Diouzh un tu, ar roue Loeiz XI, habask, aheurtet ha strategour, ne baouez ket da fichañ ar pezhioù evitañ da dapout an tu kreñv. Diouzh an tu all, an dug, Frañsez II, an tu gwan gantañ, rediet d'en em zifenn. Sklaer eo ez eo dugelezh Breizh ur Stad emren e-tal ar rouantelezh, gant e harzoù, e arme, e voneiz, e velestradur, hag e briñs-emveli «dug Breizh dre c'hras Doue».
En ur vont gant an hent lezennel e klask ar roue da gentañ da dennañ gounid eus an abegoù niverus d'en em chikanañ a gaver amañ hag ahont, pe e vefe a-zivout melestradur an dugelezh, pe war an dachenn, diwar-benn ar marzoù end-eeun, p'emañ lagad an holl warno. Gant an hevelep tro-spered emañ pa embann setañsoù en enep da Frañsez II, gant ar soñj rediañ anezhañ da zilezel e garg a « aotrou souveren dre c'hras Doue», engwiriet da gognañ moneiz aour, da sevel tailhoù, ha da lakaat ur gurunenn war e ardamezioù ! A-benn ar fin e adprenas ar gwirioù a chome gant diskennidi ar re Bentevr, hag e klaskas plantañ tan en-dro e chikan hêrezh tron an dug, dreist-holl ma varv an dug dishêr ! (lennit ivez an teuliad war emgann an Alre).
Met kement-se a oa kalz a voged gant nebeut a dan ! E gwirionez ne voe ket pell an daou du da gompren ne vefe ket tizhet ar pal ganto keit ma ne 'z afent ket war dachenn ar brezel… ur brezel ne baouezas ket nemeur etre ar bloavezhioù 1460-1480, dindan daou stumm : « digor » etre 1465 h 1468, e 1472 hag e 1484 ; met « lamprek », ivez, a-hed ar bloavezhioù-se, e-kreiz an «arvar bras-meurbet» tro-war-dro d'an harzoù. Adalek kreiz ar bloavezhioù 1480 e ya an traoù war washaat, gant ur «strollad Gall» levezonus-te o tiflukañ e metoù uhelañ Stad an dug, ur strollad a glaske distabilaat ar gouarnamant ha prientiñ an darvoudoù da zont. Evel-se, e miz Meurzh 1487 e voe sinet «emglev Kastell-Briant» ken brudet, war intrudu Frañseza Dinan. Trubarderezh da vat e voe an emglev-se, rak gantan e voe tizhet ar pal pouezus-meurbet hag a roe aotre d'an arme Gall da aozañ un emelladenn war douar Breizh... en eskemm e vefe anavezet gwirioù Charlez VIII war an dugelezh ! Pa oa kont e-giz-se e c'helle kregiñ an taolioù-brezel war an ton bras.