Ar bleu labour

Aozer : Pascal Aumasson / Here 2023

Da heul ar saroioù, an tavañjerioù pe ar c'haldravioù, ar bragoù lien gros a vez gwisket gant ar soudarded e garnizon evit al labourioù aner, dont a ra ar bleuioù labour da vezañ gwelet e presoù ar vicherourien hag ar beizanted e deroù an 20vet kantved. Dilhad paotred, akomod, oberiet evit gwareziñ ar c'horf a-bezh ouzh al louzadurioù en uzinoù hag en atalieroù int. Mont a ra fragoù, bragoù, saeoù pe chupennoù ha bragoù asambles d'ober anezho. Ne vez graet « bleu labour » anezhañ nemet ur wech mestroniet an teknik evit livañ ar gwiadoù e don : al liv indigo, kemmet gant produioù kimiek, a zeu da vezañ melen er beolioù, ha setu an danvez da zelc'her e liv, pa vez gwalc'het d'ur wrez uhel zoken, ha da chom stabil er sklêrijenn. Ouzhpenn da se, gant al livuzenn-mañ e vez disteraet efed an tarchoù hag ar saotradurioù.

Ar bleuioù a vez produet e-barzh ur stern eskemmoù ekonomikel az a pelloc'h eget ar rannvro : gwiadiñ ha livañ a vez graet en hanternoz hag e reter ar Frañs, pa vez oberiet an dilhad en embregerezhioù eus ar vro. Dont a reont abred-tre da gaout ur chemet anavezet ha skuilhañ bleuioù a reont war ar maez kement hag e kêr.

Klask a reont danvezioù solut hag amprouiñ a reont neuze meur a zanvez : ar c'houetiz, ul lien start graet gant kanab, koton pe lin, danvezioù graet gant meur a c'hloan mesk-ha-mesk, danvezioù koton tev ha pounner, a ra gwiadoù gell kentoc'h eget glas. Er bloavezhioù 1960 e teu ar moleskin, ul lien koton gwiadet stank ha brudet evit delc'her mat ouzh ar regiñ, da vezañ danvez arouez ar merk Le Mont St Michel. Menegomp ivez ar bleuioù kozh a veze gwisket war-c'horre ar bleuioù labour, evit gwareziñ anezho ouzh ar saotradurioù, an tarchoù hag ar stlabez.

Dizehan e vez parfetaet an dilhad-mañ gant an oberourien, pa ijinont rabadoù evit ar godelloù, serroù-prim, godelloù evit ar metr war ur c'har eus ar bragoù evit renkañ ur metr pleg ha godelloù a-dreñv evit lakaat manegoù labour enno. O zroc'h a rank diarbenniñ e krogfe ar mekanikoù e-barzh, rak niverus int deuet da vezañ en uzinoù gant an dispac'h industriel. Niver ar bleuioù produet bep bloaz a rank tizhout kantadoù a bezhioù evit bezañ ken bras ha niver ar vicherourien o labourat en uzinoù. Rankout a ra o ment kemer e kont al liested a vez e korfegezh ar c'hoskor, ouzhpenn. E 1978, da skouer, atalier ar mestr kemener war borzh-mor Brest, a bourchas dilhad-labour d'an Arsanailh, a ober anezho e 31 ment evit ar chupennoù, 11 ment evit tro ar bruched, ha 4 hirder evit divhar ar bragoù.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Pascal Aumasson, « Ar bleu labour », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/10/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-bleu-labour

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù