Lucien Neuwirth

Aozer : Marine Gilis / Genver 2022

Adalek kreiz ar bloavezhioù 1960 e teu ar bilulenn da vezañ implijet gant kalz muioc’h a verc’hed hag emañ e-kreiz ar gaoz er mediaoù : er skinwel, er c’helaouennoù, er c’hanaouennoù e teu da vezañ un arouez eus ar cheñchamantoù sokial emeur en gortoz da gaout. Ar bolitikourien a lak o c’hrabanoù war ar sujed ivez, da skouer dre ginnig terriñ al lezenn a vez berzet ganti abaoe 1920 koulz an hilastaliñ, koulz ar bruderezh evitañ. Unvanet eo an tu-kleiz e 1965 da gas François Mitterrand e-barzh, evit ma yaje da brezidant ar Republik. Keveziñ a ra gant Jean Lecanuet, paotr ar c’hreiz, ha gant ar prezidant Charles de Gaulle. E balotaj en em gav « gwaz an 18 a viz Mezheven » war-lerc’h an dro gentañ. N’eus ket tres gwall vodern war ar strollad gaullist, ha Lucien Neuwirth, un den kentoc’h divrud anezhañ, a zo plaset mat evit kas en-dro an diviz diwar-benn an hilastaliñ hep na c’helljer krediñ evit kelo-se ez eo e soñj hini e gostezenn a-bezh.

Orin eo Lucien Neuwirth eus Saint-Étienne, e departamant al Liger, ha bez’ ez eus anezhañ ur gaullist istorel peogwir e oa aet gant tud ar Frañs Libr e 1943, d’an oad a 19 vloaz. Harzlammer e oa bet er Special Air Service, hag e miz Eost 1944 en doa lammet diwar ur c’harr-nij war douar Breizh, demdost d’an Intel, hag adarre en nevez-amzer 1945 en Izelvroioù da geñver an taol-brezel Amherst. Kemeret en doa e gartenn er strollad RPF kerkent ha 1947, ha dilennet e oa bet er bloaz-se ivez e kuzul-kêr Saint-Étienne, ar gêr ma oa bet ganet enni. Eno e oa e karg eus ar skoazell sokial, sed en doa bet tro da vezañ test evit ar wech kentañ eus poanioù ar merc’hed p’en em gavont dougerez a-enep o c’hoant

Ur wech trec’het François Mitterrand, da Lucien Neuwirth eo e voe degaset e skoazell gant an MFPF (Mouvement français pour le planning familial), sikouret hennezh muioc’h-mui gant pennoù bras eus ar politikerezh, gant tud bet ganto ar priz Nobel, gant intelektualed… ar pezh a sach warnañ a vil vern ar selloù hag ar resped. Setu ma teu ar c’hannad da vezañ evel un astez pont etre kostezenn ar gaullisted hag an MFPF, e-keit ma teu gwazed stankoc’h-stankañ da vezañ izili eus hennezh, ar planning. Astenn a ra Lucien Neuwirth e rouedad, daremprediñ a ra tud evel Pierre Simon, medisin ha frañmason, anezhañ unan eus krouerien Ar vammelezh eürus (La Maternité Heureuse), un den emoueslet e-barzh luskad ar gwilioudiñ diboan, a vo embannet gantañ e 1972 ur studiadenn a-bouez bras diwar-benn seksualegezh ar Frañsizien, anvet ar Rapport Simon.

Neuze e teu an hilastaliñ da vezañ ur gaoz politikel a vez lakaet kred enni, ha darev da vezañ graet rendael diwar he fenn er breujoù. Ur gaoz en em zalc’h ar gouarnamant pell deuzouti c’hoazh koulskoude, hep stankañ an hent dezhi avat. Ha setu ma ’z eo votet al lezenn Neuwirth e 1967 ha lakaet da dalvezout adalek 1972-1973, aotreet ganti brudañ hag implijañ an hilastaliñ.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Marine Gilis, « Lucien Neuwirth », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/01/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/lucien-neuwirth

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité