Pipe Bands breizhveuriat o deus sonet war an talbenn belgiat e-pad ar Brezel-bed kentañ, hag un distigner eo bet evit ar Vretoned a zo krog neuze da seniñ binioù bras skos. Pelloc'hik war-lerc'h e vo krouet ar bagadoù. Neuz vat o devez ar strolladoù tramor ha piket eo kalonoù ar soudarded, re un dornad tud desket a Vreizh dreist-holl, a gav dezho ez eus « kendirvi » eus ar Skosiz, p'eo kar o istor hag o yezhoù. War ar santimant a identelezh-mañ e kemero harp ar re a empenno ar strolladoù sonerezh a vo anvet bagadoù diwezhatoc'h. Unan anezho, bagad Lann Bihoue, a deuio da gaout ur statud ofisiel e Frañs.
Pariz, 1932 : krouet eo Kenvreuriez ar Viniaouerien
Dek vloaz war-lerc'h ar Brezel Bras e vez prenet ur binioù bras skos gant Hervé Le Menn a zo o chom e Pariz d'ar mare-se. Kenvreuriez ar Viniaouerien (K.A.V.) a vez krouet gantañ pevar bloaz goude, e 1932. Kemer a ra perzh ar strollad en abadennoù aozet gant ar c'hevredigezhioù a ro lañs da vuhez sokial ha sevenadurel ar Vretoned e Pariz.
E penn kentañ ar bloavezhioù 1930 eo deuet ar binioù da vezañ giz kozh dija : gant an akordeoñs pe an dreujenn-gaol, binvioù modernoc'h anezho, e vez sonet an dañsoù e Breizh, hag e Pariz e vez kaset ar baloù-dañs gant Arverniz, pa ne gaver ket ken a sonerien vreizhat. Neuze n'eo ket adlañsañ ar binioù kozh a vo graet, met kregiñ d'ober gant ar bagpipe evit seniñ daou-ha-daou kement hag e strolladoù, asambles gant bombardoù ha taboulinoù, evel er Pipe Bands. Gouzout a reer mat penaos e teu an dud da vezañ tomm ouzh un hengoun, ha pa vefe cheñchet pe kemmet. Pa vezont pell diouzh ar vro e teu an divroidi da vezañ emskiant eus o identelezh. Lañsañ ur « c'hiz » a reont, hag a-drugarez dezhi e teu ar re chomet er vro da gaout ur sell nevez war an hengoun. An divroidi a vo bodet er memes « bagad » a deu eus kement korn-bro a zo e Breizh, hag hengoun ur C'hernevad n'eo ket heñvel ouzh hengoun un Tregeriad. Met e Pariz e ranker bezañ breizhat ha kaout un identelezh vreizhat. N'eo ket kopiañ ar Pipe Bands skos a raio ar sonerien, neuze, met krouiñ strolladoù nevez o fatrom, a vo graet « bagadoù » anezho.
Binioù nevez e divskouarn ar Vretoned
Met o vervel emañ an hengoun d'ar mare-se. Pelec'h e vo kavet binvioù ? E Bro-Skos e c'heller pourvezañ anezho, met n'eo ket anat. Dorig Le Voyer, ken-diazezer KAV, a grog neuze d'oberiañ binioù bras skos kement ha bombardoù. Nevez pe bras a vo graet eus e vinioù modern ; kozh pe vihan a vo graet eus ar binioù hengounel. Ar binioù graet gant Le Voyer n'int ket toniet evel ar bagpipe. Ur c'horn-boud pe daou o devez a-wechoù, hag ar bizerezh anezho a zo « eeunoc'h » eget hini ar binioù bras skos, hag heñveloc'h dreist-holl ouzh hini ar vombard. Met ne zeu ket a-benn Dorig Le Voyer da respont d'an holl c'houlennoù, ken bras ma 'z eo an interest evit ar strolladoù nevez. Eus ar Rouantelezh Unanet e teuio ar binioù alies, enta.
A-bouez eo al leurenniñ ivez er berzh a ra ar strolladoù sonerezh nevez. Ur gwiskamant o devez ar sonerien, rubanet eo o binioù, hag, evel er Pipe Bands e tibun ar sonerien e mod an arme. E 1937, da lavaret eo pemp bloaz war-lerc'h m'eo bet krouet KAV, eo pedet ar genvreuriezh da seniñ da c'houel ar Bleun-Brug da Blougastell-Daoulaz. Bamet eo sonerien ar Vro. Fell a rafe dezho sevel seurt strollad e Breizh, emezo. Met daleet e vo abalamour d'ar brezel.
Bodadeg ar sonerion, ur bodad graet gant koubladoù sonerien da gentañ
E Roazhon en em gav Le Voyer pa 'z eo disoudardet. Sevel a ra B.A.S., Bodadeg Ar Sonerion, gant pemp soner all, Polig Monjarret en o zouez. Seniñ a reont evit ar wech kentañ e porzh Breujoù Breizh e Roazhon, e miz Mae 1943. Ar memes c'hoant a zo gant an holl ziazezourien : nevesaat un hengoun-muzik a zo o vervel. Met ne fell ket dezho krouiñ strolladoù evel KAV. Bodañ ar c'houbladoù sonerien en ur gevredigezh c'halloudus hag aozet mat a fell dezho ober. D'o soñj eo ar c'houblad « modern » bombard-binioù bras hini an amzer-da-zont. A-benn ar fin eo ar c'houblad hengounel a vo adlañset ganto, rak bravoc'h eo d'ar binioù bras bezañ sonet er strolladoù. Hag en arme eo e vo savet an hini kentañ.
Al laz binioù kentañ en arme
Krouet e oa bet an 71vet Batailhon Troadegiezh ur bloavezh war-lerc'h an eil Brezel Bed, hag e Dinan edo e gwarnizon. Ar c'hentañ laz binioù en arme a voe savet ennañ. Graet e vez « clique de binioù » anezhañ gant Émile Allain. Un ezel eus BAS a zo anezhañ, a oa krog da seniñ binioù bras pa oa bet bamet gant ur soner bagpipe en doa klevet e Sant-Nazer da heul an dilestradeg. Sevel ha ren a ra Émile Allain ar strollad kentañ-mañ da vare e goñje. Harpet eo gant penn ar batailhon, un den hag en doa bet plijadur o klevout ar Pipe Bands breizhveuriat o seniñ gant ar Gevredidi en doa gwelet dilestrañ. E 1947 eo fromet an arvesterien a glev al laz o seniñ e Karaez.
E-touez an arvesterien emañ Polig Monjarret, a grouo Kevrenn Paotred an Hent Houarn ur bloavezh war-lerc'h. D'ar memes bloavezh, da heul ur gwall-tan e Brest, ez aio sonerien da labourat asambles gant kelc'h keltiek ar vro a-benn krouiñ abadennoù, o fal dastum arc'hant evit ar reuzidi. Emaint o paouez krouiñ Kevrenn Brest Sant-Mark. Gwelet fall eo ar ger « bagad » c'hoazh, ha graet e vez kentoc'h gant ar ger « kevrenn », rak e-pad an Ac'huberezh e oa bet dibabet an anv Bagadoù Stourm gant milisoù Strollad Broadel Breizh a-du gant an nazied. E-kreiz ar bloavezhioù 1950 e teuio ar ger bagad da vezañ implijet gant an holl evit berraat al lavarenn « bagad sonerion ».
« Ar brederi evit an urzh hag an dinded m'eo dellezek Breizh anezhi »
Krouerien ar bagad kentañ, bet savet e Dinan e 1946, o doa goulennet gant BAS e vefe pourchaset sonerien ha binvioù dezho. Kemer a raio ar vodadeg divizoù evit spisaat petra eo ur bagad : niver e sonerien, tonegezh e vinvioù, urzh e sonerien en dibunadegoù, e sac'h-tonioù, kadañs ar bale, tempo e sonioù, hag all. E 1953 e termen ul listennad gourc'hemennoù brezhonek a servijo da genurzhiañ ar sonerien « gant ar brederi evit an urzh hag an dinded m'eo dellezek Breizh anezhi », a skriv Polig Monjarret e-barzh Ar Soner, al lizher a vez embannet abaoe miz Mae 1949. Setu ma tenn ar c'hoari er bagadoù eus ur seurt spered-brezel, hep mar na marteze. N'eo ket evit bezañ tost ouzh an arme, nag evit dibab an tonioù, met pa vez anv eus an aozadur, hag eus talvoudoù 'zo evel ar sentidigezh, ar rikted, ha spered ar stroll.
