Laz binioù 73vet RIT Gwengamp e 1915

Aozerez : Marie-Barbara Le Gonidec / Gwengolo 2023

D'an 3 a viz Gouere 1915 e embann ar gazetenn L’Illustration poltred daou soudard eus 73vet Rejimant troadegiezh tiriadel Gwengamp (RIT) o seniñ ar binioù hag ar vombard. Gloazet e oa bet soudarded an 73vet RIT, asambles gant re all war dalbenn an Yser (Belgia), pa oa bet implijet gazoù en un argadenn evit ar wech kentañ, e miz Ebrel 1915. Lakaet en deus o c'homandant, Aymar de Quengo de Tonquédec e anv, ouzhpennañ « an daou venveg muiañ-karet gant an Arvorig kozh » d'e daboulinoù ha d'e gleronoù evit kalonekaat e soudarded, « ken don ma oa e santimant breton », evel ma skriv kazetenner L'Illustration. Gouzout mat a ra De Tonquédec ez eus bet ul laz graet gant daouzek soner e 48vet RIT Gwengamp etre 1900 ha 1905. Met n'eo ket padet ouzhpenn 5 bloaz. Ouzhpenn da se en deus anavezet unvezioù ar broioù kevredet war an talbenn belgiat pa oa eno ken abred hag an diskar-amzer 1914. En o zouez emañ ar rannarme ganadian kentañ, enni rejimantoù graet gant Skosiz o deus ur Pipe Band. Reoliek e oa ar strolladoù-se en arme breizhveuriat abaoe ar bloavezhioù 1850. E Frañs e vez ul laz-seniñ renet gant ur penn diplomet e pep rejimant oberiat. Met er rejimantoù adarme ha tiriadel n'eus ken nemet ul laz-seniñ graet gant kleronoù ha taboulinoù, ur mestr-tabouliner en o fenn. Gant penn an 73vet, an adjudant Jules Glaizot, e savo Aymar de Tonquédec ul laz breizhat. Pennoù an arme n'int ket savet a-enep da vennad unan anezho, met anat eo n'o deus ket pourchaset ar binvioù. Kavet en deus anezho a letanant-koronal gant tud kar dezhañ, a oa nobled eus Breizh ezel eus an arme eveltañ. E miz Mezheven 1915 eo prest al laz binioù da seniñ. Kuitaat a ra Aymar de Tonquédec e rejimant e miz C'hwevrer 1916, met kendalc'h a ra e soudarded da seniñ betek miz Ebrel 1917 d'an abretañ. D'ar mare-se eo bet meneget al laz-mañ d'an diwezhatañ, unan a veze klevet mat war an talbenn !

Er rejimantoù all graet gant soudarded vreizhat ez eus bet binioù, met ne sonent nemet evit ar blijadur. N'eus nemet e 73vet RIT Gwengamp ez eus bet binioù ha bombardoù o seniñ ez-ofisiel e-pad lidoù ensavadurel ar vuhez-arme. Moreau de Bellaing, bet komandant diwezhañ an 73vet RIT en deus miret ar binvioù en e di e Gwengamp da heul an arsav-brezel. Profet en deus anezho da virdi broadel an arzoù hag an hengounioù pobl e Pariz. Diskouezet in bet eno adalek 1972 ha betek ma vefe serret e 2005. Er Mucem e Marsilha e vezont miret hiziv.

Unan eus ar binioù bet profet gant Moreau de Bellaing da virdi broadel an arzoù hag an hengounioù pobl, niverenn renabl : 1952.110.2.2. Ph. P. Sicard. Mammenn : © Mucem

Unan eus ar bombardoù bet profet gant Moreau de Bellaing da virdi broadel an arzoù hag an hengounioù pobl, niverenn renabl : 1952.110.5.4. Ph. P. Sicard. Mammenn : © Mucem

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozerez : Marie-Barbara Le Gonidec, « Laz binioù 73vet RIT Gwengamp e 1915 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/09/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/laz-biniou-73vet-rit-gwengamp-e-1915

LEVRLENNADUR

  • Bigot Laurent, Kermarc Gilles, Le Gonidec, Marie-Barbara, « Les binious de la Grande Guerre », I, Musique Bretonne, 2015, n° 244, p. 25-40.
  • Le Gonidec Marie-Barbara, Rio Jean-Yves, « Les binious de la Grande Guerre », II, Musique Bretonne, 2015, n° 245, p. 26-31.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù