Marie-Barbara Le Gonidec
Ijinourez studi eo Marie-Barbara Le Gonidec evit ministrerezh ar sevenadur. Etno-muzikologourez eo hag aozerez un dezenn diwar-benn ster arouezius ar binvioù sonerezh e Bulgaria. Ezel eo bremañ eus al labourva « Héritages » (CNRS-Cergy Université-ministrerezh ar sevenadur). An hini ziwezhañ eo bet e penn departamant etno-muzikologiezh mirdi broadel an arzoù hag an hengounioù pobl (1937-2013). Pa 'z eo embannet dalc'had dielloù kefridi 1939 war folkor sonerezh Breizh-Izel e 2009 e tiviz ober ul labour embann war zielloù etno-muzikologiezh ar mirdi-labourva nevez-serret. Gouestlañ a ra al lodenn vrasañ eus hec'h amzer-labour d'an oberenn-se bremañ. Embann a ra an dielloù e stumm niverel peurgetket (https://les-reveillees.ehess.fr/).