Lann Bihoue : anaoudegezh ar bagadoù gant ar Morlu
Bagadoù-arme ez eus anezho, met n'eo ket bras o niver e-keñver ar strolladoù sivil. Ouzhpenn da vagad an 71vet Batailhon e Dinan, a vo oberiant betek 1950, e vez krouet un nebeud bagadoù all, evel hini la Lande d’Ouée, hini Saint-Mandrier, hini skol yec'hed ar morlu e Bourdel, lec'h ma vez stummet kalz a Vretoned. Hini Lann Bihoue a zo furmet e 1952. E fin miz Eost e c'hoarvez. Emañ Pierre Roumegou, mestr pennañ anezhañ, e post ar vistri e bon aer-vorel Lann Bihoue. Seniñ ar vombard en doa graet betek 1924, hag ur vombard a wel o tont maez eus chakod ur gweladenner. Setu-hi en e zaouarn hag eñ da gregiñ gant un ton. Dizampart eo e penn-kentañ met daoust d'an dra-se e sav lod eus an ofisourien edo o koaniañ en e gichen, hag int da zañsal. Anadiñ a ra sonerien ar bon e-pad an devezhioù war-lerc'h : pevarzek anezho a zo ezel eus strolladoù er vuhez sivil. Setu krouet ar bagad. E Skaer e vo dalc'het e gentañ abadenn ofisiel d'ar bloavezh war-lerc'h. D'an 11 a viz Gwengolo 1956 eo lakaet e vezañs da vezañ ofisiel gant un dekred ministrel.
Ne c'hell ket bagad Lann Bihoue bezañ ezel eus BAS, kemer perzh er c'henstrivadegoù aozet ganti kennebeut all, rak ur strollad-arme a zo anezhañ. Padal ez eus ereoù kenetrezo. E gwirionez n'eo ket aes kaout sonerien nevez evit ar bagad pa vezont dibabet e-touez soudarded ar bon nemetken. E 1962 e tiviz an Arme-vor e vo digor d'ar soudarded c'halvet, ha kinnig a ra da Bolig Monjarret dibab ar sonerien wellañ e-touez ar baotred yaouank en oad d'ober o servij. Betek 2001 e sono tud yaouank oc'h ober o servij er bagad. Gant ur genstrivadeg e vezont tutaet, hag a-drugarez dezho eo lies ar sonerien hag uhel atav al live. Ar gwir o devez ar re yaouank c'halvet da vont kuit eus Lann Bihoue evit ur mare, a-benn seniñ gant o bagad kentañ e-pad ur genstrivadeg pe un abadenn a-bouez. Ur wech disoudarded eo aet o live war wel a-galz. Un dra vat evit o bagad. Setu penaos en deus kemeret perzh bagad Lann Bihoue e buhez sonerezh ar vro. Eus an daou du ez eus bet gounidoù, rak sonerezh an Arme-vor en deus graet e vat eus an drevourien, hag int eus ur mare evit gwellaat o live sonerezh. Sur a-walc'h eo bagad Lann Bihoue ar strollad sonerezh nemetañ en arme a ziskouez un identelezh lec'hel, o vezañ memes koulz un arouez evit ar Frañs en estrenvro. Memes mod, a-benn ar fin, m'eo ar Pipe Bands skos arouez ar Rouantelezh Unanet... Evit lidañ e 70 vloaz en deus digoret dibunadeg ar 14 a viz Gouere e Pariz e 2022.
Troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos