stagañ ouzh ar steredoniezh kennebeut all p’eo bet reteriet ar steudadoù-se kentoc’h diouzh ar pourvez mein a oa a-rez al leur.

Ur rummad savadurioù all eo ar sernoù meinveur, damgelc’hiek pe pevarzuek anezhe, a veze graet kromlec’hioù anezhe gwechall. Ne ouier koulz lâret netra diwar talvoudegezh ar savadurioù-se deuet war-wel en eil hanterenn eus ar prantad neolitik. Ha stag int ouzh ar steredoniezh ? Ouzh an Anaon ? N’eo ket an nebeut arc’hadoù ludu bet dizoloet tost d’ar sern doubl war Enez er Lannig er Morbihan evit reiñ un respont sklaer deomp war gement-mañ.

1 099 peulvan savet war 11 regenn a ya d’ober steudadoù ar Vaeneg e Karnag. Foto gant Philippe Lanoë
Forzh pe stumm ha forzh pe talvoudegezh a vije d’ar savadurioù meinveur e tiskouez o niver hag o emled e oant bet savet gant pobladoù frammet-mat o c’hevredigezh, stabil o annez ha frouezhus awalc’h o labour evit gallout gouestlañ nerzh hag amzer da seurt oberennoù. Testennioù zo dioute c’hoazh, en deizioù a-vremañ, eus identelezh sevenadurel greñv ar pobladoù bet savet Breizh gante.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yannick Lecerf, « Meurvein Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/meurvein-breizh

Levrlennadur :

  • Briard Jacques, Dolmens et Menhirs, Éditions Gisserot, 1990.
  • Briard Jacques, Gautier Maurice, Leroux Gilles, Les Mégalithes de Saint-Just, Éditions Gisserot, 1993.
  • Giot Pierre-Roland, L’Helgouac’h Jean, Monnier Jean-Laurent, Préhistoire de la Bretagne, Éditions Ouest-France, 1979.
  • Lecerf Yannick, Les Mégalithes de Monteneuf, Éditions Gisserot, 2001.
  • Lecerf Yannick, Les Pierres Droites, Réflexions autour des menhirs, DAO, 1990.
  • Lecerf, La Bretagne préhistorique, les peuplements des origines à la conquête romaine, Skol Vreizh, 2014.
  • Le Roux Charles-Tanguy, Gavrinis, Éditions Gisserot, 1995.
  • Le Roux Charles-Tanguy et Lecerf Yannick, Le grand cairn de Barnenez, mausolée néolithique, Éditions du Patrimoine, 2003.

renabloù pezh-Maen 

 

Dañnvez :

Alignements de Carnac : un lieu pour les dieux ? Un calendrier solaire ? C'est ce que propose de nous faire découvrir le site Panorama de l'art de la Rmn-Grand Palais.

  •  Kreizenn ar Monumantoù broadel :

http://www.culture.gouv.fr/culture/arcnat/megalithes/index.html

 

Malizenn pedagogel diwar benn steudadoù Karnag :

http://www.monuments-nationaux.fr/fichier/edu_doc/6/doc_pdf_fr_edumonume...

Darempred :

  • Les alignements de Carnac

Service d’action éducative

BP 152

56343 CARNAC

Tél : 02 97 52 77 95 ou 02 97 52 77 31

Fax : 02 97 52 77 96

Contact : Jean-Michel BONVALET

jean-michel.bonvalet@monuments-nationaux.fr

Mirdi :

Levrioù bugaleaj :

 

Video

 

arz a vremañ :

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité