N’eo ket anavezet gant Republik Frañs e vefe eus strolladoù sevenadurel ha yezhoniel
Da gentañ-penn e kaver un hent o tibuniñ adalek mare ar Renad kozh evit unvaniñ tiriadoù ar Frañs war an tachennoù politikel, sevenadurel ha yezhoniel, evit sevel skeudenn ur vroad unvan. Hag evit-se n’eo ket anavezet gant ar Republik e vefe eus strolladoù sevenadurel ha yezhoniel, minorelezhioù kenelel ha relijiel. Ne vez anavezet nemet ar c’heodedour, gant doujañs evit reolenn ar gevatalded. Padal pa gomzer eus anadenn an enbroañ e ranker ober anv eus liested kenelel, sevenadurel, relijiel. Evit talañ ouzh al liested – pezh a lak en arvar mennozh ar vroad unvan– e teu ar Republik da gas ur «respont» d’ ar raktres «heñveladuriezh» : an estrañjour a ya da get, evit bezañ «teuzet» e-barzh «kumuniezh ar geodediz». Deuet eo kevredigezh ar Frañs da zisoñjal eo bet savet he foblañs diwar estrañjourien a-hed ar c’hantvedoù. Ken gwir eo m’eo bet diskuilhet gant an enklaskoù nevez kaset da benn e vefe un den diwar pevar er Frañs a vefe diwar an enbroerezh. Ensavadurioù ar Republik, (ar skolioù, an arme) – met ivez an iliz, an uzinoù, ar sindikadoù – o deus bet ur plas ledan a-walc’h er raktres «heñvelaat», e doare-ober unvanidigezh sevenadurel an dud, pe e vefent tud diabarzh ar vroad (sevenadurioù ha yezhoù rannvroel), pe tud deuet eus an diavaez (enbroerezh diavaez).
Un danvez studi istorel nevez eo an enbroerezh
E-doug ar bloavezhioù 1980 e oa deuet da vout anat ne dalveze ket an enbroerezh war dachenn al labour hepken, un enbroerezh a boblañs a oa ivez. An istorour Gérard Noiriel en deus taolet pled ouzh istor an enbroerezh, ouzh pezh en deus degaset an estrañjourien da vuhez demografel, ekonomikel, sokial ha sevenadurel ar Frañs. E penn-kentañ e vuhez micherel en doa savet un istor eus bed ar vicherourien dre vras (hep disoñjal darvoudoù an enbroerezh). E skeud-se en doa gellet diskouez perak ne gaver ket roud eus an enbroerezh– diabeg koulskoude – en istorouriezh klasel. Lakaat a ra war-ziskouez pezh zo da c’hounit ma teufe «memor an enbroidi» war-wel, koulz evit an enbroidi hag evit o diskennidi, hag evit kevredigezh Frañs a-bezh. Gant ar geodedourien en em vodet e kevredigezhioù er bloavezhioù 1990 eo bet roet lañs d’an tabut foran diwar-benn an ezhomm sevel ul lec’h-koun war an enbroerezh. Ret e vo gortoz ur pemzek vloaz bennak koulskoude evit ma teufe da wir ha da benn-vat Kêr Vroadel Istor an Enbroerezh (a vez graet Mirdi Istor an Enbroerezh hiriv an deiz), ha gortoz seizh vloaz goude-se evit ma vefe digoret ez-ofisiel…
N’eus ket a-walc’h a enbroerien e rannvro Breizh evit ma vefe anavezet an enbroerezh
Evit pezh a sell ouzh Rannvro Breizh, ne sav ket an endro a-du gant ma teufe istor an enbroerezh war-wel, ha da gentañ abalamour d’an niver bihan a enbroerien hiriv an deiz. Gwir eo n’eus ken met 93 325 enbroad e Breizh e 2011, pezh a ziskouez ez eo unan eus ar rannvroioù ma kaver an nebeutañ a enbroerezh. Ne ra an enbroidi nemet ul lodenn vihan eus ar boblañs (2,9 %) hag eus hollad an enbroerien a gaver er Frañs a-bezh (1,6 %). Met ma chom dister a-walc’h an niver a enbroidi e ranker anzav en deus kresket dre bemp gwech etre 1975 ha 2009, pa n’en deus kresket eus de 9,7 % war dachenn ar Frañs (izel-tre e chom ar sifroù memestra : 3 771 141 estrañjour er Frañs pa veze 57 256 e Breizh e 2009). Evel e lec’h all e kaver an enbroidi er c’hêrioù bras dreist-holl, evel e Roazhon, lec’h m’emaint war-dro 8 % eus ar boblañs.
Anavezout an enbroerezh evit ur vro lies ha digor
Bez zo eus an enbroerezh e Breizh hiriv an deiz. Met gwechoù zo e seller outañ evel un darvoud digudenn, abalamour m’eo ar Vretoned degemerusoc’h ha madelezhusoc’h eget e lec’h all peurliesañ. Gwechoù all e seller ouzh an enbroerezh evel un danvez difennet kaozeal diwar e benn, gant aon na rafe ur « sach-avel ». Un arguzenn a gaver muioc’h-mui abaoe ar bloavezhioù 2000, gant un niver brasoc’h-brasañ a c’houlennerien-bod er rannvro, betek m’eo stanket ar stignad degemer.
Padal, degemer enbroerien ha goulennerien-bod a zo deuet da vezañ ur glaoustre a-bouez, e Breizh koulz hag e lec’h all. Memestra evit pezh a sell evit pezh a sell ouzh an enframmañ a-drugarez da gentelioù Galleg ha d’ar stourm ouzh an disparzhañ. Al lure a vez gant tud zo da anzav e vez hag e vo eus un enbroerezh - ha pa vefe dister ar sifroù zoken, rak sevel a ra framm ar vro, ha war-gresk e ya – ne sikour ket da gas da soñjal er pezh zo c’hoarvezet en amzer dremenet, ha da sevel goulennoù war pezh o deus degaset an enbroidi d’ar vro gwechall.
Ret eo bet d’un dornadig enklaskerien ha mirourien glad pennek, met ivez sikour ar Stad, hini ar Rannvro hag hini meurgêr Roazhon evit ma veze savet an diskouezadeg Treuztiriañ, bet kinniget e Mirdi Breizh e 2013. En ur deurel ur sell war monedone ar poblañsoù e Breizh – ar re a ya hag ar re a zeu – eo bet lakaet war-ziskouez an enbroerezh e Roazhon, Brest ha Sant Brieg. Gant ma sikouro an istor-se, hini an enbroerezh e Breizh, desachañ evezh meur a hini evit mont war-zu anzav ur vro lies ha digor en amzer a-vremañ, en amzer dremenet, en amzer da zont.