E Frañs e voe ar bloaz 1657 hini an dro-vorianeta gentañ, a zigaeas eus Naoned. D'ar bloaz-se ivez e voe degemeret, e lez Loeiz 14, ar geginerien italian gentañ a ouie fardañ ar chokolad. Ha gant ar chokolad e oa sot Anna Aostria (1601-1666), mamm ar roue.
Muioc'h-muiañ a uzinoù sukr hag a grazerezhioù kafe a veze kavet er bennvro. En trevadennoù e oa niverusoc'h-niverusañ ar strilherezhioù gwin-ardant, hag an uzinoù rom. Sot e oa ar renkadoù pinvidikañ gant kement tra a zeue eus an tiriadoù-se. Evit o c'hontantiñ e oa gwall ijinek an artizaned, chemet nevez dezho. Gregoù, podoù-te, podoù-chokolad, podoù-sukr, piñsedoù sukr, poultrennerioù, bolennoù-punch, « taolioù-kabared » ha boestoù-butun a voe kavet neuze e tiez ar vourc'hizien.
Emañ skignañ ar produioù o tont eus an trevadennoù e-kreiz dalc'hoù bedelaat an eskemmoù, a c'hoarveze, ne oa ket etre tri, met etre pevar c'hevandir — Europa, Afrika, Amerika hag Azia. Er bed a-bezh e tremene ar spisoù, ar seizoù, al lienoù koton livet en Indez, ar porselenennoù hag al lakennoù e Sina. Kempleshoc'h e oa hentoù ar marc'hadourezhioù-se eget ar pezh a seblante. Da skouer, lod eus ar gwiadoù indiat a yae betek Europa a veze kaset, a-benn ar fin, da aodoù Afrika, evit ar morianeta atlantel.
Evit a sell ar produioù o tont eus plantadegoù ar sklavelourien, en 18vet kantved e oant skouer skrijusañ ur sistem produiñ askoridik diwar c'houst ul lodenn eus ar bed evit ul lodenn all anezhañ.