Léon Azoulay a oa bet ganet en Aljer d'ar 31añ a viz Genver 1862. Mab e oa da Israël Azoulay ha da Adèle Azoubib. Ur wech diplomet gant ar vachelouriezh war al lizhiri e kuitaas Aljer, lec'h ma c'hoarveze manifestadegoù enep-yuzev. Mont a reas da Bariz da chom. Eno e krogas gant e studioù e Kevrenn ar vezegiezh, etre 1885 ha 1889. Meur a zarvoud a c’hoarvezas evit Léon Azoulay d’ar bloavezh 1892 : souten a reas e dezenn ha degemer a reas Yvonne Azoulay, e vugel kentañ. Dimezet e oa bet ouzh Jeanne Régnault ar bloaz a-raok. C'hoar Félix Régnault e oa-hi, hag a-bouez-tre e voe da Léon Azoulay kejañ outañ. An den-se, a oa bet ganet e Roazhon, medisin diouzh e vicher, a ginnigas Léon Azoulay da izili ar C'hevredad antropologiezh. Awenañ a reas anezhañ evit e virdi fonografek da zont pa dennas « krono-fotoioù » e-pad Diskouezadeg etnografiezh Afrika ar c'hornôg, bet dalc'het e Pariz, war blasenn ar Champ de Mars, e 1895.
Gant kalz a youl en doa labouret Léon Azoulay evit skiant ar fonografoù. Kregiñ a reas d'ober e vicher a vezeg en-dro goude-se, o vezañ o chom darn eus e amzer e Pariz, darn all e Sant-Tropetz. Ouzhpenn da se e kendalc'has da vezañ engouestlet e meur a gevredad skiantel, hag oberiant e voe evit gwellaat politikerezhioù publik ar yec'hed. Meneget eo e engouestloù er gazetenn La Fronde, kentañ kazetenn venelour pemdeziek, pa zisklêr un oberourez « an doktor Azoulay en deus pledet atav gant an araokadennoù sokial ha politikel ». Kemer a reas perzh Léon Azoulay en emell an dud en dienez hag e degemer ar repuidi e Pariz e-pad ar Brezel Bed kentañ. Stourm a reas gant pennadoù ha skridoù evit ma vefe hardizh ar politikerezh yec'hed a-enep d'ar sifiliz.
E-pad bloavezhioù diwezhañ e vuhez e voe engouestlet evit ma vefe roet un deskadurezh pobl diwar-benn ar yec'hederezh publik d'ar skolidi. Kinnig a reas ivez ul lezenn evit reoliañ ar werzh hag ar beveziñ togoù-touseg gouez, spontet ma oa gant an niver a dud bistriet ganto. Marv eo Léon Azoulay e Nisa d'an 30 a viz Meurzh 1926, d'an oad a 64 bloaz. Labour heverk en deus graet evit ar skiant hag ar vezegiezh e vuhez-pad. E Sant-Tropetz eo douaret.